Stagañ a ra ar soñj-mañ kement hag ar goap : glav a ra dalc’hmat e Breizh. Gwir pe gaou ? Muioc’h a c’hlav a rafe e Breizh evit e Biarritz ? Ha pa gomzer deus ar seizh amzer e-korf un devezh, deus petra zo kaoz ?
Author: bcdadmin
Ha neuze, e Breizh emañ al Liger-Atlantel pe get ? Bewech pa vez savet ar goulenn e sav freuz ha reuz, sontadegoù ha manifestadegoù da heul… Met en tu all d’ar goulenn-se zo unan all : a-benn ar fin, pelec’h emañ penn-kentañ ha penn diwezhañ Breizh ?
Un toullad bloavezhioù zo bremañ ec’h int deut da vezañ unan deus arouezioù ar vro, e-giz an triskell pe an erminig. Deus koefoù Breizh zo kaoz. Kement ken e vezont gwelet e pep lec’h hiziv : war an ticheurtoù, ar pegsunioù, ar boestadoù gwastilli, ar boutailhadoù sistr ha war an dilhad dindan memes ! Peadra da soñjal e veze gwisket ar c’hoefoù-mañ gant an holl verc’hed e Breizh…
Gwelet e vez e pep lec’h, war an tachennoù sport koulz hag er manifestadegoù. Un arouez a-bouez-bras eo deut ar Gwenn-ha-Du da vezañ evit ar Vretoned. Ken brudet eo hiziv ken e soñj gant lod zo bet dioutañ a-holl-viskoazh. Gwir pe gaou ?
Treuzkas ar ouiziegezh tro dro d’ar “gouzout-debriñ” hag d’ar “gouzout-evañ” sed aze palioù an devezhioù a vez aozet gant ar gevredigezh Le Banquet gant sikour BCD/Sevenadurioù e Kemper (d’ar 17 betek ar 24 a viz Here) hag e Roazhon (d’ar 24 betek an 30 a viz du).
Kenaozet e vez gant BCD / Sevenadurioù ha strollad enklask war ar minorelezhioù broadel hag ar c’henelelezhioù ERMINE (CRBC Roazhon, ÉA 4451) un c’hendiviz etrebroadel d’an 23 ha 24 aviz Here 2014 e Roazhon war talbenn ar minorelezhioù hag an identelezhioù sevenadurel dirak ar bedeladur. An devezhioù-se a lakao war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).
Daoust ma c’hell bout souezhus da lod, e kas bedeladur ar blanedenn gantañ d’e heul ur c’hresk e startijenn minorelezhioù a bep seurt. Ha ken souezhus-se, a gav deoc’h ? Ha ne vefe ket, er c’hontrol, ul liamm poellek etre an daou c’hoarvoud ?
Dre ma ya ar bedeladur war-zu an unvaniñ, emañ o lakaat nec’het an arouezioù sevenadurel, ha doareoù bevañ ar minorelezhioù zoken. Ha koulskoude eo dre m’emañ o kompezañ an doareoù-se, emaint o klask sevel o fenn en-dro just a-walc’h, hag alese ar strivoù da saveteiñ ar sevenadurioù diouto o-unan, hag ar goulennoù war o emrenerezh.
Ouzhpenn da-se, dre m’emañ o tiskar ar pennadurezhioù hengounel – hag ar stadoù-broioù dreist-holl – e c’hell ar bedeladur degas nerzh da strolladoù a vez pe dindan pe a-us ar stadoù, hag alese reiñ un ton nevez d’ar pezh a reer «em-veli»dioutañ.
Erfin, dre ma kresk ar santimant emaomp holl o vevañ en hevelep «kêriadenn ar bed», dre ma tiorren ur goustiañs a-stroll eus an dañjerioù evit an denelezh, dre ma kresk niver ar pobladoù dilec’hiet a-dreuz ar bed, e teu war-wel doareoù nevez, en ur gevredigezh demokratel, da zegemer tud all, estrañjourien.
Evit afer-se emañ BCD / Sevenadurioù oc’h aozañ, gant skoazell ar skipailh enklask «Ermine», ar c’hendiviz «Minorelezhioù ha Bedeladur», a lakaio war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).
Tri darvoud a-bouez a ya d’ober ar c’hentañ kendiviz-mañ :
Soñjal – Pevar fennad-kaoz diwar-benn ar minorelezhioù ha kudenn an identelezhioù en ur gevredigezh bedelaet ;
Ober anaoudegezh – Pevar fennad-kaoz gouestlet da Republik Sakha ha Yakoutia ;
Dirouestlañ – Pevar fennad-kaoz gouestlet da zarvoudoù a-vremañ, gant ur sell aketus-tre a vo taolet ar bloaz-mañ war bro-Gatalonia ha bro-Skos, e-kreiz ar c’heleier er mareoù-mañ.
[Pellkargañ roll ar c’hendiviz]
En em enskrivañ
Aozet e vez devezhioù studi war ar glad sevenadurel dizanvez gant an OPCI, “Anneaux de la Mémoire” ha “Mémoire de l’Outre Mer”. Studiañ ha lakaat da c’houzout d’ar brasañ niver ar pezh a vez lakaet e plas war talbenn ar GSD hag ar sevenadur pobl, setu palioù an darvoud-mañ.
Un diskouezadeg war ar c’hantennerezh a vez kinniget a-hed gouel ar “Bogue d’Or” e Redon d’ar 25 ha 26 a viz here.
Titouroù amañ : http://www.gcbpv.org/?page_id=108