Madoberourien lik

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016

Daoust hag ul liamm a c’heller sevel etre ar vadoberourien garolat bet sebeliet en iliz war-dro 870 hag ar re a oa perc’henn war an domani galian-roman e deroù ar manati, war-dro ar bloavezh 500 ? N’eus diazez ebet, arkeologel pe get, d’ur respont bennaket ouzh ar goulenn-mañ. N’eus ket bet dizoloet kalz tra en tu all an archedoù hag a c’heller stagañ ken splann all ouzh ar vadoberourien lik-se. Kalzik a vezioù a renk uhel, a c’heller lec’hiañ etre ar VIIvet hag an IXvet kantved, zo bet adkavet e-kerzh ar furchadegoù. N’eus netra avat hag a rofe da c’houzout hag un abad pe unan all an hini a oa bet sebeliet enne. « Bez Gradlon » ken brudet anezhañ, da skouer, a soñje d’an holl  e oa ken kozh ha roue ar vojenn e-unan… ne oa bet savet nemet en XIIvet kantved. Bez e c’hellfe, e gwirionez, bezañ honnezh un distresadur, kantvedoù war-lerc’h, eus ar bri hengounel a veze douget da diegezh gwarezourien Landevenneg, dre un abad ganet en tiegezh-se.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « Madoberourien lik », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/madoberourien-lik