Perzhioù dibar teskerezh an etnolouzaouriezh

Aozer : Maëlle Mériaux / C’hwevrer 2019

Ar bempizenn, pistrius he gwrizioù. Kreskiñ a ra en touflezioù hag er pradeier gleb. Mervel a ra al loened ma tebront he gwrizioù
N’en deus ket ezhomm an nen bezañ arbennigour war al louzaouriezh evit mont da serriñ gouiziegezh ar bobl war ar plant. Rik e ranker bezañ avat, kuit a veskañ an eil louzaouenn gant eben.

Rak stank eo ar meskajoù er ouiziegezh-se just-awalc’h. Evel-se emañ kont gant ar c’haol-malv ha malv-an-Arvor (malv gwenn), al louzeier bleuñvtoenneged, ar pav-bran, pe an nadozioù (spilhoù). Mankoù an eñvor alies ; diazezoù dishañval da renkadurioù poblek ar plant ken alies all.

Seul bouezusoc’h eo lakaat sklaer eus peseurt louzaouenn zo kaoz eta pa lakaer e dreid en ur gaotier a seurt-se. Bez e c’heller serriñ teskoù an etnolouzaouriezh en-dro d’un daol evelust. Bravoc’h c’hoazh eo mont er maez - ken gwir all eo evit dastum dafar yezh pe sonerezh - d’ober un tamm tro er jardrin gant an den a venner atersiñ. Rak eno e c’heller luc’hskeudenniñ al louzeier zo kaoz dioute pe, gwelloc’h c’hoazh, dastum unanennoù anezhe d’o lakaat da sec’hañ etre div bajenn ur c’haier. Ar roudoù-se an hini a roio da c’hoût, hep douetañs ebet ken, peseurt plant zo e kaoz, kuit a ober studioù don war al louzaouriezh pe a vont da c’houlennata arbennigourion. Ha pa n’haller ket mont er-maez ingal, e c’heller bepred sachañ an diavaez er gêr, o tegas enni louzeier nevez-kutuilhet, kement ha magañ ar gaoz gant danvez gwirion, pa ne vez ket splann awalc’h, alies, nag an tresadennoù nag ar skeudennoù a gaver el levrioù louzaouriezh.

Evit a sell ouzh an troioù-dorn hag an ampartiz bet prenet a-gozh, ne vo ket trawalc’h sonenrollañ un displegadenn dre gomz avat. Ezhomm zo goulenn gant an den dornet ober da vat, da ziskouez splann ar petra hag ar penaos, ha filmañ an arvest kement ha mirout ur roudenn splann eus an teskad-se.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Maëlle Mériaux, « Perzhioù dibar teskerezh an etnolouzaouriezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/02/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/perzhiou-dibar-teskerezh-an-etnolouzaouriezh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité