Janed Flandrez ( ?-tro 1374)

Aozer : Laurence Moal / Genver 2022

Jean le Bel ha Froissart o deus savet poltred un harozez diwar hini Janed Flandrez, p’he doa kemeret perzh eeun-hag-eeun e Brezel Hêrezh Breizh. Hervezo e vefe-hi bet o reiñ kuzulioù d’he gwaz, hag entizet anezhañ da varc’hata gant bourc’hizien an Naoned evit desachañ anezho diouzh e du. Met pa oa bet tapet Yann Moñforzh e oa-hi chomet e frankiz gant he mab yaouank. Galvet he doa neuze an holl a-du ganti. Hervez Froissart bepred e vefe bet e-doug seziz an Henbont e 1342 he defe dispaket he barregezhioù a vrezelourez. Pintet war varc’h, un arm etre he daouarn e reas tro ar gêr evit aspediñ an annezidi da brientiñ difennoù ar gêr. Hervez Jean le Bel he defe graet «bravañ taol bet kaset gant ur vaouez» : krapet he doa en tour-ged, hag o welet eo chomet goullo kamp hec’h enebourien e kasas marc’heien d’he heul da blantañ tan ennañ. En aner. Un nebeud devezhioù pelloc’h e oa lakaet seziz war ar gêr adarre. Lod eus an annezidi a felle dezho en em zaskoriñ ha kroget o doa da varc’hata gant ar C’hallaoued. Met Janed, o welet lienoù bigi ar Saozon o tegouezhout, a zeuas a-benn da sachañ anezho war he zu hag evel-se tapet an trec’h. Komz a rae Froissart eus ar gontez a Voñforzh, «kalon ur gwaz hag ur leon enni». Er Barzaz Breiz (1839), ez eo lesanvet Janedig Flamm.

N’ez eus prouenn ebet eus an taolioù-brezel splann-se, dreist-holl pa oa bet lakaet un termen d’hec’h oberoù buan a-walc’h, gant brezeliadennoù ar soudarded saoz ha divac'hidigezh he gwaz d’ar 1er a viz Gwengolo 1343, a-raok ma ‘z afe kuit da Vro-Saoz. Hervez Arthur de La Borderie, e vefe aet da fall he yec’hed buan a-walc’h abalamour d’ur c’hleñved neurologel. Un doare all zo d’an istor hervez an istorour John Bell Henneman : ne oa ket foll Janed Flandrez met prizoniadez Edouarzh III a felle dezañ lakaat da badout bezañs ar Saozon e Breizh kentoc’h eget kompezañ kudenn hêrezh Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Janed Flandrez ( ?-tro 1374) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/janed-flandrez-tro-1374

Bell Henneman John, Olivier de Clisson, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2011, p. 56.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité