René Dannion - Ergué-Gabéric

RENÉ DANNION

René Danion, deus an Erge-Vraz, a gont deomp penaos 'oa ar vuhez ba' feurm e dud en amzer e vugaleaj.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag ...bon med bez' 'oa ar c'honkourioù med bez' 'oa ar vuhé bemdez ... set' gwerzet 'vize laez dija ga' ho tad-kozh 'vize gwerzet laez dija da Gemper petramant …

René : 'M'eus ket soñj deus ma …pugur 'benn 'benn...me me 'zo ganet pemp plâ … c'hwec'h vlâ goude ma dad kozh 'oa aet kuit deus kêr amañ… me set' n'ouzon ket petra 'rae ma dad kozh ga' 'laez med zur 'wac'h 'gase laez da Gemper ueu pugur é bet ganet 'ba'n dra-he pe'ar (petra) bon goude-sé ma... ma dad ha ma vamm 'neus bet graet laez da Gemper 'pad toud...toud o vuhé pe'ar

Lors : Hag al laez 'vize lakaet 'ba 'ba podoù ?

René : Eïe 'ba podoù.

Lors : Podoù « aluminium » pe … n'é ket...

René : Eu podoù ugent litrad pe'a.

Lors : Ugent litrad, med podoù koad pe...

René : A n'é ket, podoù « aluminium » 'va ha goude-sé bez 'va lod all 'va 'va … lod 'va pounneroc'h ueu …bez ' 'va un' a 'va tregont litrad 'barzh … 'benn neuhe 'me 'va yaouank set' 'va ket aes dougen 'neoñ med bremañ 'meus ket gallet ober … eëe … ha nann med an dra-he 'hain' é bemdé 'vize kaset laez da Gemper.

Lors : Ha med pugur 'oa … pugur ' gase e laez da Gemper direktamant koa 'oa 'oa moaien deoñ gwerzañ al laez keroc'h ?

René : O ya al laez, o ya kalz 'oa

Lors : Ped gwech keroc'h ?

René : Ben 'benn 'meump … me n'on ket gouest da lar't 'benn... 'benn 'va ma sud 'tarc'h' kêr med … 'benn me m'eus graet laez 'ba Kemper me 'werze 'l laez 'n hanter keroc'h 'vid kas neoñ d'al « laiterie » pe'ar (petra )

Lors : An hanter keroc'h ?

René : An hanter keroc'h ya

Lors : Set' a ya...

René : Eïe setu 'va al laez … ha goude-sé an dienn hag an dienn « bretonne pie-noire donc » saout kata (? gantañ) pe'ar (petra ) eñ 'va goulet eñ pugur 'ba 'r rasoù all 'va ket … 'va ket koulz 'vid an dra-he pe'ar

Lors : 'Oa ket kement dienn ?

René : A 'oa ket « pareil » 'neoñ nann nann nann nann memes 'meus soñj deus ur patiser a gemere ganin ha goude-sé 'oa deut ul « laiterie » bennak da broposiñ deoñ emzavoc'h (plus avantageux, moins cher) evid ma hain', set 'noa kemeret 'ga 'l « laiterie » med ur miz goude-sé é deut da gemer ma hain' en dro pugur e glianted 'lare deoñ pe'ar ...med n'é ket memes …

Lors : 'Na ket blaz

René : N'é ket n'é ket memes blaz ken … eïe … eïe

Lors : Ya pugur an dienn 'oa...

René : Eïe me n'ouzon ket … petramant eñ regle … goude-sé an dra-he 'zo 'ba 'n « écrémeuse » ' zo moaien da regliñ … ma laosker an tammig laez mont barzh 'zo muioc'h … muioc'h « volume » pe'ar"

Lors : Ya ya ya eïe … hag da … da Gemper 'vize gwerzet legumachoù è ?

