Drouized an Henamzer

Aozer : Philippe Lanoë / Genver 2017
Ne anavezomp drouized an henamzer nemet dre destennoù skrivet gant oberourien latin hag a oa enep dezho, dre skridoù iwerzhonek eus ar Grenn-Amzer, gwall ziwezhat eta, ha dre un toullad furchadegoù graet gant arkeologourien nevez zo. Kalz goulennoù a sav c’hoazh, ha kemend-all a wall zisplegadennoù o tispakañ da heul.

Etimologiezh

En amziviz emeur c’hoazh e-keñver ar ger « drouiz ». En e stumm latin druidae (Cicero) ez eo deuet betek ennomp, en e stummoù kembraek derwydd hag iwerzhoneg druid ivez.

Savet eo an arbennigourien a-du evit a sell en eil termen, pa welont ennañ ar gerdarzh *wid, « gouzout, gwelet » a dalv kement ha « koad » ivez, padal n’emaint ket holl a-unan diwar-benn an termen kentañ : rakger kreñvaat indo-europeanek *dru, « kalet, kreñv », alese ar ster anavezetañ « gouiziek bras », pe kentoc’h *der-w/dr-ew, « start, solut ».

Orin

Divikiakos, an drouiz nemetañ a anavezomp e anv, gras da Julius Kaezar, dirak ar senad roman. Dre an armoù a zo gantañ e weler e oa ur penn bras koulz war tachenn ar politikerezh ha war hini ar relijion.

Hervez lod, diwar skridoù Julius Caesar : « da grediñ zo e oa bet ganet o c’helennadurezh e Breizh [-Veur], ha degaset eus an enez-se betek Galia… », e vefe an drouizelezh rak-keltiek a orin, endra ma n’eus bet a desteni eus drouized nemet e Galia, hervez lod all (Jean-Louis Brunaux). Tostaat a c’heller drouizelezh ha bramanouriezh avat (gwelet ivez ar flamines e Roma). A orin indo-europat e vefe an drouizelezh eta, ar pezh ne vir ket o dije gallet an drouized amprestiñ amañ ’giz-mañ, kenkoulz all, tra pe dra eus sevenadur ar mor Atlantel.

Statud

Stag e oa kefridi an drouized ouzh souvereniezh an hud hag ar gwir, an hini pennañ eus an teir c’hefridi a oa er gevredigezh indo-europat (an div all o vezañ kefridi ar brezel hag hini ar produiñ).

Ur gwir renkad a vicher a oa anezho, diskarget ma oant diouzh redi an amzer soudard ha diouzh kement karg all.

En em vodañ a rae an drouized ur wezh bep bloaz e koad ar Garnuted, dilennet ganto an hini a oa da vezañ en o fenn, ha dindan aotrouniezh hennezh e raent war-dro an dalc’hoù a-bouez ha plaenaat kement rendael a vije save etre o fobloù.

Merc’hed ivez a c’helle dont da vezañ drouizezed, evel ar Gallisenae en Enez-Sun.

Kefridioù

Ouzhpenn evit beleien e oa an drouized, meur ha meur a gefridi a oa dezho :

Pennoù bras ar politikerezh : drouized ha pennoù politikerezh war un dro a oa eus lod anezho.

Beleien : dezho e oa da gas al liderezh en-dro (divinout ha diouganañ a veze graet ganto, aberzhiñ ivez, marteze aberzhiñ tud zoken).

Barnerien : hanterourien etre an dud e oant ivez, evel gwir barnerien.

Kelennerien : ugent vloaz pad e veze an danvez-drouized o teskiñ, dre gomz nemetken, rak difennet e oa gant o relijion fiziañ o c’hentelioù er skrid. Un deskadurezh diazez a veze roet gant an drouized da vugale ar vrientinien.

Gouizieien : lakaat a raent ar brasañ pouez war studi ar steredoniezh, n’halled ket dispartiañ diouzh ar relijion, ar matematikoù hag al louzawouriezh.

Prederourien : krediñ a raent n’eo ket mervel da vat a rae an eneoù, met tremen eus ur c’horf d’unan all goude o marv.

Mezeien-pareourien : d’ar mare-se e oa ar medisinerezh ur meskaj a ouiziegezh diwar-benn ar plant, al louzeier, hag a lidoù hud. Kutuilhañ an uhelvarr e oa an hini brudetañ eus ar re-se.

Daou zrouiz war izelvos Autun - Wikimedia

Emdroet hag aet da get

Heskinet e oa bet drouized Galia, ha neuze re Breizh[-Veur], gant ar galloud roman, n’eo ket abalamour dezho da vezañ pennoù a relijion, kentoc’h pennoù a bolitikerezh avat, daoust ma oa bet kollet ganto endeo darn eus o levezon war o c’hevredigezh d’ar mare ma teuas ar Romaned da aloubiñ o bro.

Bev eo chomet an drouizelezh en Iwerzhon peogwir e oa manet ar vro-se er-maez eus an Impalaerezh roman betek ma voe peurgristenaet e deroù ar Grennamzer.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Drouized an Henamzer », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/drouized-an-henamzer

Levrlennadur

  • BRUNAUX Jean-Louis, Les druides, des philosophes chez les barbares, Paris, Seuil, 2006
  • GREEN Miranda, Les Druides, Paris, Éditions Errance, traduction Claire Sorel, 2000
  • LEROUX Françoise et GUYONVARC’H Christian-J., Les druides, Rennes, Éditions Ouest-France, Coll. « De mémoire d’homme : l’histoire », 1986

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù