Ur renabl deus ar glad sevenadurel dizanvez Kornôg Kreiz-Breizh

Emañ ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o vont da renabliñ ar glad sevenadurel dizanvez e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Tri bloavezh e pado an enklask etre tout, ha 18 miz e pado e goulzad kentañ, hag a zo o paouez komañs.

E kreiz Bro-Breizh, etre tri departamant (Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed ha Mor-bihan) e kaver Bro Kornôg Kreiz-Breizh, un tachennad brudet-mat evit kaout ur sevenadur birvidik / evit e sevenadur / un tachennad brudet-mat e sevenadur : festoù-noz eus ar c’hentañ, gouelioù pobl, dañsoù ha binvioù-sonerezh na vezont ket kavet e lec’h all ebet… Fell a ra da vBCD / Sevenadurioù Breizh kompren gwelloc’h seurt boazioù sevenadurel ha mont pelloc’h o tiskrivañ spis penaos e wel tud Kreiz-Breizh o c’hlad dizanvez, en deiz a hiziv.

Gant ar renabl-mañ, ne vo ket ur pleustr pe un elfenn resis a zedenno ac’hanomp dreist pep tra. Labouret e vo kentoc’h diwar-benn an holl domanioù lec’h ma kaver glad dizanvez hervez Koñvañsion 2003 an Unesco : hengounioù hag eztaol dre gomz, arzoù an arvestoù, pleustroù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù ha pleustroù diwar-benn an natur hag an hollved, chemet hengounel an artizaned. Ar brezhoneg, ha rannyezhoù brezhoneg Kreiz-Breizh, a vo studiet pizh ivez.

E dalc’h an holl dud emañ ar glad sevenadurel dizanvez : gouiziegezhioù, pleustroù, doareoù da ober hag a zo evel teñzorioù un den pe ur familh, bet heritet hag a vo da dreuzkas. Se zo kaoz e vo klasket gant BCD / Sevenadurioù Breizh ijinañ un doare nevez da renabliñ. Pedet e vo tud, kumunioù ha kevredigezhioù Kreiz-Breizh da ren ar renabl o termenañ, int-i o-unan, peseurt glad sevenadurel dizanvez an hini eo a dalvez en o bro. Meur a vennad a c’hellimp sevel gant disoc’hoù an enklask-mañ, o fall gwareziñ glad Kreiz-Breizh hag e lakaat war wel evit ma kendalc’hfe da vezañ bev-birvidik hag adkrouet dalc’hmat.

Ma fell deoc’h kaout titouroù ouzhpenn, kit en darempred gant BCD / Sevenadurioù Breizh : contact@bcd.bzh

“Les enfants d’après” deus Bato Čengić, taol kalon nevez war Bed

Kavout a reer ur film deus ar re gentañ e-touez reoù ar Balkanoù lakaet war BED : ur film faltazi sevennet gant Bato Čengić, ur sevener bosniat aet d’an anaon e 2007.

Les enfants d’après eo anv ar film. Pa lenner an titl e saouznege komprener gwelloc’h deus ar pezh a vez kontet ennañ : Playing soldiers. Kontañ a ra pegen don e vez merket ar vugale goude ur prantad brezel. Ar film-mañ a oa bet dalc’het e-touez ar re rakdibabet e Cannes e 1968, met nullet e oa bet ar gouel ar bloazh-mañ, siwazh evit Bato !

Ar film, gwenn ha du penn da benn, a zo brav kenañ da geñver e skeudenn. Ur meskaj etre François Truffautha Chris Marker war un dro…

Pedet e oa bet Bato Čengić e gouel sinema Douarnenez e 2006. Hervez lod, morse n’eo bet diskouezet ar film-mañ ken abaoe marv Bato Čengić.

