Niverusoc'h-niverusañ e teue da vezañ ar c'hevredigezhioù o fal difenn an natur hag an endro e Breizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. D'an 9 a viz Mezheven 1972 en em gavas 51 aozadur a seurt-se e Pondi. Divizout a rejont en em vodañ evit bezañ efedusoc'h asambles. Emvod-meur diazezañ Unvaniezh rannvroel Breizh an endro (URBE) a voe dalc'het e Roazhon d'ar 25 a viz Du 1972. Enni e kaved an SEPNB (Kevredad evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh, a zeuas da vezañ Breizh vev diwezhatoc'h), Terroir Breton, an APPSB (Association pour la protection et la production du saumon en Bretagne, a zeuas da vezañ Dour ha stêrioù Breizh goude). Met al lodenn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a oa reoù lec'hel eus Breizh a-bezh, evel Komite difenn lec'hiennoù hag endro ledenez Kraozon, pe Komite difenn lec'hiennoù ar Forest-Fouenant. Ouzhpenn da 30 000 ezel he doa an URBE pa voe krouet, emezi.
Ne laboure nemet e tachenn Breizh velestradurel he fevar departamant da gentañ. Met adalek 1974 ez eas ar gevredigezh da ledanaat da Liger-Atlantel, betek ma voe lakaet ofisiel edo he zachenn hini Breizh he femp departamant adalek 1978. E-touez prezidanted an URBE, menegomp Pierre Laurent, Michel Danais, Yves Rouger, Pierre Jarno ha Geneviève Prigent. Difenn interestoù hec'h izili a oa pal ar gevredigezh, met hep ober an traoù en o lerc'h. Prederiet e oa izili ar gevredigezh gant difenn an endro bevañ hag an adlodennañ, gant ar saotrañ ha gwareziñ an aodoù. E 1978 e resisaas Pierre Laurent, prezidant an URBE, « n'eo ket roll an URBE kas oberoù da benn. Kenurzhiañ ha harpañ ar c'hevredigezhioù en o oberoù ne lavaran ket ». Bezañ kannad hec'h izili a oa unan eus kargoù an URBE, e Kuzul ekonomikel ha sokial Breizh, da skouer, lec'h ma oa bet roet ur sez dezhi ken abred ha 1973.
Ne laboure nemet e tachenn Breizh velestradurel he fevar departamant da gentañ. Met adalek 1974 ez eas ar gevredigezh da ledanaat da Liger-Atlantel, betek ma voe lakaet ofisiel edo he zachenn hini Breizh he femp departamant adalek 1978. E-touez prezidanted an URBE, menegomp Pierre Laurent, Michel Danais, Yves Rouger, Pierre Jarno ha Geneviève Prigent. Difenn interestoù hec'h izili a oa pal ar gevredigezh, met hep ober an traoù en o lerc'h. Prederiet e oa izili ar gevredigezh gant difenn an endro bevañ ha gant an adlodennañ, gant ar saotrañ ha gwareziñ an aodoù. E 1978 e resisaas Pierre Laurent, prezidant an URBE, « n'eo ket roll an URBE kas oberoù da benn. Kenurzhiañ ha harpañ ar c'hevredigezhioù en o oberoù ne lavaran ket ». Bezañ kannad hec'h izili a oa unan eus kargoù an URBE, e Kuzul ekonomikel ha sokial Breizh, da skouer, lec'h ma oa bet roet ur sez dezhi ken abred ha 1973.
Aesaat an emgavioù etre kevredigezhioù a gase stourmoù heñvel e meur a lec'h e Breizh a oa roll an URBE ivez. Gant se e veze skoulmet ereoù etrezo. Daoust da se e oa diaes d'an URBE kavout he framm dezhi ha da gemer he c'hreñv war ar c'hevredigezhioù. Gwall vruzhunet e oa an emsav evit an endro e Breizh ha ne zeuas ket a-benn d'e unvaniñ. Ouzhpenn da se e savas dizemglevioù e-barzh an URBE adalek 1975, diwar-benn goulenn ar c'hreizennoù nukleel a oa da vezañ savet e Breizh. Ne zeuas ket da vezañ ur c'hevread breizhat evit an endro, evel ma felle da lod eus hec'h izili. Ul lec'h eskemmoù ha kenlabour a oa anezhi betek ar bloavezhioù 1980 memes tra. A-drugarez dezhi e voe unvanet stourmoù boutin, ha frammet emsav breizhat an endro a greske a-stlabez.