Al lienoù bretagnes : ur varc’hadourezh evit an ezporzhañ

Aozer : Yann Lagadec / C’hwevrer 2017
Adalek ar XVvet kantved moarvat e krogas al lienoù fin bretagnes, gwiadet e-tro Kintin d’ober berzh evit ar wech kentañ. N’eo nemet en XVIIIvet kantved avat e tapas ar re-se mont war renk kentañ al lienoù a veze produet e Breizh. Koazhañ a reas ar produadur-se adalek hanterenn gentañ an XIXvet kantved, betek mont da get diwar-bouez kevezerezh ar broioù estren koulz hag abalamour d’ar reuz politikel diabarzh.

Al lienoù bretagnes, danvez eus an dibab

E 1686, en un danevell vrudet bet savet evit Seignelay, sekretour Stad ar verdeadurezh e lakas war-wel Patoulet, pennkomiser bet kaset eus Sant-Malo da Gadiz, e oa « priziet al lienoù-se (bretagnes) gant ar Spagnoliz » a rae « un implij bras dioute ». Degas a raent, emezañ, ur 4,75 million a lurioù arc’hant, da lâret eo un hanter muioc’h evit al lienoù crées, gwiadet e Bro-Leon ha dek gwech muioc’h evit re Felger. Er rouantelezh dre holl, ne oa nemet lienoù Rouen a oa par d’ar re a rae Patoulet « lienoù Kintin ha Pontivis » anezhe.

Marc’had Bro-Spagn ne oa anezhañ nemet unan eus ar re a veze kaset produennoù Breizh betek enno : Breizh-Veur hag Iwerzhon – nebeutoc’h-nebeutañ avat – an Izelvroioù, spagnolat pe dizalc’h, an Inizi Antilhez ha trevadennoù gall Amerika paneveken. Evit afer-se e tiskouez danevell ar pennkomiser pehini oa renkadur nevez al lienoù produet e Breizh : pa oa al lienoù crées e-kreiz o brud er XVIvet hag er XVIIvet kantved, ma voe savet klozioù-parrez meurdezus Bro-Leon diwar o frouezh, ne oa ket ar re-se evit ar re bretagnes en XVIIIvet kantved ken, adal ma oa bet serret dorojoù marc’had Breizh-Veur oute er bloavezhioù 1670.

Les toiles de Bretagne XVIe - XVIIIe - Lin et chanvre en Bretagne

Pevar marc’hallac’h meur

Frammet e oa ar produiñ diwar ur rouedad peder c’hêr, marc’hallac’hioù meur anezhe, a veze eskemmet neud ha lien enno gant ar wiaderien hag ar varc’hadourien ; Eno e veze amprouet ha merket al lienoù ivez adalek an XVIIIvet kantved. Kintin an hini oa ar marc’hallac’h pennañ pa oa an hini koshañ ivez : 83 marc’hadour a oa staliet e kêr er bloavezhioù 1780 ha 25 all a gustume dont eno ingal. Tamm-ha-tamm ez eas marc’hadoù Uzel ha Moncontour war gresk ivez ; ha hini Loudieg muioc’h c’hoazh pa oa 40 marc’hadour staliet er gêr vihan-se, diwar ar 194 anezhe a zo bet renablet d’ar memes koulz. Marc’hadourien Kintin avat a chome ar re bouezusañ.

Tapout a reas marc’hadourien Gwened hag an Oriant bezañ aotreet da ezporzhañ al lienoù-se e 1740 hag e 1745. Dister e chomas ar chal dre ar porzhioù-se avat. Gallica

Perzh forc’hellek ar Stad e aozadur ar produiñ

Abalamour ma felle d’ar Stad reolennet gant Colbert teurel un evezh spis ouzh talvoudegezh ar produennoù e oa strollet kenwerzh al lienoù bretagnes e pevar marc’hallac’h nemetken. Dre embann meur a reolenn an eil war-lerc’h eben, reoù 1676 ha 1736  dreist-holl, e teuas tolead produiñ al lienoù bretagnes da vezañ ul « labouradeg » : o rediañ  ar broduerien da zoujañ ouzh reolennoù strizh-tre war ledander al lienoù, war an niver a neudennoù ret da bep anneuenn ha da bep steuñvenn, hag all… e c’helle ar Stad hag hec’h ensellourien kretaat produennoù eus ar vegenn  d’o fratikoù a estrenvro. Gras d’ar gwarant-se ivez an hini e reas al lienoù bretagnes berzh war ar marc’hadoù diavaez, ken brav ken e voe desachet un tamm pinvidigezh gante en tolead ma vezent produet. Klemmoù a veze ingal hed-a-hed an XVIIIvet kantved ouzh an enselladennoù re niverus hag ouzh ensellourien zo, re strizh anezhe. Ha pa oant bet o klemm ouzh ar reolennadur-se avat, e klemmas lod eus ar varc’hadourien ivez ouzh an direolenniñ pa voe digoret-frank ar marc’had goude 1790-1791. Rak gwashaet e voe c’hoazh diskar al labouradeg gant an direolenniñ : kuit a warant ebet war o c’halite ne oa ket lienoù Breizh evit talañ ouzh kevezerezh ar re a zeue eus lec’h all, eus Silezia (Prus) paneveken, hag int marc’hadmatoc’h ouzhpenn-se.

A-bouez-bras e oa stourm ouzh an dambresiñ. Tud Laval, da skouer, a voe taolet an tamall warne gant ar C’huzul-Stad e 1719 hag e 1732. Gallica

 

Ur blegenn cheñch-dicheñch

Daou zalc’h a oa da broduadur al lienoù bretagnes abalamour ma oa stag, evit ul lodenn vat anezhañ, ouzh marc’had Bro-Spagn. Dalc’het e oa, diouzh un tu, gant ar mod ma troe an darempredoù gant Bro Spagn hag alese, diouzh ma c’helle, well-wazh, ober kenwerzh gant Kadiz. Seul wech ma save reuz gant rouaned Spagn, koulz ha gant reoù Breizh-Veur, e veze stanket an ezporzhañ adalek Sant-Maloù pe Naoned dre ma oa an navy mestr pe dost war ar mor. Ouzhpenn an dalc’hoù diplomatek-se e oa dalc’het gant troioù kamm-digamm ar marc’had e-unan : kevezerezh lienoù Silezia e fin an XVIIIvet kantved hag enkadennoù poblañs hag armerzh e-leizh er bloavezhioù 1740, kement ha ken bras ken e voe lakaet ar produiñ lienoù en arvar da vat.

Gant an dour ez eas ar spi adsevel an traoù a-live gant ar stad a oa o hini a-raok 1789 pa voe serret marc’hadoù an estrenvro da vare an Dispac’h, dres pa veze distabilet ar produiñ gant ar reuz diabarzh en-dro d’ar chouantelezh. Ne dapas nag ar strivoù war-zu marc’had Bro-C’hall, nag an araokadennoù teknik a seurt gant implij ar bulzunoù mont-dont adalek 1806, pe ar sternioù Jacquard er bloavezhioù 1840 e Kintin, cheñch penn d’ar vazh ha mirout ouzh diskar tolead produiñ al lienoù bretagnes e hanterenn gentañ an XIXvet kantved.

Hôtel de Clervy, XVIIIe siècle. Quintin. La porte est surmontée d'une fenêtre, sous un fronton triangulaire daté de 1759 - Photo Emmanuel Guillaume. OT Quintin


Un nebeud gwiaderien a oa c’hoazh etre Kintin ha Loudieg er bloavezhioù 1850-1870. Ne oa diouzh o obererezh nemet un tasmant eus ar pezh e oa bet avat. Trawalc’h eo sellout ouzh ar bras ma oa bet an divroañ eus an tolead-se adalek ar bloavezhioù 1830 evit kompren e oa aet ur bed da get. Ne c’hellas na taolioù arnod Joseph Léauté e Uzel adalek ar bloavezhioù 1870, na reoù M. Planeix war e lerc’h er bloavezhioù 1930 koachañ ar vizer a oa en em ledet war labouradeg-bet al lienoù bretagnes, ken pinvidik anezhi gwechall.

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yann Lagadec, « Al lienoù bretagnes : ur varc’hadourezh evit an ezporzhañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/al-lienou-bretagnes-ur-varc-hadourezh-evit-an-ezporzhan

levrlennadur

  • Martin Jean, « Les toiles bretagnes dans le commerce franco-espagnol de 1550 à 1830 », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 2012-1, p. 31-60 [http://abpo.revues.org/2322].
  • Martin Jean et Pellerin Yvon (dir.), Du lin à la toile. La proto-industrie textile en Bretagne, Rennes, PUR, 2008.
  • Martin Jean, Toiles de Bretagne. La manufacture de Quintin, Uzel et Loudéac (1670-1830), Rennes, PUR, 1998.
  • Minard Philippe, « Normes et certifications des qualités : les règles du jeu manufacturier au xviiie siècle », in Bretagnes. Art, négoce et société de l’Antiquité à nos jours. Mélanges offerts au professeur Jean Tanguy, Brest, Association des amis de J. Tanguy, 1996, p. 173-190.

Liammoù

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù