An 310 parrez a zo en Eskopti Kemper ha Leon a zo 94 % anezo hag a zo parreziou diwar ar mêz, ma vez prezeget enno e brezoneg nemetken pe dreist-oll. 6 % a zo kêriou, hag e vez prezeget enno e galleg. Ma n’eus deuz ar re-mañ nemed eun ugent parrez bennag, ez eus 24 % euz poblañs an departamant o veva enno, diwar 772 000 a dud. Sed ez eus 76 % euz ar Finisterianed o veva en eur barrez ma klever sarmoniou brezoneg.
Is-prefed Brest, daoust da ze, ne glot ket re e dregantajou gand re an eskopti. Hervezañ, e kompren galleg kaji an oll e Brest. E 69 parrez, e-touez an dud deuet, ez eus nebeutoh evid 50 % o kompren galleg, pa zav an dregantad da 50 % pe vuioh e 12 parrez all. Evid 55 euz ar parreziou-ze, e tispleg en eun doare all “e kompren an dud deuet eun tamm galleg hag eo kalz gwelloh dezo ober gand ar brezoneg.”