Mont da neizhiata

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2021

Gwechall gozh e veze bed ar bugaleaj war ar maez merket gant un niver a amprouioù a-hed ar bloavezhioù a gase Yann Grennard war pazennoù uhelañ  an oad gour. E-touesk ar re-se, neizhiata a veze unan deus ar muiañ pouezus. Araok degouezh ar goukoug, en em lakae ar gañfarded da furchal, e-barzh ar bodennoù hag ar strouezh, kentañ briñsoù plezhennet gant an evned evit gwareziñ o c’hlodad. Gouzout a ouient e gwirionez e veze krog o neizhioù gante e miz C’hwevrer : Da Ouel Mari ar Gouloù / a nem goubl al labousigoù.

Ne veze ket stoket ouzh neizhioù ar c’holvinier evel reoù al laouenanig hag ar voc’huzig.  Meur a wech o doa klevet e-kerzh beilhadegoù ar goañv penaos en doa an hini kentañ tennet ur pik eus kurunenn hon Salver war ar groaz ha penaos en devoa an eil torchet gant he bruched an dakadenn wad  devoa ruilhet war e dal. Se zo kaoz bremañ c’hoazh  en deus an hini kentañ ur beg e stumm ur spernenn hag ec’h eo ruz bruched an eil.

Er c’hontrol, ne veze ket espernet neizhiou ar piked gant an evnetaerien vihan, seul vui ma veze un taol kaer dineizhiañ anezhe, pezh a lake ar c’hraper, dav eo lâret, a-us d’ar re all.  Evit tizhout ar bazenn all goude e veze ret  klukañ diabarzh ur vi. Graet veze un toull bihan e penn  unan hag e veze sunet ar melen hag ar gwenn ha pluñv a-wechoù. An hini en doa kredet ober se en doa graet ur c’hammed ouzhpenn eterezek bed ar re vras.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « Mont da neizhiata », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/mont-da-neizhiata

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité