O chom e Bro Redon eo bet Jeannette Maquignon met betek pell en tu all d’he harzoù eo bet degaset nevez-amzer ar c’han hengounel ganti, gras d’he sac’h-kanaouennoù ha d’he fersonelezh. Enni veze bodet kement kalite a dle kaout un c’haner pe ur ganerez veur: ijin ar c’han he doa hep arvar ebet, un doare dezhi hec’h-unan, ha mestrez e oa war arz ar c’hinklañ kement ha lusk ar frazennoù, pezh ne oa ket diefed war he selaouerien. Ouzhpennomp da ze e oa ken kreñv he fersonelezh hag he c’hoant da rannañ ar pezh a oueze: kompren a reer perak eo bet hi kanerez-veur bro Redon, arouez nevez-amzer ar c’han hengounel hag ur gouiziegezh he doa bet digant he zadoù-kozh. Alies e veze gwelet da heul ar Groupement Culturel Breton des Pays de Vilaine (GCBPV) o kanañ e stajoù, e beilhadegoù, e sonadegoù, ha bep bloaz e Redon e penn kentañ festoù La Bogue d’or, ur c’hoñkour kanañ bet lañset er bloavezh 1975 ha deuet da vezañ ur fest vras ha poblek. Ur ganerez a-bouez e vez evit kement hini a zo intereset gant ar c’han hengounel e galleg. Kalz pelloc’h eget harzoù Breizh eo brudet bremañ.
Klevet a reer Jeannette war ar bladenn «Jeannette Maquignon. Chanteuse du pays de Redon» a ro un ide vat eus he arz ha roll he c’hanaouennoù. Enrollet eo bet gant meur a hini er bloavezhioù 1970-1980 ha kalzig a enklaskoù a c’heller kaout war lec’hienn Dastum: 283 enrolladenn bet roet gant ouzhpenn dek dastumer disheñvel.
Jeannette Maquignon, Jeannette Robert pa voe dimezet, a oa bet ganet e Rufiac hag o chom eo bet e-kichen, e parrez Saint-Martin-sur-Oust, lec’h ma oa labourerez-douar. E levrig ar bladenn meneget a-raok hag e pennadoù bet embannet er gelaouenn Musique bretonne e c’heller kavout munudoù diwar-benn buhez ar ganerez.
Pierre, mon amant Pierre - Interprète : Jeannette Maquignon