El Liger-Izel, deroù stourm ar Vreizhiz a-enep ar c’hreizennoù nukleel

Aozer : Hubert Chémereau / Mezheven 2020
Evit kompren darvoudoù Plogoñv e ranker derc’hel soñj eus ar stourm enep-nukleel a savas e su-Breizh er bloavezhioù 1970 : trec’h an Ardeven da gentañ, a sachas war e lerc’h ar stourm a enep raktres Korzed el Liger-Izel, a voe dilezet buan-tre kent bezañ adlec’hiet e Pentelloù, e-tal kichen Naoned.

Enklask war an dalvoudegezh publik hag « adtier-kêr »

E 1973, e-doug ar VIvet plañ e roas ar gouarnamant gall lañs d’ur mell programm nukleel pa oa en e soñj sevel kreizennoù produiñ tredan dre an energiezh nukleel, eus 8 000 da 13 000 megawat pep hini anezhe. Adalek 1974 e oa krog EDF da lugerniñ ouzh meur a lec’h e Breizh : Beg-an-Fri, Korzed, an Ardeven ha Plogoñv. Dres evel ma c’hoarvezas e Plogoñv, ne voe anv eus raktres Pentelloù nemet pa voe digoret an enklask war e dalvoudegezh publik. E miz Genver 1977 e voe savet ur Bodad Kenprenañ Douar-labour (BKD / GFA) evit mirout ouzh EDF a brenañ an douaroù a oa en sell da sevel ur greizenn warne. D’an 8 a viz Mae e tiredas 10 000 a dud war al lec’h da gemer perzh er c’hentañ gouel enep-nukleel.

Reiñ a reas prefed al Liger-atlantel urzhioù da maerioù an daouzek komun a oa en-dro d’al lec’hienn evit ma vefe savet an enklask a dalvoudegezh publik gant pep hini anezhe en e gomun. Nac’hañ sentiñ a reas eizh anezhe. Gant servijoù ar Stad o-unan e voe skritellet ar c’hemenn neuze, e plas ar maerioù emsavet. Ha devet o skritelloù raktal. E Pentelloù e voe stanket an hent d’an ti-kêr gant mekanikoù labour-douar ha taolet ur puilhad hañvouez d’an is-prefed. Stanket an tier-kêr e lec’h e oa kinniget d’an dud lenn levrennoù an enklask, ha lakaet diaes gant ar manifestadegoù, e rankas ar prefed ijinañ ur mod nevez da gas anezhañ war-raok. E kamionetennoù gwarezet gant an archerien, a voe graet « adtier-kêr » anezhe e voe kaset an enklask adal neuze.

Manifestadeg e Naoned, e 1977, a-enep ar raktres sevel ur greizenn nukleel e Pentelloù (CHT, foto gant Hélène Cayeux)

Kaset d’al lez-varn war zigarez bezañ perzh ur « brezel-kuzh »

D’an eil a viz Even e voe aloubet ti-kêr Koeron gant manifesterien, lakaet an daou jañdarm a oa eno da chom peoc’h ha devet dibistig levrennoù an enklask. Hag ar galloud da gas an archerien da herzel pevar menajer hag ur venajerez er gêr. Kerkent ez embannas ur c’huzul-kêr bezañ kenskoaz gante. Difeuls e chome stourm ar bobl hag aze e oa e nerzh. Pa soñje dezhañ e oa ar gwellañ tra d’ober, kuit d’an emsav d’en em ledañ c’hoazh, e tivizas ar prokulor derc’hel an damallidi en toull, war-zigarez e oant perzh ur « brezel-kuzh ». D’an 9 a viz Even avat, derc’hent o frosez, en em vodas 1 500 a dud e Naoned.

Dirak al lez-varn ez embannas Bernard Lambert, kannad al labourerien-douar, e skoazell d’ar mod difeuls-se da dalañ, ha pa vije e maez al lezennoù. Kement all a reas ar jeneral Jacques Pâris de la Bollardière, ur vouezh veur all eus Breizh o stourm, a oa savet c’hoazh a-enep tennoù-arnod ar bombezennoù nukleel e Tahiti. Sabatuet e voe an dud o klevout e oa kondaonet an damallidi da 8 miz toull-bac’h, ha pa oa goursezet 6 dioute. Hag an eston e-tal al lez-varn da dreiñ da gounnar e Sant-Yann Voazoù e lec’h e voe diroget teuliad an enklask gant un daou-ugent bennak a vanifesterien. O kas ar vobiled dezhe e roas ar Stad un tañva eus ar bolitikerezh skeiñ a voe he hini hed-a-hed stourm Plogoñv. Ne zistanas ket ar stourmerien evit afer-se avat : d’ar 14 a viz Even e teuas 2 000 a dud da vanifestiñ e Naoned ha d’ar 14 a viz even e voe taer ar sach etre ar vanifesterien hag an archerien e Keiz-Raez. D’an 11 a viz Gouere e voe klozet an enklask, ur gwir sklabez anezhañ. D’an 18 a viz Here 1978 e roas kuzulioù-kêr Pentelloù ha Keiz-Raez o dilez abalamour da asant ar C’huzul-Stad da raktres EDF.

Strolladeg war lec’hienn le Pellerin e 1977, a-enep raktres ar greizenn nukleel. (CHD, dastumad UD-CFDT 44)

Pentelloù ha Plogoñv, skoaz-ouzh-skoaz er stourm

Kent en em zivodañ e tivizas an daou guzul-kêr-se dimeziñ o c’homunioù gant hini Plogoñv. Hag evel-se e voe graet ar bloaz war-lerc’h pa grogas an traoù da vezañ stegn er C’hab. Digoret e oa ur bajenn nevez e istor ar stourm enep-nukleel e Breizh. Kenskoaz ha kenurzhiet e voe ar stourm adal neuze etre genou al Liger hag ar C’hab. D’an 28 a viz Meurzh 1979 e voe embannet ar c’heloù penaos e oa damdeuzet kalon keflusker nukleel kreizenn Three Miles Island e Pennsylvania. Bras e voe ar fromm ha disfiz ouzh an energiezh-se a savas neuze e pep lec’h e broioù ar C’hornôg. D’an 20 a viz Ebrel e c’houlennas ar gouarnamant gouzout hiroc’h war raktres Pentelloù abalamour d’an tost-tre ma oa ouzh kêr an Naoned. Ur mod didrouz da gas ar raktres-se d’ar blotoù an hini oa, kuit d’ar gouarnamant da anzav en doa ranket kilañ dirak argas ar « Vretoned dibleg ». Ne voe ket seizhdaletoc’h tud Plogoñv o stagañ gant ar memes hent hag an hini bet dibabet gant re Pentelloù, diouzh o mod ha diouzh o zachenn-int. E 1981 e voe dilezet raktres Pentelloù da heul hini Plogoñv.

Ar « greizenn-nij » o tiskenn gant ar stêr

Ar bloaz war-lerc’h e tispakas raktres EDF beg e fri er C’harned, nepell alese. Krog e voe neuze gant ur pemzek vloaz a stourm, feuls-tre a-wechoù, a brosezioù, a vanifestadegoù hag a c’houelioù bras. E 1982-1983, kerkent hag ar bodadegoù kentañ war al lec’hienn nevez-se, e tiskouezas doareoù feuls-tre ar polis c’hoant bras ar galloud-kreiz da derriñ nerzh stourm ar Vretoned. Tud Plogoñv a veze eno ivez avat, seul wech ma kinnige an traoù taeriñ, da goulz sontadeg leur-douar ar C’harned bet divizet gant ar prefed paneveken. A-benn ar fin e voe dilezet « kreizenn-nij » genou al Liger e 1997 da heul ur vanifestadeg 30 000 a dud d’ar 1 a viz Even 1997, pa oa bet savet ur chadennad tud 30 km etre Pembo ha Pentelloù. E 2011 e tegasas Annig Bruneau, bet prezidantez ar c’homite Liger-Izel Dinukleel, da soñj da gazetennerien Ouest-France « e oa bet ar venajerien eno pemzek vloaz-pad o nac’hañ gwerzhañ o douaroù hag o talañ ouzh heskinerezh ha gwask ar re a oa savet a-du gant an nukleel. Ha hi ha displegañ c’hoazh « Bloavezhioù diaes a zo bet, diskalon a-wechoù, prosezioù. Start e oa. E Pentelloù e veze strinket dour-hañvouez d’an archerien gant al labourerien-douar ha hiset tropelladoù saout ouzh mevelien ar galloud. Mont a raemp da Blogoñv ha re Blogoñv a zeue du-mañ. Evel-se, tud kêr ha tud diwar ar maez dorn-ha-dorn, eo aet ar boas-stourm da henvoas.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « El Liger-Izel, deroù stourm ar Vreizhiz a-enep ar c’hreizennoù nukleel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/06/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/el-liger-izel-derou-stourm-ar-vreizhiz-a-enep-ar-c-hreizennou-nukleel

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité