An disparti etre an Ilizoù hag ar Stad, gwelet eus Breizh

Aozer : Yvon Tranvouez / Genver 2017
Ar bec’h savet etre an Iliz katolik hag ar Republik laik, e deroù an XXvet kantved, a voe en e uhelañ da geñver lezenn an disparti etre an Ilizoù hag ar Stad e 1905. Estreget al lezenn a oa e kaoz avat, hag e Breizh muioc’h eget e lec’h all e voe bras ar bec’h hag e troas en ur mod dibar.

Manifestategoù an iñvantorioù  - BCD

Dindan ar ger Disparti, ennañ ur mell meskailhez eñvorioù e Breizh, ez eus meur a dra hag a ranker digemmañ a-benn kompren penaos e oant en em gavet bern-ouzh-bern betek dont da vezañ ur sistem. Diouzh an termen-se en e strishañ ster ez eus anv eus lezenn an Disparti etre an Ilizoù hag ar Stad. D’an 9 a viz Kerzu 1905, gant ar ministr Rouvier, e voe torret ar c’honkordad a rene abaoe 1801, hag a lakae ar relijionoù anavezet gant ar Stad da vezañ arc’hantaouet ha reoliet ganti war un dro. Kadarniñ a rae al lezenn nevez frankiz an holl war o c’houstiañs. Gwenneg ebet ken evit ar c’hult avat, ar pezh a c’helle bezañ gwelet gant ar gatoliked evel ur preizhadur ouzhpenn, da c’houde an hini bet gouzañvet e 1789 pa oa bet broadelet madoù ar veleien. Iñvantorioù madoù an Iliz, a oa ret ober a-raok ma vije deroet ar re-se d’ar c’hevredigezhioù relijiel rakwelet gant al lezenn, a sankas donoc’h c’hoazh e kalon ar Vretoned ar santimant da vezañ preizhet. Diwar ar mod ma voent kaset da benn e savas seul vuioc’h a drubuilh ma oa bet broudet tud ar velestradurezh, dre berzh ur c’helc’hlizher deuet fall, da zigeriñ betek an tabernakloù, ar pezh a oa tonket da vezañ gwelet evel disakriñ. War ar gartenn treset gant Jean-Marie Mayeur e weler splann pegen niverus e oa bet ar c’hrogadoù da heul an iñvantorioù e Breizh.

Meur a du d’ar bec’h

Dibar hor bro en dalc’h-se eta. N’eo ket hepken abalamour d’ar c’hrog a oa gant ar relijion gatolik war ar gevredigezh, en ur vro - war ar maez da vihanañ - ma ne veze morse nebeutoc’h eget 60% eus ar boblañs en oferenn-sul d’ar c’houlz-se, kentoc’h alies en tu-hont da 90 %. Un abeg all a oa c’hoazh : div afer hag a chome war-lerc’h ar politikerezh kaset nepell a-raok gant ar ministr Combes. Hennezh, prezidant ar C’huzul, dibleg e spered laik, en doa divizet da gentañ e 1902 lakaat da dalvezout en ur mod serr ha strizh ur mellad eus lezenn 1901 war ar c’hevredigezhioù. Diforc’het gantañ ar c’henvreuriezhoù diouzh ar gwir boutin peogwir e rankent goulenn un aotre ispisial,

E-maez lezenn e-giz ma oant, toleret abaoe pell avat, kalz leanezed o talc’hen tiez-skol pe louzaouiñ a oa bet argaset e-kerzh an hañv. Klask harzañ ouzh kement-mañ a oa bet graet koulskoude, ken e oa bet ranket kas paotred an urzh a-enep an dud a nac’he laosker ar seurezed da vont, e Sant-Neven pe e Plouzeniel e Bro-Leon da skouer. Ne oa ket aet an traoù war wellaat un nebeud sizhunioù goude, pa oa bet kaset ur c’helc’hlizher gant ar ministr o klask abeg er veleien a rae o frezeg pe ar c’hatekiz e brezhoneg, war zigarez ne oa da baeañ diwar ar budjed nemet « servijoù graet en hor yezh  vroadel ». En eskopti Kemper, etre 1902 ha 1904, e oa 110 a veleien a oa en em gavet dic’hopr e-giz-se.

« Hor skolioù, hor seurezed, hor yezh, ha bremañ hon ilizoù… »

Iñvantor e Gourin e miz Meurzh 1906 - www.cartolis.org

Aes eo intent penaos e oa bet gwelet an Disparti gant katoliked ar vro, n’eo ket evel ar pezh a oa ent-strizh, kentoc’h evel ur gammed ouzhpenn, ur gammed a re, etrezek ur politikerezh enep-kloer n’hallent ket mui padout outañ. Dezho e oa lezenn 1905 ur skrid jakobin a wallziforc’h, padal e oa ul lezenn republikan ha frankizour evit ar re o doa lusket anezhi. Kemm etre div gostezenn eta, arabat mont re bell ganti koulskoude. Politikerezh ar gouarnamant a veze skoazellet ha harpet gant lod e Breizh, er c’hêrioù, ha betek war ar maez e kornioù zo, krog endeo da zistagañ diouzh ar relijion, ma teue war wel ur feiz katolik « glas » gant tud feal d’an oferenn ha d’ar sakramantoù, republikaned avat, ribours ouzh emell ar veleien e-mesk ar politikerezh. Disrann a oa ivez e-touez ar gloerelourien, ar « Re Wenn  », evit fed ar strategiezh da gas : lod, o hiraezhiñ d’ar Roue alies, a oa douget da enebiñ ouzh ar Republik tal-ouzh-tal ; lod all a oa ali da vont e-barzh jeu an ensavadurioù republikan evit klask seveniñ un demokratelezh kristen dre ar votadegoù.

Bezet a vezo, istor an Disparti, gant ar ster ledan a zo bet displeget amañ, en deus maget memor hir katoliked ar vro, en ur demzañ c’hwervoni ha droukrañs tud Breizh-Izel gant ul lodig a relijion. Kement ha kennerzhiñ ar re a save enep an iñvantorioù an hini e voe savet gant an abad Louis Abjean, e 1906, ar c’hantik holl vrudet  Da feiz hon tadou koz, a reas berzh evel a ouzer.

Skarzhadeg seurezed kongregadur Sent kalonioù Jezuz ha Mari : dilec’h ar seurezed en harlu (44Fi26 ; Saint-Quay-Portrieux ; 1908) - AD22

Skarzhadeg seurezed kongregadur Sent kalonioù Jezuz ha Mari : manifestadeg (44Fi27 ; Saint-Quay-Portrieux ; 1908) - AD22

 

 

Troet gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yvon Tranvouez, « An disparti etre an Ilizoù hag ar Stad, gwelet eus Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-disparti-etre-an-ilizou-hag-ar-stad-gwelet-eus-breizh

Levrlennadur

  • Balcou Jean, Provost Georges et Tranvouez Yvon, (dir.), Les Bretons et la Séparation, 1795-2005, Rennes, PUR, 2006.
  • Ford Caroline, Creating the Nation in Provincial France: Religion and Political Identity in Brittany, Princeton, Princeton University Press, 1993.
  • Poulat Émile, (dir.), La Séparation et les Églises de l’Ouest, Paris, L’Harmattan, 2006.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù