Siria, Irak, Republik Demokratel Kongo, Nigeria, Ginea, Soudan, Eritrea, Kevredad Rusia, Ukraina… kement bro m’eo tarzhet ar brezel sivil enno, hag heskinerezh ar minorelezhioù kenelel ha relijiel, ma teu un toullad mat a enebourien politikel da greskiñ niver ar repuidi. Evit ar wech kentañ abaoe an eil Brezel Bed eo erru niver an dud dilec’hiet e diabarzh o bro, ar repuidi hag ar c’houlennerien-bod en tu all da 50 milion a dud dre ar bed a-bezh. E Frañs eo bet anavezet ar statud a repuad da 14 589 den e 2014. D’an 31 Kerzu 2014, e oa 193 552 den dindan warez an Ofpra (Ofis Frañs gwarez ar repuidi ha divroidi).
Abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 ez eo kresket a-galz niver ar c’houlennerien-bod er rannvro Breizh, evel war darn vras tachenn ar Frañs (dre deir gwech etre 2000 ha 2012). Ha diwar-se ez eo bet digoret kreizennoù degemer nevez e kêrioù bihan o doa bet nemeur a zarempred gant ar repuidi betek-henn. Tud zo, awenet gant an hengoun a zegemer a veze e Breizh, a glask bodañ tud a-youl vat evit reiñ skoazell dezho, pa vez lod all o tiskouez o enebiezh, aon ganto ma savfe kudennoù gant an dud nevez erruet. Memestra eo bet daougementet barregezh degemer ar c’houlennerien-bod, daoust ma n’eus ket trawalc’h c’hoazh evit plediñ gant an holl c’houlennoù : e Breizh e kaver daouzek kreizenn degemer evit ar c’houlennerien-bod hiviziken (KDGB) hag ur greizenn bod da c’hortoz (KBG), pezh a ro 950 plas en holl. Met niverus eo ar re a c’houlenn rekour gant ar stignad a-zifrae (doare 115) a-raok bezañ degemeret en ur greizenn. Unan eus ar perzhioù da c’hounit gant reform bet votet e miz Gouere 2015 a zo berraat ar pennad amzer tremenet en ur C’hDGB, hag alese gwareziñ an dud en ezhomm, hag ivez aesaat ma vefe kaset kuit ar re a vo bet nac’het o goulenn chom er vro.
Diwar: UNHCR, Ofrpa, DRJSCS Breizh.