Bazhvalan : emañ ar gartenn enlinenn

Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo ez eo ret hen ober ; met gall a reer ivez daremprediñ tud zo o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud da gejañ outo eo pezh a glask BCD ober gant ar raktres Bazhvalan (e brezhoneg) pe Baçadou (e gallaoueg).

Gwelloc’h deskiñ marvailhat e-pad ur veilhadeg, gwelloc’h deskiñ gouiziegezh al louzaouennoù o pourmen er maezioù eget hen ober e-pad kentelioù e salioù bras ur skol-veur !
Pinvidik-mor eo kejañ ouzh ur brezhoneger pe ur gallaoueger a-vihanik. Dre ar yezh e vez klevet danevelloùigoù hag e vez desket ur sevenadur hag un istor ne c’hellfemp ken anavezout nemet o lenn levrioù, e mod all. Perc’hennañ ur c’houiziegezh, un doare da welet ar bed a vez graet, ha memes amzer e vez klevet muzik ar yezh, troiennoù ur vro pe un den.
N’eo ket ken aes ha se, evit danvez brezhonegerien pe gallaouegerien a zo o chom e kêr, alies, da zaremprediñ tud a oar ar yezh a-vihanik, hag int kozh hag o chom war ar maez evit ar muiañ anezho. Diaes ar c’hejadennoù : disheñvel-mat eo ar bedoù lec’h m’emaint o vevañ, pep hini anezho e zoareoù da ober, ha se zo kaoz n’eo ket aes en em gompren. Evit terriñ an dizemglevioù ha lakaat ar bedoù-se da dostaat eo aet BCD war glask tud a vefe kad da vezañ Bazhvalan pe Baçadou, da lavaret eo da c’hoari an hanterour.
BCD/Sevenadurioù Breizh en deus karget Lena Catalan-Marcos da vont war glask an treizherien-se, gant sikour tud ha kevredigezhioù e pep korn eus Breizh-Izel : Tiez ar Vro, kevredigezhioù sevenadurel… Ouzhpenn kant den he deus kavet, an holl anezho kontant da ambroug unan o teskiñ da di ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez a-vihanik anavezet dezhañ, pe dezhi.

[bloc-gris]

slider-Bazhvalan

Embann a ra BCD/Sevenadurioù disoc’hoù an enklaskoù-se war ur gartenn enlinenn, a vo adnevezet alies. War ar gartenn-se e vo kavet chomlec’hioù an dud o deus lakaet o anv evit bezañ «Bazhvalan» pe «Baçadou» : http://bcd.bzh/bazhvalan/.

[/bloc-gris]

Emañ an teulfilm web « A bientôt de vos nouvelles » (ken voc’h lennet) enlinenn

«A bientôt de vos nouvelles» (ken voc’h lennet): setu titl un teulfilm web diwar-benn ar Brezel Bed Kentañ bet kaset da benn gant kevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh diwar lizhiri eizh soudard breton,a bep seurt istor-buhez ganto.Sikouret eo bet ar raktres-mañ gant Rannvro Breizh.

Ur rouedad kemmesk a drañcheoù, kantadoù a gilometradoù anezho etre ar menezioù Vosges ha mor an Hanternoz, pa vez anv eus talbenn ar c’hornog nemetken ; daou viz emgannoù hag hanter-kant, war zouar ha war vor, met en aer ivez ; milionoù a dud lazhet ha muioc’h a brizonidi, a dud gloazet, a gorfoù hag a eneoù mac’hagnet, ha mac’hagnet-euzhus a-wechoù, n’eus nemet soñjal er gevredigezh tud difetet brudet, siwazh, a oa bet anvet «Gueules cassés» gant o diazezourien – en o zouez e veze kavet Albert Jugon, ur Breton eus Montreuil-sur-Ille… Un dae eo ar Brezel Bed Kentañ evit spered an den, enta, ken ledan, ken kemplezh hag eo bet.

