Tabut war an deiziata

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016
Datation controversée

Tabut war an deiziata

Meur a dezenn zo savet an eil ouzh eben abaoe ar XVIIvet kantved diwar-benn ar prantad ma oa bet diazezet ar manati. Soñjal a rae da lod ne c’helled ket lec’hiañ buhez Gwenole en amzer. Lod all a soñje dezhe en doa bevet hennezh e tro ar VIvet hag ar VIIvet kantved. Lec’hiañ a rae La Borderie diazezadur manati Landevenneg e 485, harp ouzh menneg un eskob ar Vretoned adalek 461. Darn all c’hoazh a embanne e oa bet div bazenn d’ar staliadur-se : ur penitiour e-unan da gentañ hag ur manati da vat adalek ar VIIvet kantved.

Diwar buhezioù Sent e oa bet savet an holl dezennoù-se. Ha pa n’eo ket dister ar skridoù-se, n’int bet savet nemet kantvedoù goude an darvoudoù danevellet gante, relijiel o zalvoudegezh ha n’eo ket istorel avat.

Furchadegoù arkeologel

Titouroù nevez ha resis zo bet degaset abaoe gant an arkeologiezh evit a sell ouzh bloavezh an diazezañ, doareoù orin al lec’h ha kemmoù kentañ ar manati. Ar roudoù bet dastumet e-kerzh ar furchadegoù-se eo an titouroù fetis nemete diwar deroù ar manati. Diwarne eo bet lec’hiet e orin e tro ar Vvet hag ar VIvet kantved. Kadarnaet eo bet an titouroù-se gant dielfennadennoù ar c’harbon 14 bet sevenet gant ar CRDC diwar :

  • Ar c’horfoù-eskern koshañ bet kavet er vered (standilhon Ly-5783),
  • Tammoù glaou-koad tennet diwar ar c’hondon a-goulz gant an ti-pediñ (Ly-14128)

Klotañ a ra ar bloavezhiadoù-se gant ur vered frammet-mat ha kas a reont da get ar soñj e vije bet ur penetiour oc’h en em staliañ eno e-unan a-raok ar VIIvet kantved. Diskouez a reont, er c’hontrefed, eo bet diazezet ar manati gant ur gumuniezh relijiel abaoe ar penn kentañ.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « Tabut war an deiziata », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/tabut-war-an-deiziata