« A Comedy of Onions »

(Pezh-c'hoari farsus an ognon)
Aozerez : Léa Leboissetier / Eost 2024

Ne oa ket ar Vreizhveuriz diseblant ouzh doareoù gwerzhañ ar Joniged. Disfiz a veze lennet e kazetennoù 'zo er bloavezhioù 1870 : pouezañ a rafent evit gwerzhañ o froduioù, hag en em laerezh e-barzh an tiez breizhveuriat p' eo bet laosket ar maouezed o-unan. En 20vet kantved, avat, e teuas ur sell all war an emgavioù etre marc'hadourien-red ha maouezed. Dont a rejont da vezañ arouezioù kenwerzh gwechall, pa veze graet gant embregerezhioù bihan ha diazezet war darempredoù etre an hiniennoù, ha n'eo ket stalioù bras dizanv. Dudius ha kaer e oant deuet da vezañ e sell ar gazetennerien. E meur a bennad eus ar bloavezhioù 1930 e teskrivent ar marc'hata etre gwerzherien ognon vreizhat ha maouezed breizhveuriat, dindan stumm pezhioù-c'hoari berr, evel e The Evening News e 1904. En e levr Civilisation matérielle, économie et capitalisme e teskriv an istorour Fernand Braudel marc'hadourien-red ar mare-hont evel bardelloù « mibin, farsus, lemm o spered », a zeue a-benn da gaout o c'hoant atav. Setu skeudenn ar Joniged a zo chomet en 20vet kantved. Ar memes sell eo a veze taolet outo er c'hazetennoù, pa veze meneget o farsadennoù, o saozneg gregachet, hag o feson gaer-kurius.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Léa Leboissetier, « « A Comedy of Onions » », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/08/2024.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/a-comedy-of-onions

LEVRLENNADUR

BRAUDEL Fernand, Civilisation matérielle, économie et capitalisme, XVe- XVIIIe siècle. Vol. 2. (Paris, A. Colin), 1979.

LEBOISSETIER Léa, « “Johnny Onions!” : Seasonal Pedlars from Brittany and Their Good Reputation in Great Britain (1870s-1970s). » Journal of Migration History 7, no. 2 (August 23, 2021) : 85–110.

MACDOUGALL Ian, Onion Johnnies : Personal Recollections by Nine French Onion Johnnies of Their Working Lives in Scotland. East Linton : Tuckwell Press, 2002.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù