Francis Favereau - Gwengamp / Guingamp

Francis Favereau - Gwengamp / Guingamp

Francis Favereau donne ici quelques pistes de réflexion à toutes celles et tous ceux qui sont amener à enseigner en Breton. Qu'ils soient déjà en poste ou qu'ils sortent récemment de formation accélérée. Il raconte aussi comment il en est venu à rédiger ses différents dictionnaires et nous explique que celui qui est en ligne (Geriadur Bras) reçoit régulièrement des ajouts de sa part au gré de ses découvertes de nouveaux mots en Breton.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Peseurt mod 'soñj doc'h 'vefe moaien da... digas mioc'h tud da ziski' brezhoneg ha surtout « euh » adlak't muioc'h brezhoneg 'ba 'r...'ba 'r vuhé brema'

Francis : Ya da ma joñj zo daou dra 'vid… ar re zo e penn mar kerez... 'vid ar galloud 'vel 'vez laret... ar gouarnamant ha pa laran ar gouarnamant eo kentoc'h ar Stad mar kerez

Lors : Ya ya

Francis : Hag ar rejion a zo ...zo 'bar' ze ié ha traoù all... red eo d'am joñj pourchas … pourchas ...tud da...da...da gelenn ha da zelc'hen ar brezhoneg bew an dra-he é an dra gentañ da lared é kaout... stummañ kelennerien skolaerien anfiñ pezh 'vé' graet med matrese ober muioc'h ober gwelloc'h

Lors : Humm

Francis : Med deuc'h an tu all ié ...hhmm...war...war ...d'am meno ...ur vad e ve choñjal da bep hein... ar re zo 'barzh ar jeu hag ar re... e plij dê an traoù-se

Lors : Hhmm

Francis : Mont war-raok pas choñjal... setu graet 'm eus ur staj c'hwec'h miz... bet on er skol- veur... setu echu bremañ ganin deskiñ... nann red é' derc'hen 'pad ar vuhe kar an dra-he zo 'vel 'ban arzoù ...te 'zo kaner ... pa ver kaner... pa ver skrivagner ... red é mont war-raok red é choñjal gwellaat ...gwellaat pe ...anfin …

Lors : Yeo

Francis : Ya ...neve'aat anfin a bep seurt hag an dra-he da ma joñj 'vé ket laret trawac'h marteze setu pas choñjal e peus un « diplôme « … e peus ….

Lors : Neun é echu neun é

Francis : Ya ha gant-se... ar brezhoneg 'vel just … an dra-he zo gwir 'vid toud an traoù

Lors : Ya

Francis : Ha 'vid ...'vid ar yezhoù all ié… 'vid ar re zo 'kelenn yezhoù...yezhoù broioù all

Lors : Ya ya

Francis : Hag... ya choñjal mont pelloc'h ha pa vé' gallet krouiñ hag ober traoù 'sambles a' mod-se 'velan an traoù ... bon 'vel just lod a ra heñ darn deus an dud ...a glevan-me tud a... pugur aes é ma 'peus c'hoant ... aes é klask faot ha kavout si ga' ...ga' tout an dud... « gna gna gna gna gna « ...ar re-mañ zo bet 'tiski' n'é ket memes brezhoneg an dra-m' an dra-he med lod memes tra zo deut 'benn brao-tre med memes tra 'n eur lab'...'n eur boan... 'n eur boanial anfin 'n eur... 'n eur glask 'n eur labour't 'n eur ...'n eur eskemm ha setu ar mod-se 'velan an traoù

Lors : Hag evidoc'h é ar memes tra pugur memes brem' 'zo moaien doc'h diski' pochioù gerioù 'peus ket bet kle'et ...'pa ket bet kle'et 'raok dija

Francis : Ya pugur me'm eus kred « euh » memes tra me m'eus kred kentoc'h 'barzh ...'barzh frankiz an dud pep hein zo lib' ha setu 'c'haller ke' choñjal biken ma 'peus c'hoant ne... ne...ne...ne c'hallo den ebet hegel ar brezhoneg war ...war an dud war ar vro war... den ebet neblec'h ...neblec'h ebet na vé...

