Annez ar chaseourien-dastumerien ziwezhañ e Breizh
7 400 vloaz zo e oa eus Tivieg un duchenn uhel dirak paludoù war vord ar mor. Pa oa bet echu gant kresk ar meurvorioù eo deuet da vout un enezennig didud war gumun Sant Per Kiberen er Mor-Bihan. Gant annezidi krenn-oadvezh ar maen (9700-5300 a-raok J.K.) e oa bet staliet eno un annez ledan e traoñ ur beg-douar greunvaen. An danvezioù kavet eno war ul live a oa restajoù boued, ur gwiskad kregin-mor etre 0,60 hag ur metrad a uhelder, war meur a framm arkeologel (oaledoù ha bezioù liesdoare).
Etre 1928 ha 1930 ez eus bet kaset furchadegoù da benn war un dachenn a 320 m² gant Marthe ha Saint-Just Péquart. E-doug ar bloavezhioù 2000 ez eus bet graet dielfennadurioù skiantel nevez war an holl restajoù tennet diouzh an douar. Splann e oa lakaet e veze diazezet boued an annezidi kentañ war an talvoudekaat stank eus an holl loened-mor (kregin, kranked, pesked), met ivez bronneged bras an douaroù (kirvi, yourc’hed, moc’h-gouez). Pa geñverier gant lec’hiennoù all war an aod eus mare krenn-oadvezh ar maen, e weler e veze stank ivez e Tivieg al labouseta (21 spesad, en o zouez houidi-korz, houidi penn-ruz, boc’haned, ereved ha kefeleged). Ar chas a oa al loened doñv nemeto.
Daoust da vent an annezioù kempennet ha da niver an dilerc’hioù arkeologel, e talc’her ouzh al lakadenn e vefent deuet diwar poblañsoù kantreerien, o tremen distremen eus tachennoù tro-dro da inizi Groe pe ar Gêrveur.
Ur veredeg ragistorel dispar
A-drugarez d’ar furchadegoù ez eus bet dizouaret 10 bez (enno 23 den) strollet war un dachenn a 50 m² bennak, e-kreiz an dilerc’hioù boued hag an oaledoù. Ar bezioù ar re luzietañ a oa bezioù stroll (douaridigezhioù lerc’h-ouzh-lerc’h) ha bezioù lies (meur a zouaridigezh en hevelep tro).
Diskouez a ra an holl bezioù e veze eus ritualioù kemplezh. Fichet e veze ar c’horfoù gant troioù-gouzoug, hag ar reizhoù kregin a veze lintret gant pri melen-ruz. Pleget e oa ar c’horfoù e fozioù digempenn, pleget dre nerzh o daoulin, ha damsavet o fenn. Kontilli mein kailhastr, skoerioù war vili, ha goustilhoù askorn a zo bet kavet da heul darn vras ar re varv. Dre ziv wech ez eus bet kavet ur framm brankoù kirvi tro-dro d’ar penn-marv. Un dar pe zaou o oa bet staliet war ar bez evit bezañ diazez un oaled a vez graet « lidek » outañ. Goloet an hollad gant mein evit sevel ur stumm a c’helle diskouez met ivez gwareziñ ar c’horfoù a veze a-boan goloet gant ar gwiskad kregin, a-rez al leur.
Ur gevredigezh a ingalded... hag a feulster
M’eo damheñvel doare ar c’hregin a gaver war gorfoù-eskern ar wazed diouzh re a gaver war re ar maouezed, war a seblant e veze taolet an hevelep damant outo kouskoude, evit pezh a sell ouzh o bezioù bepred. Ar fed e vefe unanet ar c’horfoù e seurt bezioù a ziskouez al liammoù kreñv etre tud zo, moarvat darempredoù familh. Tri bez tud gour douaret gant ur bugel a lak da c’houlakaat e c’hellfe bezañ bet un aberzh da geñver marv un den kar.
E traoñ ar bez K e kaver un den en doa bet ur marv kriz, evel m’eo diskoachet an daou veg saezh sanket etre melloù e livenn-gein. Ha nebeut amzer a-raok e oa bet torret e javed ivez, ha soudet en-dro... Gant an dielfennadurioù antropologiezh nevez kaset da benn war ar bez A – dalc’het e Mirdi istor naturel Tolosa – a lak da soñjal e oa bet drouklazhet gant objedoù skeiñ, rak meur a stokadenn zo bet kavet war o c’hlopenn.
Met meur a zisplegadenn a c'heller reiñ evit abegiñ ar merkoù feulster-se, pe e vevent en un endro karget a gevezerezh etre strolladoù tud krenn-oadvezh ar maen a-benn kaout danvez puilh an aodoù, pe e vefe en un endro stenn e-liamm gant donedigezh pobloù labourerien-douar eus ar Reter.
Labouret o doa e Breizh ha goude-se er Pireneoù, etre 1915 ha 1942. Anavezet e oant evit o furchadegoù war inizi Breizh er bloavezhioù 1920 ha 1930, e Tivieg ha goude-se e Hedig, e-touez lec’hioù all. Lakaet o doa war-sav un hentenn skiantel naet-ha-pizh, ha tapout a raent luc’hskeudennoù ha filmoù e-leizh da skouer ; miret eo bet ar bras anezho. Met dre ma oa bet enrollet Saint-Just Péquart er Milis e-pad an eil Brezel Bed, hag oa bet fuzuilhet war-lerc’h an Dieubidigezh, n’eo ket bet lakaet kement a gred war e labourioù. Ouzhpenn da se e c’houlenn an hentennoù dielfennañ a-vremañ ma vefe priziet en-dro o labourioù.
Ul lec’h prevez eo enez Tivieg, ha difennet eo d’an enklaskerien da zont eno hiriv an deiz. Daoust da-se e chomo un dachenn skiantel a-bouez bras evit kompren ar c’hevredigezhioù war-nes tremen da Nevez-oadvezh ar Maen.
Troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau