Kempenn an tiriad : labourioù meur da stummañ ar maezioù

Aozer : Stéphane Blanchet / Gouere 2020

Ouzhpenn kant annez eus oadvezh an Arem zo bet kavet e Breizh. Bezañ zo dioute atantoù bihan un ti pe zaou peurliesañ, pourpezioù tro d’o zro (skiberioù pe krevier). Lod dioute, bevennet gant ur c’hleuz hag ur c’hae, zo kalz brasoc’h.

Savet e oa bet annez gwarezet La Tourelle e Lambal (dep. An arvor) war-dro 1 200 kent JK. Gronnet eo gant ur pemzek bennak a dammoù kaeoù o valirañ pep a gleuz. Kavet zo bet roudoù savadurioù (un ti kelc’hiek, ur sanailh ?) harp ouzh ar c’hae. (Plañ gant P. Forré, furchadeg INRAP)

Diskouez a ra ar chanterioù bras a oa bet kaset da sevel annezioù zo ne oa ket atantoù dister anezho. A-vent e oa ar re-se (ti ur vrientinelezh pe ul lignez penntierned) gant youl bras un uhelad da gempenn ha da vestroniañ an tiriad.

Degaset zo bet war wel gant ar furchadegoù bet kaset nevez zo e oa staliet meur a annez damdost da rouedadoù touflezioù hag en em lede war degadoù a zevezhioù-arat. Bevennoù ar parkeier pe klouedoù bihan da barkañ chatal e oant.

Edifiée vers 1200 av. n. è., l’enceinte de la Tourelle à Lamballe (Côtes-d’Armor) est constituée d’une quinzaine de tronçons de fossés doublés d’un rempart. Des constructions (maison circulaire, greniers ?) adossées au rempart ont pu être reconnues (plan P. Forré, fouille Inrap)

 

Stummet eo bet ar maezioù ha frammet an tiriad e-pad meur a gantved gant ar rouedadoù kleuzioù-se, bet toullet e oadvezh kentañ an Arem (war-dro 1 800 kent JK). Kempennet e vezent ingal hag astennet zoken e oadvezh krenn an Arem (1 600 - 1 350 kent JK) kent bezañ dilezet tamm-ha-tamm e oadvezh diwezhañ an Arem (1 350 - 800 kent JK).

Fizioù stag ouzh lid al leur nevez pe ouzh ar bonnañ parkeier e oa lod eus ar c’huzhiadoù priaj bet diskoachet en touflezioù, evel amañ e Lezlouc’h, Plouedern (Penn-ar-Bed) Foto gant S. Blanchet, furchadeg INRAP

Ar pep brasañ eus ar gwriadoù parkeier-se zo bet diskoachet war douaroù eus ar re wellañ (lec’hid douar-dous), war aodoù norzh Breizh dreist-holl. Un testeni zo anezho eus ar mod perc’henniezh a oa war an douaroù gwellañ hag eus ar c’hounidigezh a denne ar vrientinion dioute.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Stéphane Blanchet, « Kempenn an tiriad : labourioù meur da stummañ ar maezioù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/07/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kempenn-an-tiriad-labouriou-meur-da-stumman-ar-maeziou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité