An tier-krampouez : un hengoun ijinet ?

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2020

Koazhañ a reas gounidigezh an ed-du e Breizh e-doug an XIXvet kantved. Diskouez a ra an enklask bras bet kaset e 1866 diwar al labour-douar e voe kemeret o lerc’h gant an avaloù-douar e meur a lec’h, evel e Pont-an-Abad. Dres d’ar memes koulz e krogas dastumerien gentañ sevenadur pobl Breizh Théodore Hersart a Gêrvarker ha Fañch an Uhel en o zouez, da serriñ roudoù dre gomz an amzerioù kent. Ha, pa n’eus ket a zichal kuit a chal, e tiflukas lec’hioù nevez dres d’an ampoent, evel pa vije dioute arouezioù meur identelezh Breizh : an tier-krampouezh.En un ti-krampouezh. Kartenn bost. Mirdi Breizh : 993.0133.2185Trawalc’h zo d’an nen mont da gantreal e straedoù karter Montparnasse, hini Bretoned Pariz evit ober buan e soñj : tier-krampouezh a gaver eno sof-kont, dezho, war o zalbennoù livet-flamm, anvioù hag a zegas Breizh da soñj d’an dremeniri. Krampouezh ha « kaletez » eo meuzioù pennañ ar vorserezh vreizhek-se, ac’h a ar jistr, sivi Plougastell, ar c’houign-amann hag all d’hec’h ober ivez

Krampouezh = pizze ?

N’eo ket ken simpl an traoù e gwirionez ha pa seblant ur grampouezhenn « glok », ur skejenn kig morzhed-oc’h, ur vi hag ur vozad fourmaj rañvet enni tennañ ouzh un henvoaz, sko ouzh stultennoù « modern » a seurt gant krampouezh kig-ejen, pesked, ananaz, Reblochon pe ketchup enne ! Ha pa blijfe ar seurt meuzioù d’an neb a garo, ne denn ket an aezamant-se ouzh buhez ar bobl en amzerioù tremenet. En XVIIIvet kantved e oa ar c’hrampouezh koulz ha baraennoù hag a veze soubet en un evaj pe er yod : tamm amann ebet warne, na vi na kig-moc’h nebeutoc’h c’hoazh.

Ur stalig krampouezh-silzig, d’ar 4 a viz c’hwevrer 1962, pa voe degemeret skipailh mell-droad Reims gant hini Roazhon. Foto gant Charles Barnay. Mirdi Breizh : 2002.0047.287.E fin an XIXvet kantved e voe merzet gant an dastumer Paul Sébillot, un iskis a rekipe stambouc’hus e gwalarn departamant Il-ha-Gwilun : « bara Becherel » a veze graet eus ur grampouezhenn domm ruilhet en-dro d’ur vi. E 1923 e tegouezhas da danevellourien « Le guide des Merveilles culinaires et des bonnes auberges françaises » azezañ ouzh taol un ti-krampouezh e Kemper. Ne voe meneget gante meuz ebet all estroc’h evit krampouezh amannennet, ur banne laezh pe ur chopinad chistr. Evit ar skejennoù kig morzhed-oc’h avat e voe ret gortoz kalz pelloc’h, pa c’hellas tost an holl debriñ kig kazi bemdez, a-benn ma voe tapet ar pleg da  ledañ unan anezhe war ur grampouezhenn. Ar « grampouezhenn glok » eta, n’eo ket koshoc’h hec’h hengoun vit hec’h ijinadenn.

Predtier diouzh ur c’hiz nevez

An tier-krampouezh ivez, n’eus ket dioute abaoe keit-se, ha pa oa eus krampouezherezed a-vicher - merc’hed ar pep brasañ anezhe - abaoe deroù an XVIIIvet kantved. Bez e c’helle an nen prenañ e lod digante d’e gas gantañ da zebriñ er gêr pe en un davarn. E Roazhon, war a greder, an hini e vije bet krouet an ti-krampouezh kentañ, hañval awalc’h ouzh ar reoù a vez dioute bremañ. Berzh a rae ar stal, dalc’het gant un den anvet « Poganne » pa ginnige predoù marc’hadmat : «  ur grampouezhenn en ur gwenneg, ur vi en ur gwenneg all ha, bamusat tra, ur gwenneg a amannenn war ar marc’had. »

Kartenn bost. Mirdi Breizh : 989.0044.24.Daoust d’ar cheñchamantoù ha d’an nevezintioù e chom traoù zo ken gwir all etre dec’h hag arc’hoazh ; perzh bras an ed-du e Breizh paneveken rak dalc’het en deus ar plant-mañ e blas er vorserezh hag er mod-bevañ a-vremañ. Daoust hag-eñ ne dalvezfe ket ur pred-familh pe gant mignoned en un ti-krampouezh er XXI kantved koulz hag ur veilhadeg e-tal an tan en XIXvet kantved ?

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « An tier-krampouez : un hengoun ijinet ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-tier-krampouez-un-hengoun-ijinet

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité