D’an 2 a viz here 2018, dres pa oa Bro C’hall ha he c’henskoazidi war-nes reiñ e lamm d’ar Reich, e voe embannet war bajenn gentañ La Dépêche de Brest, danevell an doktor Martin, eil rener an Ensavadur Pasteur, a oa bet kaset e Brest abalamour d’ur c’hleñved a oa o redek eno e eilvet kazarn ar morlu :
« Ur grip dibar zo dioutañ, war a lâras, rak spegus eo ken ez eo. Ne beg nemet dre stok an eil den ouzh egile met trawalc’h zo d’unan bezañ klañv evit ma vo kontamnet gantañ kement hini a dostafe dioutañ. Ezhomm bras zo eta diwall diouzh ar grip-se evel diouzh ur c’hleñved-red spegus-tre, ken spegus hag ar ruzell. » Trawalc’h zo eus an toullad geriennoù-se bet embannet gant kazetenn bemdeziek Penn-ar-Bed da empentiñ pegen bras e voe ar stropad spontus-se.
Mareadoù ar grip
Tri barrad a voe da stropad grip Spagn, a gasas o reuz an eil war-lerc’h egile eus miz ebrel 1918 da miz mae 1919, hag un nebeud advarradoù c’hoazh goude-se betek 1921. E Roazhon e voe renablet 60 a dud bet taget gantañ e miz mae 1918, 10 dioute marvet diwarnañ. E miz here 1918, d’ar memes deiz e voe lazhet gant ar c’hleñved-se daou vab François Lepvrier, prezidant lez-varn sivil Roazhon. Mareadoù zo, e Gwitreg, e varvas 23% eus ar re bet taget gant ar grip ha 27,7% dioute e Felger…
Ne chome ket ar bilim-se d’ober teil tomm ha skeiñ garv a rae kerkent ha dic’horet, ken prim ken e oa kat klañvidi zo da c’hoût da be goulz resis e oant bet kontamnet. Lod dioute zoken, bet taget er straed, a groge da fallaat kent bezañ erruet er gêr : ur boan-benn vras gante, un derzhienn greñv en tu all da 42° a-wechoù, ken berv ken en em gave lod oc’h alteriñ, diaes-tre dezhe sachañ war o anal, poan vras d’o izili, foerell gante ha gwallgaset o c’halon, o lonezi pe o avu. Glasaat a rae ar glañvidi dianalet ken e vougent ha mervel a raent e-kreiz ar poanioù krisañ, peadra da spontañ an holl.
An dud yaouank e kreiz o brud a skoae grip Spagn da gentañ, ur viruz H1N1 anezhañ, er c’hontrefed eus ar stropadoù grip kent. Gwaskañ speredoù poblañs Breizh a reas kement-mañ muioc’h c’hoazh, ha hi dinerzhiet gant pevar bloavezh brezel. Ken gwazh ken e kavas da eskop Gwened, e miz du 1918, e oa gwell gantañ gervel Sant Visant Ferrier d’e sikour, ur prezegour brudet er Morbihan er XVvet kantved… ha pareour ar vosenn anezhañ, sañset
Ur viruz diaes stourm outañ hag adkavout e roud
Kollet-lip e oa ar vezeien, dic’houest da dalañ ouzh ar c’hleñved-se, evel pa vijed en em gavet er Grennamzer en-dro. E Naoned e klaskas ar medisin-major Weil amprouiñ vaksinoù gwall iskis : gwad-sitratet bet tennet diouzh klañvidi war-wellaat, strinkellet dindan kroc’hen ar re yac’h. Diskouez mat a ra ar mod m’en em ledas ar stropad e Brest pegen diaes e oa stourm outañ en ur porzh-mor, stank an eskemmoù hag an tremen ennañ… pa rankjed sparlañ an nen pell diouzh ar re all evit mirout ouzh ar c’hleñved a ’n em ledañ pelloc’h.
Kement-mañ a skrive an doktor Martin : « Ken nec’hus e oa araokadennoù ar stropad e Brest, evel ma ouzoc’h, ken hor boa graet hor soñj stourm outañ o sparlañ pep klañvad hag o terc’hel dindan evezh pemdeziek kement hini a oa bet o tostaat outañ pa oa ar viruz en gor ». Ha pa embanne ar pozioù-mañ ur youl dibleg, ne dapent ket koachañ an dibosupl ma oa ober ar pezh a oa dleet ober : derc’hel kement den kontamnet en distro-mik. Rak ur perzh strategiel a oa da borzh Brest d’ar c’houlz-se, asambles gant Sant-Nazer pa oa dioute porzhioù dilestrañ an armeoù amerikan kaset war dalbenn reter Bro-c’hall. Dekmiliadoù a Sammies an hini a veze disac’het eno bep miz. Troc’het e vije bet red soudarded tramor hag ac’h ae da souten linennoù kentañ an talbenn ma vije bet roet urzh d’o listri dasporzhin er-maez eus porzh Brest.
Diskouez a ra ivez ar pennad-mañ, bet embannet gant La Dépêche de Brest pegen diaes e oa adkavout roud ar c’hontamniñ e lec’h-mañ-lec’h. Trawalc’h e oa gant un den bilimet evit ma vije kontamnet ur c’hazarniad, ul lestrad pe ur strollad kamaraded. Kement-mañ zo kaoz ez eo bepred ken diaes hirie c’hoazh lec’hiañ neizh kentañ ar c’hleñved-red. Ken diresis eo bilañs grip Spagn zoken ken e vez adventet c’hoazh - war gresk ingal – a vare da vare gant ar stropadourien. Hervez ar re-se e vije marvet 50 million a dud abalamour dezhañ, 250 000 anezhe e Bro-Frañs. Ken diglok ha ken dispis eo an dielloù avat, dreist-holl evit a sell ouzh departamant al Liger Izel, ken n’haller ket goût resis pegen bras e oa bet ar varventi e Breizh.
Gwashoc’h ar grip evit ar brezel ?
Splann eo avat ar vloñsadenn a laoskas ar grip-se war gevredigezh Vreizh er bloavezhioù 1918-1919. Gwashaat gouli bras ar brezel a reas da gentañ-penn, hini an tiegezhioù a ‘n em gave en dienez-du paneveken, evel an intañvez Deshayes eus Rekouvrañs a zisklêrias da La Dépêche, bezañ kollet he gwaz e korf tri devezh, gwenneg toull ebet ganti, o tougen abaoe seizh miz ha seizh bugel dezhi c’hoazh, oadet a 16 miz da 14 vloaz. E Roazhon e oa kement a glañvidi ken e rankas melestradurezh ar post krennañ war an troiadoù kas al lizhiri… pa vanke paotred evit en ober. E miz du 1918 o doa lakaet servijoù 10vet rannvro an armeoù en o soñj sevel ur genstrivadeg vras tennañ gant fuzuilhoù eno. Nullet e voe avat, kuit a washaat ar c’hontamniñ. Er Morbihan ne c’helle ar skolidi bezañ degemeret en o c’hlasoù nemet hag un testeni a vije gante, sinet gant ur mezeg o tisklêriañ ne oant ket bet taget gant ar viruz. E arondisamant an Oriant, e deroù miz here 1918, e roas an is-prefed urzh e vije prennet ar sinemaioù, pa oa kont evel-se c’hoazh e
Kalz a zarvoudoù a ziskouez pegen trubuilhet, ha nammet zoken, e oa ar gevredigezh gant ar stropad-kleñved-se. Souezhusat tra avat e tiflukas hennezh dres pa oa ar brezel war e zalaroù, o tagañ an « talbenn-dreñv » gwashañ ma c’halle evel ne oa bet biskoazh. E 1916 zoken, pa oa emgann Verdun en e washañ e oa chomet digor an ostalerioù, ar pretioù hag ar c’hoarivaoù ha prest e oa pep tra da zegemer an douristed war an aod pa oa an hañv o tont.
Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin