En Europa a-bezh e oa trederenn kentañ an ugentvet kantved mare an nevesaat : Art-Déco e Frañs, Banhaus en Alamagn, hag all. E Breizh e voe krouet emsav ar Seiz Breur e 1923 gant Jeanne Malivel, Georges Robin ha René-Yves Creston. Bodet e voe ennañ artizaned arz hag arzourien a bep seurt, c'hoant ganto labourat asambles evit lakaat o c'hrouidigezhioù war-wel peurgetket. Fell a rae dezho diskouez e c'helle arzoù Breizh bezañ modern, troet war-zu an dazont zoken, hag awenet gant an hengoun memes amzer. Kalz o doa labouret izili ar strollad, war-dro tri-ugent anezho, e tachad an arzoù-kinklañ, ha setu e oant deuet da vezañ anavezet goude diskouezadegoù an tachad-mañ (1938). Aet e oa an emsav da get e 1947 met kalz e levezonas an arkitektiezh nevez-vreton a oa diouzh ar c'hiz goude ar Vrezel. Ha santet e vez c'hoazh, en deiz a-hiziv, e vez levezonet ar sevenadur hag ar c'hrouiñ e Breizh gant ar Seiz Breur.
Ar Seizh Breur : un emsav modernaat en arzoù 1923-1947
Genver 2017
MENEGIÑ AR PENNAD
, « Ar Seizh Breur : un emsav modernaat en arzoù 1923-1947 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.
Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-seizh-breur-un-emsav-modernaat-en-arzou-1923-1947
- Pour en savoir plus : L’épopée des Seiz Breur, mythe et réalité