E departamant ar Mor-Bihan, betek an harzoù gant hini Aodoù-an-Arvor, ez eus bet kalz a gaoz eus ur c’hiz gwall iskis : ar mell benniget. Diouzh an testoù bet klevet, pa veze re hirvarv an hini a oa oc’h ober e dalaroù, e veze lakaet un termen da gement-mañ dre bozañ war e dal ur maen e stumm ur vi hag a veze bet diwallet en ul lec’h santel. Lod a gav dezho e van aze eñvor ur meni eutanazi eus an amzer wezhall. Hep mont ken pell all ganti, marteze e oa ur c’hiz evit aesaat an tremen, disparti an ene, kentoc’h eget sikour ar c’horf da vervel. Kas gouzout a c’heller ivez hag-eñ ne oa ket kreñv a-walc’h galloud ar gredenn e-mesk ar bobl, war un dro gant ar jestr-se, evit kaout an efed c’hoantaet, da lavaret eo ur marv mat, damheñvel ouzh nouenn an Iliz diwezhatoc’h ?
Roudoù eus ar mell benniget, diwar eñvor ar re gozh, zo bet klevet c’hoazh koulz e Bro-Dreger hag e Bro-Oueloù, chomet ma ’z int eno e stumm ar fent. Kement-mañ a vez lavaret da unan kozh-Noe, diwar farsal : « O, te zo bev atav, te vo ret lazhañ ac’hanout gant an horzh venniget ». Gwelet a reer ez eus bet lakaet en droienn-mañ, e-lec’h ar maen, ur mell koad hag a servije da sankañ peulioù ar c’hlouedoù er parkeier gwezhall.
E Bro-C’hall ivez e klever kaoz eus seurt gizioù kozh, da skwer er Périgord hag er Berry, ma ne veze ket anv eus ur maen met eus ur vazh-yev evit an ejened, hag ivez e Bro-Saoz gant an holy mawle (ar mell benniget) ha c’hoazh e Bro-Skos, nemet ahont ez eo ur gegel a veze implijet.