Merc’h henañ an dug Frañsez II hag e eil gwreg, Margalida a Foix, e oa bet ganet Anna er c’hastell ha tremenet he bugaleaj ganti etre Naoned ha Gwened. Da 11 vloaz e teuas da vezañ dugez. Goude bezañ nac’het dimeziñ da Alan a Albret, hag eñ harpet gant lod eus noblañsoù Breizh aet a-du gant roue Bro-c’hall, e kollas Anna kêr an Naoned. Trec’het hec’h armeoù e rankas-hi dimeziñ gant Charlez VIII, roue Bro-c’hall, e miz kerzu 1491 ha, war e lerc’h, gant Loeiz XII, e hêr, e chapel ar c’hastell, kement ha kadarnat he beli war an dugelezh.
En Amboise hag e Blois an hini e veze Anna o chom peurliesañ ha ral a wech e teuas e Naoned, dreist-holl etre 1498 ha 1505. He roud a laoskas avat, war Lojeiz Vras ar c’hastell, un A kurunennet ha gronnet gant erminigoù anezhañ. Un deskadurezh klasel an hini a voe pasket dezhi. Brezhoneg avat ne vestronie ket. Diskouez a ra he zro Breizh e 1505 e oa gwriziennet-don he feiz en hengoun. Levrioù prizius ha binvioù propaganda zo eus he dornskridoù enlivet, ouzhpenn an daou Istor Breizh bet urzhiet ganti digant hec’h aluzener Pierre le Baud (1505) ha digant an danevellour Alain Bouchart (1514), diwar danvez pinvidik dielloù ar c’hastell.
Ha pa oa strizh he beli e c’hellas mirout darn eus perzhioù heverk ensavadurioù Breizh, bet kadarnaet gant feur-emglev 1532.
Pa varvas e voe sebeliet he c’horf e bered ar rouaned e Saint-Denis ha serret he c’halon en un arc’hig aour (mirdi Dobrée) a voe lakaet e bez he zud, e iliz kouent ar Garmez e Naoned, evel ma oa ar c’hiz gant an noblañsoù d’ar c’houlz-se.
Skeudenn Anna, aet da dudenn vojennel, a vez implijet evit a bep seurt kefridioù, koulz ar stourm evit ar Vro hag ar bruderezh evit madoù produet e Breizh pe evit sachañ an douristed e Breizh. Diouzh un tu e vez azeulet koulz hag arouez veur difenn gwirioù Breizh ; diouzh un tu all, pa oa bet graet « dugez he botoù-koad » anezhi en XIXvet kantved, e vez sellet diouti evel pa vije anezhi enkorfadur Breizh katolik ar maezioù, ur vojenn all anezhi.
Troet gant Jean-Dominique Robin