Ha padal, e-touez kement a draoù spouronus, ma fell deomp kompren da vat peseurt euzh an hini a oa bet bevet neuze, penaos en doa dislammet ar feulster e kreizig-kreiz ar bloavezhioù 1910, o klozañ trumm ur mare a vez graet «Belle époque» eus outañ alies, emichañs ez eo o vont tal-kichen an dud vunut e c’hellimp en ober. Hag e-touez an holl mammennoù a c’hall an istorour implij, sur a-walac’h ez eo skridoù ar soudarded ar re a ziskouez ar gwellañ petra eo bet ar Brezel Bed Kentañ a-benn ar fin.

Setu pezh a ginnig hor teulfilm web deoc’h : mont da heul eizh soudard breton o lenn al lizhiri bet skrivet ganto, kuzhet en un trañche el linenn dan pe en ur c’hantonamant-diskuizh sioul pe siouloc’h. Anvet e oant Jules, Henri, Louis, Jean, Frédéric pe Auguste. War ar vicher mestr-skol, ofiser a-vicher, peizant pe memes person e oant. Eus Breizh-Uhel ha eus Breizh-Izel e oant hag emaint o vont da lakaat ac’hanomp da zizoleiñ ar Brezel Bras.

Koulskoude, daoust ma ‘z int tud disheñvel-mat, ne c’hello ket an eizh test-mañ diskouez deoc’h pep tamm eus ar brezel luzius-se. Soudarded war droad ma oant holl, n’eo ket bet bevet ar memes brezel ganto ha gant an artilherien, hag ar vartoloded, ar brizonidi, ar re bac’het pe ar re chomet er gêr kennebeut. En o lizhiri e lenner petra oa ar brezel bevet er vouilhenn, e foñs an trañcheoù. Ha dre an dra-se ez eo kreñvoc’h o testenioù c’hoazh.

Perak labourat gant lizhiri-brezel ?

E 1881 e oa deuet ar skol da vezañ digoust ha rediet, ha setu e oa aet war wellaat live skol an dud a-galz. A-hed ar Brezel Bed kentañ e kenskrivas ar soudarded gant o familh hag o mignoned. Ouzhpenn dek miliard lizher a zo bet eskemmet etre tout. Ur vammenn dibar eo an testennoù-se evit an neb a fell dezhañ pe dezhi dizoleiñ buhez pemdez ar soudarded. Anavezout anezho, gwelet ar brezel dre o sell personel, don, setu ar pezh a c’heller ober o lenn o lizhiri.

Perak sevel un teulfilm web ?

Peogwir en un teulfilm web e c’hall an hini a zo o sellet dibab h/e-unan e peseurt urzh e vo kontet an istor dezhañ pe dezhi. Etreoberiañ a vez kinniget dezhañ/i neuze, pezh ne vez ket graet en un teulfilm mod-kozh.Pa fello dezhañ/i e c’hello dibab ur chabistr kentoc’h evit egile, mont war-raok pe war-gil, mont donoc’h en un tem, sellet ouzh ar bonus liammet gant ar chabistr emañ o sellet outañ, lenn al lizhiri en o fezh pe tammoù anezho…

Piv eo ar soudarded ?

Implijet eo bet lizhiri eizh soudard ganemp :

  • Auguste AMICEL, bet ganet d’an 11 a viz Genver 1879 e Matignon. Beleg e oa, ha kaset e oa bet da 10vet kevrenn klañvdiourienan arme.
  • Henri BOUYER, bet ganet d’an 22 a viz Du 1883 e Paimboeuf. Mestr-skol e oa pa oa galvet da vezañ serjant en 265vet rejimant troaderien da gentañ, hag en 264vet war-lerc’h.
  • Loeiz HERRIEU (Louis Henrio hervez e anv ofisiel). D’ar 26 a viz Genver 1879 e oa bet ganet e Kaodan. Kemer a rae perzh en emsav ar varzhed, evit Breizh hag evit ar brezhoneg. Kaset e oa d’an 88vet rejimant troaderien, lec’h ma oa kaporal-fourrier e gompagnunezh. E brezhoneg en doa skrivet e lizhiri.
  • Jules LACHIVER, bet ganet d’ar 24 a viz Kerzu 1891 e Goméné. Mestr-skol e oa, ha kaset da serjant e 70vet rejimant troaderien Gwitreg.
  • Frédéric PERQUIS, bet ganet d’ar 6 a viz Genver 1896 e Dinan. A-boan e oa bet tapet e vachelouriezh gantañ pa oa bet kaset da soudard eil renkad e 25vet rejimant troaderien Cherbourg.
  • Jean PERRUSSEL, bet ganet d’ar 1añ a viz Genver 1875 e La Bouëxière. Ostiz ul leti e oa pa oa bet galvet da 76vet rejimant troaderien an tiriad.
  • Désiré ROGER, bet ganet d’ar 14 a viz Genver 1891 e Saint-Séglin. Dont a reas eus ur familh peizanted milinerien ha kaset e oa da 70vet rejimant troaderien Gwitreg.
  • Louis ROGER, breur bihan Désiré, a oa bet ganet d’an 19 a viz Du 1893 e Bruc-sur-Aff. Kaset e oa ivez da 70vet rejimant troaderien Gwitreg.

Pedet eo ar genrouedaderien da vont da heul ar baotred-se war ar pemdez, paotred disheñvel-tre an eil hag egile daoust ma oant holl o vevañ e Breizh.

Un ostilh pedagogel evit ar gelennerien

Gall a ra pep hini sellet ouzh hor teulfilm web, ha neuze bezañ soubet da vat en istor ar Brezel Bed Kentañ. Un ostilh pedagogel dibar a c’hell bezañ, neuze. Echuiñ a ra pep chabistr gant ur rann skeudennaouet gant kartoù ha skeudennoù-diell bet livet a lak ar c’hennaroud da vezañ aes da gompren ha da dreuzkas.

Penaos e vez kinniget ?

6 chabistr, urzhiet dre amzerioù ha temoù, a za d’ober an teulfilm web-mañ.

  1. Mont d’ar brezel ha dizoleiñ an tan modern

  2. Brezel an trañcheoù

  3. Brezel ar greanterezh hag emgannoù o padout

  4. Nerzh-spered ar stourmerien

  5. 1918… a-benn ar fin

  6. Dizoudardañ ha kaout soñj

Avant dernier épisode des “Clichés bretons” : Le gallo, un patois ?!

E Breizh-Uhel e vez komzet ur galleg distumet a zo tost deus un trefoufouedaj… Ma laosker o tivskouarn da straniñ e klever ar pezh a vez anvet c’hoazh gant lod un trefouedaj, ar pezh a zo e gwirionez ur yezh, anvet ar gallaoueg…

E11-S02-Le Gallo from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Bed.bzh kinniget e gouel ar filmoù Douarnenez

Al lec’hienn Bed.bzh, a ginnig tro 500 teulfilm war ar minorelezhioù, a vo diskouezet e-kerzh 38vet gouel ar filmoù Douarnenez etre an 21 ha 29 a viz eost.
Gouestlet e vo ar gouel d’an Andez ar bloazh-mañ.

[Lec’hienn ar gouel]

BCD/Sevenaduriou Breizh e Gouel Etrekeltiek an Oriant eus ar 7 betek ar 16 a viz eost 2015

BCD/Sevenadurioù Breizh a vo e Gouel Etrekeltiek an Oriant d’ar 7 betek ar 16 a viz eost2015. Gouestlet e vez 45vet FIL da Kernev-Veur hag Enez Manav.

Kinniget e vo an diskouezadeg « Ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh » e Palez ar c’hendalc’hioù. Gweladennoù heñchet a vo kinniget bemdez etre 4 eur ha 5 eur abardaez.

Daou pennad deus « Klichedoù Breizh » a vo skignet bemdez ivez er CinéFIL, sinema ar gouel.

Titourù war www.festival-interceltique.bzh.

Lid digeriñ Mézon du Cârouj

Digoret eo bet “La Mézon du Cârouj” ez ofisiel d’ar gwener 22 a viz mae tremenet e Mousterfil. Bet oc’h bet d’ober un dro du-mañ Mikaël ?

Dilennidi, tud a youl-vat hag ur bern mignoned deus ar gevredigezh « La Jaupitre » a oa e Mousterfil d’an 22 aviz maeevit lid digeriñ “La Mézon du Cârouj”.

La jaupitre a zo ur gevredigezh gouestlet da sportoù ha c’hoarioù hengounel Breizh. Hi en deus labouret war ar raktres hir-mañ rak abaoe 10 vloaz e oant o labourat wanañ !

Un ti hepken ?

Ket ! Kinniget e vez al lec’h evel ur park dudi gouestlet d’ar sportoù ha d’ar c’hoarioù hengounel evit ar re vihan hag ar re vras. War-dro un hektar (9000 m²) a zo kinniget evit c’hoari. Bez zo ur savadur anvet « Maison du Carouj » lec’h ma vez kinniget c’hoarioù tavarn da skouer hag ur park bras lec’h m’aint o staliañ “gwenodenn meizadur ar c’hoarioù”. Ouzhpenn 60 c’hoari dasparzhet en 21 stal a vo kavet benn ar fin, gant a-bep seurt doareoù. Bez e vo meur a c’hoarioù kilhoù, paledoù, bouloù evel just ha c’hoarioù nerzh evel ar bannañ voutellenn blouz !

Digoret eo d’an holl adalek 6 bloazh ha soñjet eo bet evit degemerout an dud e kadorioù ruilh. Ur rann pedagogel a zo ivez rak displeget e vez ar c’hoarioù d’an dud.

Petra dalvez Carouj ?

Talvezout a ra kroazh-hent e gallo. Ben ar fin komprenet vez eo kroaz-hent ar c’hoarioù hag ul lec’h evit lakaat an dud d’en em gejañ tro-dro da-se.

[bloc-noir]

Titouroù pleustrek

Digoret eo an ti a-hed ar bloazh d’ar mec’her, ar sadorn hag ar sure us 1 eur betek 6 eur noz hag an holl devezhioù estreget al lun e-pad ar vakañsoù eus 10 eur betek 7 eur noz. 7 € eo evit mont e-barzh a-us da 18 vloazh ha 4 € evit ar re yaouankoc’h. Kinniget e vez ur priz evit ar familhoù (4) da 18 €. Tu zo deoc’h adkavout tout an titouroù-se war ho lec’hienn internet www.carouj.bzh.

[/bloc-noir]

Emvod-Meur BCD/Sevenadurioù Breizh

Dalc’het e vo Emvod-Meur BCD/Sevenadurioù Breizh d’ar sadorn 6 a viz Even 2015 adalek 9e30 er Vauban (17 bali Georges Clémenceau) e Brest.

Studiet e vo danevell obererezh ar gevredigezh evit ar bloazh 2014 ha kinniget e vo ar raktresoù a vo kaset e 2015.

Ur pred a zo kinniget adalek 1 eur, dav eo mirout en a-raok (priz : 15 €).

Digoret eo an emvod-meur mañ d’an holl, evit en em enskrivañ pellkargit ar folenn amañ ha kasit deomp a-raok ar 25 a viz mae 2015 e Bretagne Culture Diversité, 3  bali Cosmao Dumanoir, 56100 LORIENT.

Evit kaout muioc’h a titouroù : contact@bcdiv.org pe 02 97 35 48 77.

[bloc-gris]

N’oc’h ket ezel c’haozh ? Evit emezelañ -> dre amañ

[/bloc-gris]