Gant ur spesad reuniged all e vez darempredet aodoù Breizh : ar reuniged morleue (Phoca vitulina). Divfronell e stumm ur V o deus, war beg ur vojell verr gleuziek (ar reuniged gris, eus o zu, o deus divfronell a-blom pell an eil ouzh eben, e penn ur vojell hir ha keinek, kentoc'h). Etre 200 ha 500 lur emañ o fouez, hag o ment a c'hell mont betek 2 vetrad. Emañ an daou spesad e penn pellañ o zachenn er Su. 1 300 hinienn a gonter e Frañs hiziv.
En 19vet kantved ne veze anavezet nemet un tropad e Frañs : hini bae ar Somm, met aet e oa da get da vat war-dro 1960. Un ugent bloavezh bennak war-lerc'h e voe adsavet ur strollad gouennañ gant hiniennoù o tont eus tropadoù hanternoz Europa. Aet e oa lod anezho d'ober annez e bae Menez-Mikael, lec'h ma oa bet ganet ur c'holen ken abred ha 1976. Bremañ eo deuet da vezañ an trede lec'h ma vez ganet ar muiañ a reuniged morleue e Frañs. E 2022 e veze kontet 120 hinienn ha 37 ganedigezh. Kenderc'hel a ra ar spesad da vont war-zu ar c'hornôg. Graet o deus annez en aber ar Renk hag e bae an Argenon, lec'h ma vez arsellet ganedigezhioù abaoe 2019. Ha meur a rummad zoken : anavezet ez eus bet ur barez, asambles gant ur c'holen, a oa bet arsellet e 2019 hag e 2022. Kavet e oa bet d'ar 26 a viz Gouere 2019, nebeut goude he ganedigezh, war ar sec'h e Sant-Kast-ar-Gwildoù. E kreizenn saveteiñ ar gevredigezh CHENE e oa bet graet war he zro, ha laosket e oa bet da vont ken abred ha miz Here.
Aliesoc'h-aliesañ e vez arsellet reuniged morleue pelloc'h er c'hornôg, hag e Park natur mor an Hirwazh ez eus bet gwelet betek c'hwec'h memes koulz e 2023.