Ar bleizi hag ar sent

Aozer : François de Beaulieu / Du 2018

Delwenn sant Herve gant e heñcher Gwiharan hag ar Bleiz. Iliz Sant-Milio, parrez Gwimilio

C’hoarvezet eo da veur a sant e Breizh e vefe bet lonket e azen pe e varc’h gant ur bleiz ha raktal e voe rediet al loen ferv da stlejañ an arar e plas al loen debret. Goude-se en defe graet anezhañ ar c’hentañ ki evit tud dall er bed. En em ziskouez a ra ivez Sant Brieg bezañ «mestr ar bleizi» p’eo gouest reishaat ur bagad bleizi gourdrouzus. Disheñvel-tre istor Sant Ronan, pa ne seblant ket e vefe e bal diskouez evel darn vras an istorioù all, ez eo mestroniet bed al loened gouez ha rannadur an egor gant an dud ha gant Doue. Gwir eo e tiskouez ar vojenn ur sant Ronan o rediañ ar bleiz da leuskel da vont an dañvad a oa bet paket gantañ, met ouzhpenn da-se e « «adkroge gant ar burzhud-se bewech ma veze un dagadenn bleizi en trowardroioù ». Diouzh un tu all ez eo tamallet ar sant gant ar Geben da «dreiñ da vleiz da vare al loar nevez», met ivez da wastañ tropelladoù an trowardroioù, ha da dagañ an dud zoken. Padal, m’eo kustum sant Ronan sioulaat ar chas ferv sañset kaset da wiriekaat e zigablusted, ouzhpenn da se e kas merc’h ar Geben a varv da vev, pa oa bet mouget gant un tamm bara, goude ma vefe bet bac’het en un arc’h, evit ma vefe bet tamallet ar sant da vezañ bet skrapet anezhi.

Pezh a gaver boutin en tri darvoud-se : pezh a zegouezh gantañ e-keñver ar bleizi, ar chas pe ar plac’hig, e tiskouez Ronan bezañ an hini a c’hell mestroniañ ar c’harvanoù, an hini a zistard pezh a oa stardet (geol ar bleiz, genou ar plac’h), digeriñ a ra pezh a oa serret (geol ar chas).Moarvat en deus bet da hêrezh perzh un doue keñveriet gant an deiziadur Galian loar-heol, lec’h ma rank ur miz loar bezañ tennet ur wech ar mare. Alese e vefe deuet ivez an dro-lavar pobl «mirout al loar diouzh ar bleiz» ha kredennoù all.

Strollad delwennoù :sant Herve, e heñcher Guiharan hag ar bleiz. Chapel Sant-Houarno, Lanouelan - BCD. Luc’hskeudenn gant Julie Léonard.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Ar bleizi hag ar sent », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/11/2018.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-bleizi-hag-ar-sent

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité