Dafar nevez war ar savenn kleweled www.bed.bzh

10 film nevez lakaet enlinenn !

Taolioù kalon embannet bep miz da lenn.

Ar c’hontadennoù e Breizh, talbenn an abadenn radio Sevenadurioù

Emañ an abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Talbenn ar miz-mañ : ar c’hontadennoù e Breizh. Un drugarez evit kaozeal deus “Il était une fois… en Bretagne, Contes, collectes & conteurs” un diskouezadeg niverel bet lakaet enlinenn gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d’an aon d’ar 6 a viz Here.

[Mont war bajenn an abadennn]

D’an 23 a viz here et Pleyber-Christ e vo dalc’het an “Davarn Istor” o tont

Ar 46vet Tavarn Istor a vo dalc’het d’an 23 a viz here o tont adalek 6e30 noz e sal ar gouelioù Pleyber-Christ  (29).

Aozet e vo gant kevredigezh “Tavarnioù Istor e Breizh” gant sikour Ti-kêr Pleyber-Christ, Pleyber-Patrimoine, ha mediaoueg Pleyber-Christ.

Fellout a rae da T/di-kêr Pleyber-Christ aozañ an nozvez-se evit kontañ ha dec’hel ur roud deus istor ar stalioù Guevel-Rio a-raok ma vefe distrujet ar savadurioù.

Kaset e vo an abadenn gant Gérard Alle, skrivanger.

BCD/Sevenadurioù Breizh e Dielloù departamantel Aodoù an Arvor

Pedet eo BCD/Sevenadurioù da ginnig skouerioù  deus ostilhoù nevez evit an deskadurezh d’ar merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez e Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor e Sant-Brieg.

Kinniget e vo da gentañ an diskouezadeg bale “Aodoù an Arvor er brezel bed kentañ” savet gant an Dielloù departamantel.

Da heul e vo tro da BCD/Sevenadurioù da ginnig, gant sikour an istorour Erwan Le Gall, an teulfilm web “A bientôt de vos nouvelles” lakaet enlinenn e miz gwengolo.

Jérôme Floury  a ginnigo servijoù Porched sevanadurioù Breizh, Bretania.bzh,  evit echuiñ an abardevezh.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek :

Merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez.

Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor

7 straed François Merlet

22000 Sant-Brieg

Pgz. 02 96 78 78 77

archives@cotesdarmor.fr

http://archives.cotesdarmor.fr [/bloc-gris]

Emañ an diskouezadeg war ar c’hontadennoù enlinenn

Labourat a ra Bretagne culture diversité da skignañ danvez sevenadurel Breizh. Sevel a ra ostilhoù aes da implij evit tizhout ar muiañ a dud posubl, ar re yaouank da gentañ. Labourat a ra ar gevredigezh gant aktourien sevenadurel evit sevel raktresoù a-gevret. Skignet e vez an danvez sevenadurel-mañ dre ar stummoù niverel ha dre Internet dreist holl.

Diskouezadegoù enlinenn

Ur bern diskouezadegoù a vez kinniget, met e-pad ur mare resis hepken, n’int ker peurbadus siwazh. Mont a ra BCD/Sevenadurioù Breizh e darempred gant ar re a sav anezho evit kinnig niverelaat o labour evit skignanñ anezhañ war Internet, da reiñ un eil buhez dezho.

Ar c’hontadennoù e Breizh, kentañ raktres enlinenn

An diskouezhadeg kentañ bet lakaet dre ar stumm niverel a zo gouestlet d’ar c’hontadennoù. « Ur wech e oa… e Breizh, kontadennoù dastum ha konterien » a zo ur raktres savet gant Maner Kernault e Mellac e 2004. An testennoù a zo bet skrivet gant Fañch Postic, ijiner er CNRS, e-penn ar k/Greizenn Enklask Breizh ha keltiek (Skol-Veur, Brest).

Evi sellet ouzh an diskouezadeg : http://www.bcd.bzh/expo-conte.

Labourat a ra BCD/Sevenadurioù Breizh bremañ da lakaat an diskouezadeg war ar glad sevenadurel dizanvez, savet gant Kenstroll ar GSD e Breizh war Internet.

Pennad 12 – Ar Gouren

Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…

Emañ pennad diwezhañ Klichedoù Breizh enlinenn

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued…

E12-S02 Les Bretons et le beurre salé from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

P12 R02 – Ar Vretoned hag an amann sal

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued…

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5.

Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar goulenn-mañ : «Treuzkas, kelenn, deskiñ, adtaolenniñ, drevezañ, laerezh : peseurt choazoù ober ha perak ? Ar roll-labour, ar skritell hag ar follenn-nij stumm niverel a gavoc’h amañ stag.

Ar c’hendiviz-mañ a vo aozet e stern ar festival NOBORDER#5, anezhañ ur festival sonerezhioù pobl ar bed. E Brest e vo, eus an 10 d’an 13 a viz Kerzu.

http://www.festivalnoborder.com/

[bloc-gris] Roll-labour :

Yaou 10 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

9e30 : Banne kafe da zegemer an dud

10e00-10e30 : Prezegenn digeriñ

10e30-12e30 : Traoù bet graet : peseurt goulennoù, peseurt respontoù, peseurt suradennoù (!), peseurt kantreadennoù ?

2e00-3e10 g.k. : Bannet e vo ar film Growing into music gant Lucy Duran. Kevelet gant an FAMDT.

3e30-5e00 g.k. : En em soñjal : an doareoù da dreuzkas.

Gwener, 11 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

10e00 : Banne kafe da zegemer an dud

10e30-12e00 : Peseurt politikerezhioù evit treuzkas sonerezhioù an hengounioù pobl ? Kevelet gant BCD / Sevenadurioù Breizh.

12e00-12e30 : Petra ‘zo nevez e-keñver an treuzkas.

E skol-veur Victor Segalen

2e00-4e00 g.k. : Prezegenn gant Johanni Curtet. Klask, seniñ ha treuzkas. Un istor dic’hortoz gant ar c’han khöömii (kan kendon eus Bro Mongolia).

Kevelet gant Skol-Veur Breizh-Izel, UFR Lizhiri, Yezhoù ha Skiañtoù an Dud hag al LABERS.

E sinema Les Studios

5e00-6e00 g.k. : Bannet e vo an teulfilm Quatre saisons gant Pauline Burguin. Diviz da heul. [/bloc-gris]

Roll No Border e video :

Embannadurioù TES – Ar Brezl bras

Ar brezel 14 bevet gant ar Vretoned, pe e vefent bet war an talbenn pe chomet e Breizh.

Ugent tem (an trañcheoù, ar brizonidi, al labour, ar skol…), skeudennaouet gant un toullad dielloù a bep seurt, e brezhoneg an darn vrasañ anezho : fotoioù, lizhiri, pennadoù kazetennoù… Ur c’heriaoueg hag un dastumad danevelloù e fin al levr. Ul lec’hiennad dielloù (dielloù al levr, filmoù, enrolladennoù…) a ya da heul al levr.