Lors : Nann nann nann

Francis : Red é kaout c'hoant sete red é kaout goull ...goull a vé g'aet deus ze « demande sociale « hag evel just d'ar re zo e karg e penn ...e karg... respont d'an dra-he gwellika ma c'hallont hag med bon n'é ket ma peus c'hoant n'é ket kollet tout

Lors : Nann nann nann

Francis : N'é ket kollet tout

Lors : Nann nann nann

Francis : Ha setu pep hini beñ hervez ...hervez i ...hervez i c'hoant ha hervez i

Lors : Ya

Francis : Hervez i nerzh

Lors : Ya hag ur goulenn all 'm eus 'vidoc'h

Francis : Ya

Lors : E ... c'hoarvéo 'ra doc'h c'hoazh diski' pojoù in brezhoneg

Francis : A ya ya ya o ya alies « euh » pa kemen'-se 'n eur lenn' med ya 'n eur jilaou … chilaou a ran « euh » bon mont a ran e-tou'sk an dud med pas... n'on ket ...n'é ket bet plijet din gwech 'bet mont astenn ma fri 'mod-se setu ne'c'h an ket kement-se 'mod-se da ...da glask

Lors : Nann

Francis : Med chilaou ...chilaou a ran « euh » traoù radioioù.. .a bep seurt ...ya alies e klevan traoù ... e klevan traoù « euh » ya ya ha ze a lakan ...a gustuman skriva' hag on gouest da lakat ze « euh » …

Lors : En linenn

Francis : en linenn ya peuskerkent ahe dre … dre vertuz binviachoù zo bremañ setu eo aes-kaer

Lors : ober

Francis : ha mont war-raok

Lors : Ar pezh zo en linenn zo... zo bet dalc'het en ul lec'h all memes tra

Francis : 'Vit poent an dra-he zo war ma hano ya mod-all em 'oa kaset « euh » penaos din-me 'vé graet deus ze un alc'hwe' un alc'hwe' USB

Lors : Ya

Francis : 'M 'oa kaset da Skol Vreizh .. kaset d'an Ofis è, Ofis Publik Ar Brezhoneg

Lors : Hmm

Francis : Bon matren 'vo ret din ...pugur 'benn ma vé ...beñ an dra-he ...an alc'hwe' ma peus c'hoant ...pa ...pa ...pa vé kresket an traoù ahe an alc'hwe' 'jom 'vel 'oa

Lors : Ya

Francis : Daou pe tri 'blâ so setu matrese 'vo ret din o'r eun all...

Lors : Ur wech all c'hoazh

Francis : Ya ya ya hag...

Lors : Hag ur geriadur 'peus graet 'n hain..'n hain ...'n hain gwer ahe neuhe

Francis : Ya gwer ha melen ha ru'

Lors : Ya

Francis : Setu zo bet « euh » 'n hein gwer a zo 'peupre heñvel (deus an heni glas) nemet penaos 'vé… din-me deus an dra-he... zo bet tennet traoù « euh » 'vit skañwaad anehañ 'n hein melen memes tra 'n hini melen zo bet tennet (moulet) meur a wech hennezh 'oa bet graet ga't (sikour) Yann-Lug Kloarek ahe deus Skol Vreizh evid kaout eun 'vije gwelloc'h marc'had ha 'benn ar fin med...hennezh 'zo memes tra ié med n'eus ket skwerioù n'eus ket frazennoù

Lors : Hhmm

Francis : Bon pezh a vank med 'c'haller ket ...ha war-lerc'h 'm eus graet un all daou vlâ so matre'n ...'n heni ru'

Lors : 'N hain ru' ya bihanoc'h

Francis : Ha hen'zh 'zo neve' graet mar kerez e oan loc'het deus ar pezh a c'halle bed (bout) « euh » e'mm ma peus c'hoant ar re 'oa er skolioù ...'oa skoliet e brezhoneg 'ba 'ba o skolioù 'fin ar skol vihan pe't'amant e skolachoù ha gwelet an tremen deuc'h ar galleg d'ar brezhoneg setu war-dro... tost dek mil...dek mil ger setu an dra-he zo ur geriadur 'vid ar re zo... zo 'tiski' koa

Lors : Ya hmm hmm ha graet mad é

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Peseurt mod a soñj deoc'h a vefe moaien da... degas muioc'h tud da zeskiñ brezhoneg ha surtout « euh » adlakat muioc'h a vrezhoneg e-barzh... e-barzh ar vuhez bremañ

Francis : Ya d'am soñj zo daou dra evit… ar re zo e penn mar kerez... evit ar galloud evel a vez lâret... ar gouarnamant ha pa lâran ar gouarnamant eo kentoc'h ar Stad mar kerez

Lors : Ya ya

Francis : Hag ar rejion a zo... zo e-barzh se ivez ha traoù all... ret eo d'am soñj pourchas... pourchas… tud da… da… da gelenn ha da zerc'hel ar brezhoneg bev an dra-se eo an dra gentañ da lâret eo kaout... stummañ kelennerien, skolaerien anfin pezh a vez graet met marteze ober muioc'h ober gwelloc'h

Lors : Humm

Francis : Met deus un tu all ivez… hhmm… war... war… d'am meno… ur vad e ve soñjal da bep hini... ar re zo 'barzh ar jeu hag ar re zo... ar re e plij dezhe an traoù-se

Lors : Hhmm

Francis : Mont war-raok pas soñjal... setu graet 'm eus ur staj c'hwec'h miz... bet on er skol-veur... setu echu bremañ ganin deskiñ... nann ret eo derc'hel e-pad ar vuhez kar an dra-se zo evel e-barzh an arzoù… te zo kaner... pa vezer kaner... pa vezer skrivagner... ret eo mont war-raok ret eo soñjal gwellaat... gwellaat pe… anfin…

Lors : Yeo

Francis : Ya… nevesaat anfin a bep seurt hag an dra-se d'am soñj ne vez ket lavaret trawalc'h marteze setu pas soñjal ez peus un « diplôme »… ez peus….

Lors : Neuzen eo echu neuzen eo...

Francis : Ya ha gant-se... ar brezhoneg evel-just… hag an dra-se zo gwir evit tout an traoù

Lors : Ya

Francis : Hag evit... evit ar yezhoù all ivez… evit ar re zo o kelenn yezhoù… yezhoù broioù all

Lors : Ya ya

Francis : Hag... ya soñjal mont pelloc'h ha pa vez gallet krouiñ hag ober traoù asambles... ar mod-se e welan an traoù... bon evel just lod a ra heñ darn eus an dud... a glevan-me tud a… peogwir aes eo ma 'peus c'hoant... aes eo klask faot ha kavout si gant… gant tout an dud... « gna gna gna gna gna »… ar re-mañ zo bet 'teskiñ n'eo ket memes brezhoneg an dra-mañ an dra-se mes lod memes tra zo deut a-benn brav-tre mes memes tra en ur lab'… en ur boan… en ur boanial añfin en ur... en ur glask en ur labourat en ur... en ur eskemm ha setu ar mod-se e welan an traoù

Lors : Hag evidoc'h eo ar memes tra peogwir memes bremañ ez eus moaien deoc'h deskiñ pozioù, gerioù n'ho peus ket bet klevet...n'ho poa ket bet klevet a-raok dija… c'hoarvezout a ra c'hoazh

Francis : Ya peogwir 'm eus kred « euh » memes tra me 'meus kred kentoc'h e-barzh… e-barzh frankiz an dud pep hini zo libr ha setu ne c'haller ket soñjal biken ma 'peus c'hoant ne… ne… ne… ne c'hallo den ebet hegal ar brezhoneg war… war an dud war ar vro war... den ebet neblec'h… neblec'h ebet na vez...

Lors : Nann nann nann

Francis : Ret eo kaout c'hoant sete ret eo kaout goull… goull a vez graet eus se : « demande sociale » Hag evel just d'ar re zo e karg e penn… e karg... respont d'an dra-se gwellikañ ma c'hallont hag... met bon n'eo ket ma 'peus c'hoant... n'eo ket kollet tout

Lors : Nann nann nann

Francis : N'eo ket kollet tout

Lors : Nann nann nann

Francis : Ha setu pep hini beñ hervez… hervez e… hervez e c'hoant ha hervez e...

Lors : Ya

Francis : Hervez e nerzh

Lors : Ya hag ur goulenn all 'm eus 'vidoc'h

Francis : Ya

Lors : E... c'hoarvezañ a ra ganeoc'h c'hoazh deskiñ pozioù en brezhoneg

Francis : A ya ya ya o ya alies « euh » pas kement-se en ur lenn met ya en ur selaou… selaou a ran « euh » bon mont a ran e-touesk an dud met pas... me n'on ket… n'eo ket bet plijet din gwech ebet mont... astenn ma fri ar mod-se setu ne ran ket kement-se ar mod-se da… da glask

Lors : Nann

Francis : Met selaou... selaou a ran « euh » traoù... radioioù... a bep seurt… ya alies e klevan traoù... e klevan traoù « euh » ya ya ha se a lakan… a gustuman skrivañ hag on gouest da lakat se « euh »…

Lors : En linenn

Francis : en linenn ya peuzkerkent aze dre... dre vertuz binviachoù zo bremañ setu eo aes-kaer…

Lors : ober

Francis : ha mont war-raok

Lors : Ar pezh zo en linenn zo... zo bet dalc'het en ul lec'h all memes tra

Francis : Evit poent an dra-se zo war ma anv ya mod-all em boa kaset « euh » penaos din-me e vez graet eus se... un alc'hwez un alc'hwez USB

Lors : Ya

Francis : Am boa kaset da Skol Vreizh... kaset d'an Ofis ivez, Ofis Publik Ar Brezhoneg

Lors : Hmm

Francis : Bon martezen e vo ret din… peogwir a-benn ma vez... beñ an dra-se...an alc'hwez ma 'peus c'hoant… pa… pa… pa vez kresket an traoù aze an alc'hwez a chom evel a oa

Lors : Ya

Francis : Daou pe tri bloaz zo setu marteze 'vo ret din ober unan all...

Lors : Ur wech all c'hoazh

Francis : Ya ya ya hag...

Lors : Hag ur geriadur all ho peus graet an hini... an hini... an hini gwer aze neuze

Francis : Ya gwer ha melen ha ruz

Lors : Ya

Francis : Setu zo bet « euh » an heni gwer zo apeupre heñvel (ouzh an heni glas) nemet e… penaos e vez... din-me deus an dra-se... zo bet tennet traoù « euh » evit skañvaat anezhañ an heni melen memes tra an hini melen zo bet tennet meur a wech hennezh a oa bet graet gant (sikour) Yann-Lug Kloarek aze e Skol Vreizh evit kaout unan a vije gwelloc'h marc'had ha 'benn ar fin met… hennezh zo memes tra ivez nemet n'eus ket skouerioù n'eus ket frazennoù

Lors : Hhmm

Francis : Bon pezh a vank met ne c'haller ket... ha war-lerc'h 'm eus graet un all daou vloaz zo marteze... an hini ruz

Lors : An hini ruz ya bihanoc'h

Francis : Ha hennezh a zo nevez graet, mar kerez, e oan loc'het deus ar pezh a c'halle bezañ « euh » ezhomm ma 'peus c'hoant ar re a oa er skolioù… a oa skoliet e brezhoneg 'ba 'ba o skolioù e fin ar skol vihan peotramant e skolajoù ha gwelet an tremen deus ar galleg d'ar brezhoneg setu war- dro... tost dek mil… dek mil ger setu an dra-se zo ur geriadur evit ar re zo... zo 'teskiñ koa

Lors : Ya hmm hmm ha graet mat eo

 

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh