Bretonezed er strolladoù kenlabourerien

Aozer : Fabien Lostec / Genver 2021

N’eo ket bet dister – war a ouzer – perzh ar merc’hed er strolladoù kolaborour staliet e Breizh, etre 600 hag un tamm ouzhpenn 800 ezel dezhe en holl. Mont a rae ar merc’hed d’ober un drederenn (40 diwar 200 a dud) eus an dud – izili, mignoned ha kerent - deuet da gendalc’h ar SBB /PNB e Kemper e miz kerzu 1941. Kemmoù bras a oa avat eus an eil departamant d’egile, koulz evit a sell ouzh o niver hag evit a sell ouzh ar strolladoù. Kement-mañ a weler splann er studiadenn diwar an hanter-kant bennak a golaborourezed bet barnet e departamant Aodoù-an-Hanternoz : 19 anezhe a oa izili an RNP-MSR, 15 anezhe a oa er strollad Collaboration ha 9 er PPF. Ne oa nemet ur vaouez da bep strollad all, ar strollad fransist hag ar PNB /SBB en o zouez. Ar propaganda a veze kaset stank-ha-stank gant an RNP ha gant ar strollad Collaboration zo penn-kaoz, a-dra-sur, d’an niver bras a vaouezed a oa e-touez o izili, dre ma ‘z embanne ar strolladoù-se e c’hellje ar merc’hed hastañ distro ur prizoniad-brezel oc’h emezelañ. Doareoù soudarded ar PPF hag ar strollad fransist, er c’hontrefed, ne oant ket-tre evit sachañ ar merc’hed. Ezhomm zo diwall memestra  ha chom hep meskañ an niver a emezeladennoù hag an niver – bihanoc’h ingal - a izili, rak emezelañ a rae merc’hed zo da veur a strollad war un dro, pe d’un eil war-lerc’h egile. Stank e c’hell bezañ an emezelañ da veur a strollad, evel el Liger-Atlantel e lec’h e kaver div golaborourez politikel emezelet da daou strollad war un dro, diwar dek bet barnet. Ne dalvez ket kement-mañ e oa techet ar merc’hed-se da valafenniñ eus an eil mennozh d’egile. Diskouez a ra kentoc’h pegen stegn e oa ar c’hevezerezh etre ar strolladoù kenlabourerien o klask sachañ mignoned ha mignonezed nevez, ar muiañ ma c’hallent, pep hini diouzh e du… ha pegen diefedus e oa o strivoù a-benn ar fin.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fabien Lostec, « Bretonezed er strolladoù kenlabourerien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/bretonezed-er-strolladou-kenlabourerien

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité