Goude Emgann an Alre eo en em gavet kannadourien roueel e Breizh evit marc'hata ar peoc'h. Klask a reer kavout un emglev a zoujfe koulz ouzh gwirioù Moñforzh hag ouzh re Janed Pentevr. Kas a ra ar c'hendivizoù da sinadur feur-emglev Gwenrann d'an 12 a viz Ebrel 1365, kadarnaet gant roue bro-C'hall Charlez V e 1365. Anavezet eo Yann Moñforzh da zug nemetañ. Doujañ a reer ouzh gwirioù ar re bet trec'het, ha gwarantet eo un diskounadur d'an holl. Dre skrid e lakaer reolenn an hêrezh :
- Mont a raio an dugelezh d'an hêr par e lignez ar re Voñforzh.
- Ma ne vefe hêr par ebet ez afe an dugelezh etre daouarn mab henañ ar skourr all (Bloaz-Pentevr).
- Kenkaz ne vefe hêr par ebet e vefe digor an hêrezh d'ar merc'hed.
Mont a raio Yann Moñforzh da Bariz e penn-kentañ diskar-amzer ar bloaz 1366., evit dougen gwazoniezh d'ar roue. Dougen a ra gwazoniezh lij evit an douaroù dalc'het e bro-C'hall, met gwazoniezh simpl evit an dugelezh, gant gerioù dispis ha forc'hellek. Ha pep hini eus e warlerc'hidi a zalc'ho d'ar bommoù-se, a ziskouez ar strivoù a reont evit tremen e-biou da souverenidigezh ar roue.
Un treuzvarc'had evit lakaat un termen d'ar brezel diabarzh eo feur-emglev Gwenrann. Gwarezet eo unvaniezh an dugelezh met an dizemglev a chom war-lerc'h 1364 a gaso d'an emgann e 1373, pa vo aloubet Breizh gant roue bro-C'hall hag harlu an dug e bro-Saoz. Goude ma vefe bet klasket skrapañ an dugelezh, gant Charlez V e teuio Yann IV en-dro e 1379. E 1381 e vo sinet eil feur-emglev Gwenrann, war an hevelep diazezoù eget an hini kentañ.