Samain, Barzaz Breizh ha Kalevala da selaou e-kreiz abadenn diwezhañ Sevenadurioù

Abadenn radio diwezhañ Sevenadurioù a zo bet lakaet enlinenn. Gant Brigitte Kloareg ez aimp d’ober un tamm tro betek Bro gKareli a-benn ober muioc’h anaoudegezh gant ar C’halevala, un oberenn par d’ar Barzaz Breiz e meur a geñver bet embannet e 1835 gant Elias Lönnrot. Da selaou dre amañ !

Kinniget e vez enklaskoù sonenrollet Donatien Laurent war Bretania

Ul lodenn deus enklaskoù sonenrollet Doantien Laurent a zo kinniget enlinenn gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC) ha Dastum. Gellout a reer bremañ lenn anezho war Bretania.

N’eo nemet al lodenn gentañ a zo bet lakaet enlinenn. Ul labour niverel hir a zo bet kroget e 2011 gant Donatien Laurent, sikouret gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC), Dastum ha gant Rannvro Breizh.
Kant c’hwec’h enklask ha tregont (1800 tamm son), dastumet evit al lod brasañ e Breizh Izel etre kreiz 1950 betek fin ar bloavezhioù 1970  a zo kinniget dre lec’hienn ar CRBC (bibnumcrbc.huma-num.fr), hini Dastum (www.dastum.bzh), ha Bretania.

Sellout ouzh an teulioù

Un diskouezadeg war René Yves Creston e Batz-sur-mer

Kinnig a ra Mirdi palud-holen Batz-sur-Mer div diskouzadeg pad betek an 3 a vizgenver 2016.

An hini gentañ anvet René-Yves Creston, mare ar jestr, a zo bet savet gant Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer gant sikkour familh René Yves Creston. An eil, Luskad an amzer habask, a zo kinniget gant Padraig Creston. An div diskouezadeg-mañ a stroll an tad hag ar mab. Kinnig a reont daou sell arzel disheñvel war al “lusk” awenet gant  ar palud-holen hag e c’houloù.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek

Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer
Plasenn Adèle-Pichon 44740 Batz-sur-Mer
Pgz. : 02 40 23 82 79
www.museedesmaraissalants.fr

[/bloc-gris]

An istor hag an niverel

An istor hag an niverel a vo talbenn un diviz aozet e Skol-veur gatolik ar C’hornôg e Arradon d’ar meurzh 24 a viz du o tont.

Dre sikour an niverel ez eus tu skigañ an danvez istorel d’ar brasañ niver. Aes eo tizhout dielloù war internet, da dreuzkas danvez prizius pe c’hoazh da ginnig pennadoù istorel d’arv ugale. Ul lec’hienn evel hini  En Envor a zo arouezius deus ar pezh a zo tu ober.

An teulfilm web A Bientôt de vos nouvelles, produet gant Bretagne Culture Diversité ha lakaet enlinenn e miz gwengolo 2015 a zo ur skouer all. Met daoust hag ez eo ur reveulzi niverel ? Ha kemmet eo bet an doare da skrivañ an istor gant an niverel ? Peseurt levezon a zo war al labour bedagogel pe war labour an diellour ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ d’ar 24 a viz du 2015 gant Erwan Le Gall, Yves-Marie Evanno ha Jérôme Cucarull goude ma vo bet kinniget an teulfilm web  A Bientôt de vos nouvelles gant Philippe Lanoë deus BCD/Sevenadurioù Breizh.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek :

Meurzh 24 a viz du 2015, 18 h / 19h30

Añfiteatr Skol-veur gatolik ar C’hornôg

Digoust ha digor d’an holl.

Titouroù : 02.97.46.33.60.

[Roll da bellgargañ]

[/bloc-gris]

Emgavioù aktourien sevenadur Breizh el Liger Atlantel e miz du ha kerzu

Pediñ a ra Ajañs sevenadurel breizhek Morvan Lebesque aktourien sevenadur breizh departamant al Liger Atlantel da 6vet « Emgavioù aktourien sevenadur Breizh ». Aozet e miz du ha kerzu 2015, an emgavioù-se a zo aozet evit kinnig sevenadur Breizh el Liger Atlantel hag al labour a vez graet gant an ajañs evit brudañ ha diorroiñ  hon sevenadur. Un diagrez e vo evit eskemm mennozhioù ha sevel raktresoù a-gevret.

 Emgavioù sevenadur Breizh a zo digor d’an holl.

Ar bloazh-mañ an emgavioù a zo aozet gant sikour Kentelioù An Noz (e Loroux-Bottereau), Koria (e Couëron), Diwan Sant-Nazer (e Sant-Nazer), Pouevr’ et Seu (e Saffré) ha Les Amis du Pays de Retz (e Bourgneuf-en-Retz).

Titouroù : Ajañs Sevenadurel Breizhek al Liger-Atlantel
24 kae ar Fos – 44000 Naoned
02.51.84.16.07. – degemer@acb44.comwww.acb44.bzh

[bloc-gris]

Setu ar pemp emgav aozet e 2015 :

  • Yaou 19 a viz Du, da 20e, Sal Meuniers, kreizenn La Tannerie, e Loroux- Bottereau
  • Yaou 26 a viz Du, da 20e, Sal Fraternité, Plasenn kumun Pariz e Couëron
  • Sadorn 5 a viz Kerzu, da 10e, e Maner liorzh ar plantoù, 50 straed Pornichet e Saint-Nazer
  • Yaou 10 a viz Kerzu, da 20e, Sal Gwer, Ti-kêr, cour du Séquoia e Saffré
  • Sadorn 12 a viz Kerzu, da 10e, Mirdi Bro-Retz, 6 straer Moines e Bourgneuf-en-Retz

[/bloc-gris]

BCD/Sevenadurioù Breizh e Dielloù departamantel Aodoù an Arvor

Pedet eo BCD/Sevenadurioù da ginnig skouerioù  deus ostilhoù nevez evit an deskadurezh d’ar merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez e Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor e Sant-Brieg.

Kinniget e vo da gentañ an diskouezadeg bale “Aodoù an Arvor er brezel bed kentañ” savet gant an Dielloù departamantel.

Da heul e vo tro da BCD/Sevenadurioù da ginnig, gant sikour an istorour Erwan Le Gall, an teulfilm web “A bientôt de vos nouvelles” lakaet enlinenn e miz gwengolo.

Jérôme Floury  a ginnigo servijoù Porched sevanadurioù Breizh, Bretania.bzh,  evit echuiñ an abardevezh.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek :

Merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez.

Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor

7 straed François Merlet

22000 Sant-Brieg

Pgz. 02 96 78 78 77

archives@cotesdarmor.fr

http://archives.cotesdarmor.fr [/bloc-gris]

René Vautier enoret

Da zizoloiñ war lec’hienn an ti produiñ Les mutins de Pangée, embannadurioù lies evit enoriñ René Vautier.

Embannet o deus daou DVD-levr, unan anvet Afrique 50 hag egile René Vautier en Algérie, a ginnig 4 DVD gant ar film Avoir 20 ans dans les Aurès en o zouez.

Pediñ a reomp ac’hanoc’h ivez da sellet ouzh ar film Algérie, tours/détours, savet gant Leïla Morouche hag Oriane Brun-Moschetti. Diskouez a ra ar film-mañ pegen prizius eo ar sinema d’ul live sokial e kevredigezh Bro-Aljeria. Merzhout a reeer neuze n’eo ket echu gant mennozhioù Vautier avat !

Emgavioù “TAP, sevendaur ha yezhoù Breizh” an 3 a viz ebrel e Plañvour

En ur strollad anvet « POT Breizh », e kaver kevredigezhioù bodet evit labourat war plas yezhoù ha sevenadur Breizh e-doug ar Prantadoù Obererezhioù Tro-skol (POT).

Tro-dro d’an tem-resis-mañ e vo aozet  gant ar strollad-labour-se un devezh eskemmoù hag emgavioù, a-benn ar Gwener 3 a viz Ebrel, e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56), evit klask gwelout penaos emañ ar jeu e Breizh : petra e vez kinniget da vat a-fet sevenadur Breizh, penaos gwiriekaat ar c’hinnigoù, peseurt frammoù ha peseurt stummadur a c’hortozer ?
Pedet eo neuze an holl berzhidi da zont da reiñ o zesteni, da eskemm, ha da sevel o goulennoù, forzh pe hini a vefe o c’harg e-barzh mont e-dro ar prantadoù obererezhioù tro-skol.
Kavout a rit amañ dindan programm an devezh hag an teul enskrivadur.

Posupl eo deoc’h ivez pellgargañ an doare PDF amañ.
[bloc-gris]

Roll an devezh

– 9eur1/2 degemer ar berzhidi

– 10e00 -10e1/kinnig an devezh, digoradur diwar-benn POT ha yezhoù ha sevenadur Breizh gant Charles Quimbert (Rener ar BCD)
Abegoù an devezh: aesaat plas sevenadur Breizh er POT.
Danvezioù a blijfe deomp e vefe kaozeet outo  :
Kudennoù pleustrek e-liamm gant an doare merañ ar POT, gwellaat ar stummadurioù, kizidikaat ar strollegezhioù, kinnig disoc’hoù, ha kement ‘zo.

– 10e1/2 – 11e00 Kinnig dre vras ar POT e-barzh framm adkempenn an amzer skol gant Françoise Favreau (Renerez akademiezh servijoù an Deskadurezh stad, ensellerez an akademiezh)
Bilañs ar POT dre vras (palioù, diaesterioù, pezh en deu graet berzh…)

11h00 – 11h30 Petra eo sevenadur Breizh ? gant Yves Defrance (etno-muzikologour, kelenner e skol-veur Roazhon 2 )

11e1/2 – kreisteiz Kinnig dre skeudennoù : kelaouadenn filmet (5’)
POT ha sevenadur Breizh : Titouroù sifret diwar-benn an obererezhioù (sifroù bet kaset gant ar c’hevredigezhioù sevenadurel). Sifroù sontadeg BCD/Sevenadurioù.
Eskemmoù ha diviz.

– Kreisteiz – Kreisteiz hanter Kinnig taolioù-arnod damheñvel tro-dro da yezh ha sevenadur Okitania gant Marie-Hélène Villacampa CFPOc (Kreizenn stummadur micherel en Okitaneg)
 
– 12h30 – 14h00 lein

– 14h00 -15h30 : stalioù-labour

* Stal 1 : POT ha sevenadur Breizh. Peseurt palioù ? Peseurt diaesterioù da-geñver o staliadur ?
Kenaozet ha kaset en-dro gant Philippe Ramel (kelc’h keltiek Roazhon)
Perzhidi: Robert Raulo (eil-prezidant Kendalc’h), Philippe Janvier (Skol sonerezh An Oriant), Gwenola Ropars-Sohier (Ensellerez war ar Brezhoneg e Penn-ar Bed), Jean-Paul Chevrel (FCPE hag ezel Kuzul akademiezh ar yezhoù rannvro)

* Stal 2 : Ar stummadur / rummadur /michereladur ar berzhidi.
Kenaozet ha kaset en-dro gant  Lena Gourmelen
Perzhidi: Laurent Muguet (USEP-Kevre an deskadurezh 56) ; Serge Kerichard (CEMEA) ; Bérénice de Beauvoir (ADPEP 56) ; Isabelle Kauffmann (DRJSCS) ; Corinne Gouadec (CNFPT).

* Stalig 3 :Pezh emañ ar strollegezhioù en-gortoz a-fet sevenadur Breizh (kinnigoù, liested, kenglotausted).
Kenaozet ha kaset en-dro gant  Alain Madoré (kenbrezidant  Kuzul Diorren  Bro Redon Kreisteiz Breizh)
Perzhidi: Sébastien Miossec (Maer Rieg, Prezidant  ar C’hocopak), Armelle Bothorel (Maerez Lanvealgon, eil-prezidantez tolpad St-Brieg), Emmanuelle Williamson (eil-maerez An Oriant, krget eus ar sevenadur), Etienne Bars (DDCS29), Soazig Prian (FCPE)

– 15h30 -16h00 : kinnig ar sintezennoù

– 16h00 – 16h30 : eskemmoù kaset en-dro gant un hanterour
Hanterourien : Charles Quimbert + Philippe Lanoë

– 16h30 – 17h00 : Klozadur gant Jean-Michel Le Boulanger (eil prezidant ar C’huzul rannvro, karget eus ar sevenadur)
[/bloc-gris]

En em enskrivañ d’an Emgavioù

[contact-form-7 id=”2863″ title=”Rencontres TAP culture et langues bretonnes”]

Pennad 6 Rummad 2 – Ar Vretoned, kredennourien holl

Ar brezhoneg hag ar feiz a zo breur ha c’hoar e Breizh… Gwir ?!!!

Occitanica.eu, mediaoueg okitania enlinenn

Aozet e oa bet un devezh studi evit lidañ kentañ deiz-ha-bloaz ar borched Bretania.bzh d’ar 25  a viz c’hwevrer e Palez ar c’hendalchioù en Oriant. Un abeg evit dizoloiñ petra vez kinniget er rannvroioù all, e Okitania da skouer : Occitanica.eu.