René : Bin eïe … 'benn me m'eus kemeret 'benn neuhe 'va neubeutoc'h med 'pad ar brezel ha toud … bin me 'va mous 'n tammig med alies me yae da Gemper memes mod pe 'va dao mond da droc'hañ ma bleo pe un dra bennag pe'a … me 'c'hae da Gemper petramant da... bez 'va eu … d'esaeañ dilhad 'wechoù 'va dao mond ueu pe'ar … neuhe 'va … re a rae laez … amañ 'c'hae dija ur sac'had 'val'douar bemde pe'ar da Gemper ueu pe'ar … ur sac'had 'val'douar …ha pellachoù ... pellachoù kerc'h 'vid lak' 'ba ' r c'havell 'vid ar vugale vihan pe'ar goude-sé al legumaj a 'va re pe'ar ma …lakeomp 'va …'jom c'hwec'h kaolenn-pom a 'va re 'vid kêr bin vi'e kaset ar c'haol-pom hag neuhe vi'e kalz episirioù hin set' ar re-he 'noa e'homm toud setu o nann mond a rae kalz ha goude-sé ar c'hlianted koad lod teue 'darre « tiens » 'neus ket moaien 'zigas ur gordenn goad deomp petramant ur varrikennad sit (cidre) pe'ar, setu an dra-he a chikoure 'vid ar c'hoñvers koa

Lors : Ya ya ya ya

René : Eïe …hag... goude-sé 'vamp ket re bell pe'ar setu 'va, 'va aesoc'h pe'ar...

Lors : Ya ya

René : An heñchoù 'oa fall hin gwechall !

Lors : Fall 'oa an henchoù ?

René : O ya 'va ken hent Kore 'va goudronet hin 'ba 'n Erge-vras hin !

Lors : A ya … hag … hag … med an dud dre amañ 'giz-mañ 'traoñ ar barrez memes 'ba … en tu all deus ar barrez 'oa 'oa 'oa boazet da 'n' em jikouriñ

René : Eïe a ben an dra-he 'zo bet atao hin ...me 'm'eus … me 'm'eus bet an've'et atao ar c'hêrioù 'n 'em jikouriñ … neuhe 'n 'em jikouriñ 'vid ar … 'vid charrad teilh da gomañs

Lors : Charrad teilh ?

René : Eïe charrad teilh an dra-he 'va ...'vi'e gwraet fin ar blâ tre pugur … d'an deiz kentañ ar blâ ar mevelien 'jome petramant 'jomaent ket nê pe'ar an dra-he 'va …pugur … 'benn 'jome … lareas … rez komanant, te 'ra komanant 'vid ur blâ, pe'ar...

Lors : A ya

René : Ha neuhe ar blâ goude-sé 'vé 'vé 'vé en dro 'diskutiñ 'vid ar briz, 'vid...

Lors : Eïe

René : Ha setu lod n'em renkaent ket nê setu int yae d'ar gêr all, petramant 'va goul'et 'ba 'l lec'h all petramant ar boued 'va gwelloc'h lec'h all petramant 'laboure neubeutoc'h med … setu araog yae ar mevelien kuit toud an dud 'va 'kas (klask charrad) teilh 'raog pe'a ...a-mod-se 'vi'e tennet an teilh … hag an teilh 'renker 'n'em jikouriñ pugur an teilh 'va …' renke bez skarz'et ar c'hraoù 'ba 'deiz … amañ 'va kreier don amañ 'va ket 'ba Kerhamus 'va ...amañ 'mañ Kerhamus pe'ar amañ 'va … vi'e tennet an teilh 'maez bemdez, pe'ar !

Lors : A, bemdez ?

René : Eïe, med 'va ket kalz kêr 'c'h ober an dra-he … ar peb brasañ 'noa kreier don pe'ar, set' ahe 'vi'e lakaet plouz bemdeiz pe'ar ha goude-sé ar c'haoc'h 'gou'e 'ba didan 'vi'e lakaet 'ba 'r penn ha goude-sé 'vi'e lakaet plouz partoud 'vid darc'h' … 'vid darc'h' an traoù plaen, pe'ar...

Lors : Ya

René : A-mod-se 'va kalez aesoc'h 'vid tenn' an teilh 'maez !

Lors : Eïe

René : Hag … setu ahe ' faye' tud pe'ar 'vid 'vid 'vid charrad teilh set' 'faye daou 'ba'r c'hraoù pe'ar daou 'ba 'r c'hraoù … daou 'kargañ neoñ 'ba 'r c'harr.

Lors : Eïe

René : Ha goude-sé daou pe dri charreter pe'ar pe … pep hain' ga' e ...ga' e garr pe'ar ha setu ha goude-sé un' 'ba dreñv…'va un' 'ba..'ba 'ba 'r park…hemañ 'vé lar't un « tenner dreñv » deusonto

Lors : 'N tenner dreñv ?

René : Eïe ...ar charreter 'denne deus 'raog ha 'va an tenner dreñv, pe'ar...


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag … bon mes bez e oa ar c'honkourioù mes bez e oa ar vuhez bemdez … setu gwerzhet e veze laezh dija gant ho tad-kozh … e veze gwerzhet laezh dija da Gemper peotramant ?

René : Ne'm eus ket soñj diouzh ma … peogwir a-benn … a-benn ... me me a zo ganet pemp bloaz … c'hwec'h vloaz goude ma dad-kozh a oa aet kuit deus kêr amañ … setu me n'ouzon ket petra a rae ma zad-kozh gant al laezh mes zur a-walc'h a gase laezh da Gemper peogwir eo bet ganet e-barzh an dra-se pe'ar bon goude-se ma … ma dad ha ma vamm o deus bet great laezh e-pad toud … toud o vuhez pe'ar ( petra )

Lors : Hag al laezh a veze lakaet e-barzh...e-barzh podoù ?

René : Ya e-barzh podoù

Lors : Podoù « aluminium » pe …n'eo ket...

René : Eu, podoù ugent litrad, pe'ar...

Lors : Ugent litrad, mes podoù koad pe...

René : A n'eo ket, podoù « aluminium » e oa ha goude-se bez e oa lod all a oa ...a oa … lod a oa pounneroc'h ivez ...bez e oa unan hag a oa tregont litrad e-barzh ...a-benn neuze me a oa yaouank setu ne oa ket aes dougen anezhañ mes bremañ n'am eus ket gallet ober … ya … a nann mes an dra-se an hini eo … bemdez e kase laezh da Gemper.

Lors : Ha mes peogwir e oa ...peogwir e kase e laezh da Gemper direktamant koa e oa … e oa moaien dezhañ gwerzhañ al laezh keroc'h ?

René : O ya al laezh … o ya kalz e oa

Lors : Pet gwech keroc'h ?

René : Ben a-benn hon eus ...me n'on ket gouest da laret a-benn ...a-benn e oa ma zud o terc'hel kêr mes ...a-benn me am eus graet laezh e-barzh Kemper … me a werzhe al laezh an hanter keroc'h evid kas anezhañ d'al « laiterie » pe'ar (petra)

Lors : An hanter keroc'h?

René : An hanter keroc'h ya

Lors : Setu … a ya

René : Ya setu e oa al laezh … ha goude-se an dienn hag an dienn « bretonne pie-noire donc » saout kata (?) pe'ar ...eñ a oa goulennet eñ peogwir e-barzh ar rasoù all ne oa ket … ne oa ket koulz evid an dra-se pe'ar ( petra )

Lors : Ne oa ket kement dienn ?

René : Ne oa ket « pareil » nann nann nann nann … memes am eus soñj eus ur pastezer a gemere ganin ha goude-se e oa deuet ul « laiterie » bennak da bropoziñ dezhañ emsavoc'h evit ma hini setu en doa kemeret gant al « laiterie » mes ur miz goude-se eo deuet da gemer ma hini en-dro peogwir e glianted a lare dezhañ, pe'ar mes n'eo ket memes...

Lors : N'en doa ket blaz ?

René : N'eo ket … n'eo ket memes blaz ken … ya ya

Lors : Ya peogwir an dienn...

René : Ya … me n'ouzon ket … peotramant eñ a regle … goude-se an dra-se a zo e-barzh an « écrémeuse » … a zo moaien da regliñ, ma laosker an tammig laezh mond e-barzh a zo muioc'h … muioc'h « volume » pe'ar

Lors : Ya ya ya … ya … hag da ...da Gemper e veze gwerzhet legumachoù ivez

René : Bin ya … a-benn me am 'eus kemeret a-benn neuze e oa nebeutoc'h mes e-pad ar brezel ha tout ...bin me a oa mous un tammig mes alies me a yae da Gemper memes mod pa oa dao mont da droc'hañ blev pe un dra bennak pe'ar me a yae da Gemper peotramant da … bez e oa ivez d'esaeañ dilhad a-wechoù e oa dao mond ivez pe'ar neuze e oa … re a rae laezh … amañ a yae dija ur sac'had avaloù-douar bemdez pe'ar da Gemper ivez pe'ar … ur sac'had avaloù-douar … ha pellachoù … pellachoù kerc'h evid lakat e-barzh ar c'havell evid ar vugale vihan pe'ar … goude-se al legumaj a oa re pe'ar … ma … lakeomp e oa ...a chom c'hwec'h kaolenn-pom e oa re evid kêr bin e veze kaset ar c'haol-pom hag neuze e veze kalz ispiserezhioù hin setu ar re-se o doa ezhomm tout setu o nann mont a rae kalz ha goude-se ar c'hlianted koad lod a zeue adarre « tiens » n'en deus ket moaien da zegas ur gordenn goad deomp peotramant ur varrikennad jistr pe'ar, setu an dra-se a zikoure evid ar c'hoñvers koa

Lors : Ya ya ya ya

René : Ya … ha goude-se … ne oamp ket re bell pe'ar setu e oa … e oa aesoc'h pe'ar

Lors : Ya ya

René : An hentoù e oa fall, hin, gwechall

Lors : Fall e oa an hentoù ?

René : O ya ne oa ken hent Kore e oa goudronet hin e-barzh an Erge-Vras hin !

Lors : A ya … hag … hag … mes an dud dre amañ e-giz-mañ e traoñ ar barrez memes ...en tu all eus ar barrez e oa ...e oa … e oa boazet d'en em sikouriñ

René : Ya … a bin an dra-se a zo bet atao, hin... me am eus … me am eus anavezet atao ar c'hêrioù en em sikouriñ … neuze en em sikouriñ evid ar ...evid charreat teil da gomañs

Lors : Charreat teil ?

René : Ya charreat teil an dra-se e oa … e veze graet e fin ar bloaz tre peogwir … d'an deiz kentañ ar bloaz ar mevelein a chome peotramant ne choment ket anezho pe'ar an dra-se e oa … peogwir … a-benn a jome … 'benn 'larez 'rez komanant, te rae komanant evid ur bloaz, pe'ar...

Lors : A ya

René : Ha neuze ar bloaz goude-se e vez … e vez … e vez en dro o tiskutiñ evid ar briz, evid...

Lors : Ya

René : Ha setu lod n'en em renkent ket anezho, setu int a yae d'ar gêr all, peotramant e oa goulennet e-barzh ul lec'h, peotramant ar boued e oa gwelloc'h e lec'h all, peotramant e laboure nebeutoc'h mes … setu araog e yae ar mevelien kuit toud an dud e oa o kas (klask) charreat teil araok pe'ar a-mod-se e veze tennet an teil … hag an teil a renker en em sikouriñ peogwir an teil a oa … e renke bezañ skarzhet ar c'hraoù e-barzh an deiz … amañ e oa kreier don, amañ ne oa ket e-barzh Kerhamus e oa … amañ emañ Kerhamus pe'ar amañ e oa … e veze tennet an teil er-maez bemdez pe'ar

Lors : A, bemdez ?

René : Ya … mes ne oa ket kalz kêrioù oc'h ober an dra-se… ar peb brasañ en doa kreier don, pe'ar, setu aze e veze lakaet plouz bemdez pe'ar ha goude-se ar c'haoc'h a gouezh e-barzh dindan e veze lakaet e-barzh ar penn ha goude-se e veze lakaet plouz partoud evid derc'hel … evid derc'hel an traoù plaen, pe'ar...

Lors : Ya

René : A-mod-se e oa kalz aesoc'h evid tennañ an teilh maez !

Lors : Ya

René : Ya … setu aze e fa(z)ie (faote) tud pe'ar evid … evid … evid charreat teil e fazie (faote) daou e-barzh ar c'hraoù pe'ar daou e-barzh ar c'hraoù … daou o kargañ anezhañ e-barzh ar c'harr

Lors : Ya

René : Ha goude-se daou pe dri charreter pe'ar pe … pep hini gant e … gant e garr pe'ar ha setu ha goude-se unan e-barzh a-dreñv … e oa unan e-barzh … e-barzh … e-barzh ar park … eñ e vez laret un « tenner a-dreñv » dioutañ

Lors : Un « tenner a-dreñv » !,

René : Ya … ar charreter a denne diouzh araok hag e oa an « tenner a-dreñv », pe'ar...

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh