Enkadenn an Impalaeriezh nevesañ
Fin voe gant ar peoc’h hag ar binvidigezh a rene e Galia abaoe ouzhpenn daou gantved p’en em gavas an impalaeriezh roman en un enkadenn vras e kard diwezhañ an IIIde kantved goude J.K., koulz evit a sell ouzh hec’h armeoù, hec’h ensavadurioù hag he buhez sokial.
Koazhañ a reas pennkêrioù ar c’heodedoù roman neuze, bep ma veze savet enno mogerioù kreñv da wareziñ tachennoù strishoc’h evit ar gêr en he fezh (Roazhon, Gwened, Naoned) ; War ar maez ivez e voe distrujet, pe dilezet ul lodenn vras pe vrasoc’h eus savadurioù ar c’henkizoù a rene war an atantoù bras ; kement all a c’hoarvezas en Arvor e lec’h ma voe dilezet ar stalioù salañ pesked, evel e bro Douarnenez e lec’h ma oa kalz dioute.
N’eo ket aloubadegoù zo bet kaoz a gement-se
Ne gred da zen ebet ket ez eo argadoù ar C’hermaned, dre an douar pe dre ar mor, a vije bet kaoz a gement-se. Diskouez a ra kentoc’h ar c’huzhiadoù pezhioù moneiz niverus d’ar c’houlz-se pegen nec’het e oa ar boblañs abalamour da reolennoù nevez hag a lakae talvoudegezh an arc’hant da goazhañ. N’eo ket evit stourm ouzh « morlaeron » c’hermanat kennebeut all e oa bet savet mogerioù kreñv Alet e Sant-Malo, ar Yeoded e Ploulec’h (dep. An Arvor) hag e Brest e fin an IIIde kantved : evit kadarnaat surentez ar c’henwerzh war vor an hini oa.
Diaesoc’h eo ijinañ ar c’hemmoù zo bet e buhez pobladoù romanekaet Arvorig e-kerzh an daou gantved war-lerc’h.War-bouez ar c’hêrioù a oa bet savet mogerioù-kreñv tro d’o zro, ez eas ar re-se, arouez ar sevenadur roman er proviñsoù, war goazhañ, ha pa voe un tamm adkrog gante e deroù ar IVre kantved. Dilezet pe tost-distrujet e voe savadurioù publik ha prevez pennkêrioù ar c’heodedoù : forum ha c’hoariva Gwened, Neved Haut-Bécherel e Corseul (dep. An Arvor), dourbont Karaez (Penn-ar-Bed). Ne gaver roud ebet eus un adsavidigezh pe eus ul labour reneveziñ da vat er c’henkizoù war ar maez kennebeut all, war-bouez un nebeud re e su ar Vro (tro-dro da Wened hag e Bro-Naoned), nepell eus traoñienn al Liger a oa bet merket donoc’h gant ar sevenadur roman. Taolioù kempenn dister a gaver enne memestra, hag a ziskouez e oa annezet al lec’hioù-se c’hoazh.
Dilez ar mod « roman » da vevañ
Ne soñj da zen ebet ken e vije bet an annezidi-se trimarderien pe trevidi brizh-romanekaet a vije bet degaset eus Breizh-Veur gant ar Romaned evit difenn Arvorig diouzh argadennoù ar C’hermaned. Priajoù hag endalc’hoù gwer zo bet kavet enne hag a oa deuet a bell-vro : eus koadeg Argona, eus trowardroioù Bourdel hag eus su Breizh-Veur : re ger a enporzhadennoù evit pobladoù kouezhet diwar lost ar c’harr.
Un displegadenn sevenadurel zo d’an dizoloadennoù souezhus-se e gwirionez : ha pa zalc’has brientinelezh c’halian norzh Galia, e kêr koulz ha war ar maez, da chom en o zier hag en o c’henkizoù, e tilezas ar re-se o mod-bevañ romanekaet, oc’h ober salioù bras pe stalieroù eus salioù-dour o c’henkiz, o sevel fornioù war daroù pe ouzh indu livet o salioù-degemer hag o sevel pourpezioù koad hag ardilh un tamm pelloc’h diouzh o zier masonet.
Azginivelezh ar galloud lec’hel
D’ar vrientinelezh c’halian-se e oa ivez ar rikoù metal (spilhennoù, boukloù gouriz) bet dizoloet e lec’hioù zo ha p’eo bet soñjet e-pad pell e oant roudoù un aloubadeg armet deuet eus Breizh Veur pe eus lec’h all. Reiñ a ra ar relegoù koustus-se da c’hoût o doa adkavet ar vrientinion c’halian ur galloud politikel ha / pe difenn an urzh bep ma yae frammoù melestradurel an impalaeriezh da get. Ur renkadur sokial ha frammoù politikel nevez a oa o tiflukañ tra ma yae roudoù diwezhañ ar romanekadur diwar-wel ha ma teue ar sevenadur kent war c’horre en-dro e maezioù Arvorig.