Anne Hamon - Sant Nigouden
Anne a zo bet o chom e Sant Nigouden abaoe he bugaleaj. Kont a ra deomp penaos ez ae d’ar skol ha d’ar pañsion gwechall, ha pegen disheñvel eo ar vuhez bremañ.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Peseurt … peseurt choñjoù 'peus deus ho yaouankiz
Anne : Beñ … mi zo ganet amañ
Lors : Ya
Anne : 'ba 'n ti-ma' … ma zud 'oa 'chom amañ … beta' 'n oad 'bemp plâ 'oan bet ama' hag... war-lerc'h oan aet da skol da Lanruen n'on ket bet gwech ebet 'ba skol 'ba Sant Nigouden « euh » ma zud 'ga'e 'oa ze re bell pe'r gilometr dimp war hom zreid … war ma zreid koa
Lors : A a a a ...Laruen 'oa tostoc'h
Anne : Daou gilometr … ha bord an hent-pras goude 'oan ... » euh « … oaint 'chom setu ' ga'e 'dê oa aesoc'h timp mont … mont da skol enan … ha 'omp bet enan 'beta' 'n oad a eizh vlâ ha goude beñ 'omp aet en pañsion da Gallag da di ar seurezed ha neuhe 'on bet eizh vlâ all enan
Lors : Heñ heñ
Anne : Hag … beñ war-lerc'h on bet 'chom 'ba yêr
Lors : A ya
Anne : Gant ma zud koa
Lors : Ha pé oad oec'h pe pe pe pe oec'h addeit da jom 'ba 'ba 'r gêr goude …
Anne : C'hwezek vlâ
Lors : C'hwezek vlâ
Anne : C'hwezek vlâ … hend-ell 'vijemp en pansion 'vi'emp ket gwech ebet 'ba yêr …
Lors : Gwech ebet
Anne : 'met ar vakañsoù Nedeleg … ha vakañsoù Pask … bé' oa bet … bé 'oa … 'be 'oan aï pe'rzeg pé bemzeg vlâ … seurezed 'na bet joñjet lakaad an dud da zont da yêr ur wech er miz...
Lors : Ya
Anne : Mim 'c'halle dont kar g' er c'hourier 'dremene 'ba Ti Bour ahe tal kichen ha 'dapem er c'hourier … er c'hamion … 'h aemp 'ba mesk ar c'holioù 'ba … 'r c'hamion ha vijemp dia'set beta' Ti Bour ahe ha war-lerc'h 'taemp war hom zreid beked amañ
Lors : Ya
Anne : Med ze 'oa ket bet derc'het kar... mim 'c'halle dont da yêr med ar re all … 'oa ket otoioù 'ba 'r mare-ze
Lors : A nann
Anne : Ha d'hont treseg Plourac'h ha Karno'd 'oa ket oto 'bet … setu 'oa bet leusket ze da gouéo
Lors : Ha peseurt mod 'rae an dud neun
Anne : Beñ an dud …. 'chomemp 'pad ar blâ … deus… ken 'oa gouelioù ned … 'haemp da skol 'ba miz gwengolo aze ha 'daemp ket di yêr 'raok Nedelek
Lors : A ya
Anne : A ya 'giz-ze 'oa heñ
Lors : Ha war-lerc'h 'vije ret gortoz bita' Pask
Anne : A Pask 'darre 'vijemp eï … 'pad pemzekté 'h aemp war hom zreid da skol ka ' wechoù er skol ne gomañse ket derc'hmat d'ar merc'her … ma mije bet komañset skol d'er merc'her 'oa an otokar 'ba Kroaz Taset ahe Jan-Maï Glé hag... pe vije kroget ar skol 'vije laket hom dilhad hag al lianaj hag hon liseioù 'ba 'n otokar 'vijent plaset 'ba skol ha 'benn vi'e an dé da gomañs skol 'h aemp war hom zreid deus amañ beta' Kallag ma mamm gant hi velo ha mac'had 'vije un dra bennag ganti war 'r portbagaj med 'h aemp tout war hom zreid da Gallag
Lors : A ya da Gallag ya
Anne : Ha ma vije vakañsoù ...ma vije vakañsoù d'ar merc'her 'taemp ga' 'n otokar … pugur dremene 'ba beg an hent amañ … 'taemp gantañ di yêr
Lors : Hmm hmm
Anne : ' Mod-se 'oa kont gwechell koa
Lors : Gwechell ya
Anne : Brem' é chañch't brem' 'ta tout an dud di yêr bemde' memes bep sun ha gai'ant ze stert med ze 'zo … pé vé un den abituet deus er vizer 'n'om abitua an den deus tout heñ
Lors : O ya ya
Anne : A a a a mim meum' … n'om' ket bet … memes meump souvenirioù mad deus ze … da ve'an bet gant re ell … 'n'on abitui' 'ra an dud koa heñ
Lors : Ya ya
Anne : Brem ' gav t\dê n'eus ket voaien da vevo 'giz-se med me gav din 'zo voaien c'hoazh koa med bon pugur brem' 'zo un oto 'ba pep ti .. veint kaset da skol d'ar beure … 'h er da glask nê da noz pe'tamant zo un otokar hag a dremen è 'ba beg an heñchoù 'mod-se … a gas nê da skol da Vael-Pistien amañ 'zo bugale 'h a ga' 'n otokar da skol
Lors : Ya
Anne : Vè' ur … penaos vé lar't ze in brezhoneg oaran ket ur « service autocar «
Lors : Ya
Anne : Ha bep beure ha beb abardae' 'veint di'as't d'ar beure taint da dapo nê ha d'an abardae' di'asaint nê da yêr
Lors : Ya … ya med gwechall 'oa 'michañs 'ba' 'r pansion 'oa plijadurioù è
Anne : Geo afin bon …ar vuhe 'oa 'giz-se .. med 'glaskemp ket memes pugur 'welemp ket …
Lors : Nann
Anne : Bé welit ket serten traoù 'zo peus ket c'hoant da ... da ga'd nê
Lors : A nann
Anne : Brem' ar vugale goud' 'wela' tout … 'h eint da heuil o zud pé veint 'c'h ôr komisionoù pé in « vacances « bé welant neuint c'hoant da ga'd mim pugur mamp ket mamp ket c'hoant da ga'd heñ 'oaremp ket pet'a 'oa zé a a a a a
Lors : Beñ nann dija 'benn ...'benn kaoud c'hoant da ga'd un dra bennak 'faota' gwel' 'neï
Anne : Ya a-hend-ell … nann
Lors : Hend ell 'peus ket joñj deus an dra-he koa
Anne : Nann nann nann
Lors : Nann nann ha just 'wac'h... c'hwi 'h ae da ...da varc'had da Gallag
Anne : Ya ma zud-me 'h ae è pugur ….gant moc'h pe gant saout ha c'hoazh amañ me zad pé 'h ae gant ...d'ar marc'had gant saout … n' ae ket war e …. da zigentañ matren 'h aent war o zreid m'eus ket joñj deus zé med gwelet 'm eus kamion re Iffig Thépault marc'hadour kezeg 'ba Kroaz Taset…heñzh 'na komer't anfin penaos 'larfen zé 'oaran ket... 'gase 'n hain…'vije goulet ha ‘h ae da gas ur penn-saout dac'h d'ar marc'had da Gallag … war blasenn...
Lors : A ya set'
Anne : An "transport"
Lors : A ya Thepault ' dromene dre...
Anne : Beñ 'tae 'ba 'r feurm 'tae amañ … 'vije parket ul loen saout ha 'h ae d'ar marc'had gantañ da Gallag koa
Lors : Ha iañ … iañ a zigase an arc'hant goude
Anne : Ma zad 'h ae war-lerc'h en velo zur 'wac'h heñ
Lors : A da surveilho
Anne : Da glask an erc'hant 'vel just hm hm hm hm
Lors : A ya ya
Anne : Mod-se 'ma' kont koa
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Peseurt… peseurt soñjoù ho peus eus ho yaouankiz
Anne : Beñ… me zo ganet amañ
Lors : Ya
Anne : E-barzh an ti-mañ… ma zud a oa o chom amañ… betek an oad a bemp bloaz e oan bet amañ hag... war-lerc'h oan aet d'ar skol da Larruen… n'on ket bet gwech ebet e-barzh ar skol e-barzh Sant Nigouden « euh » ma zud a gave e oa se re bell… pevar gilometr dimp war hon zreid… war ma zreid koa
Lors : A a a a a Larruen a oa tostoc'h
Anne : Daou gilometr… ha bord an hent bras goudronet… e oant o chom setu a gave dezhe e oa aesoc'h dimp mont… mont d'ar skol eno… ha ‘omp bet eno betek an oad a eizh vloaz ha goude beñ… omp aet e pañsion da Gallag da di ar seurezed ha neuze on bet eizh vloaz all eno
Lors : Heñ heñ
Anne : Hag… beñ war-lerc'h on bet o chom e-barzh ar gêr
Lors : A ya
Anne : Gant ma zud koa
Lors : Ha pe oad e oac'h pa pa pa pa oac'h addeuet da chom e-barzh… e-barzh ar gêr goude
Anne : C'hwezek vloaz
Lors : C'hwezek vloaz
Anne : C'hwezek vloaz… a-hend-all e vezemp en pañsion… ne vezemp ket gwech ebet e-barzh ar gêr …
Lors : Gwech ebet
Anne : Nemet ar vakañsoù Nedeleg… vakañsoù Pask… bez e oa bet… bez e oa… pa oan erruet pevarzek pe pemzek vloaz… seurezed o doa bet soñjet lakaat an dud da zont d'ar gêr ur wech ar miz…
Lors : Ya
Anne : Ni a c'halle dont kar gant ar c'hourrier a dremene e-barzh Ti Bourk aze e-tal kichen a dapemp ar c'hourrier… ar c'hamion… ec’h aemp e-mesk ar c'holioù e-barzh… ar c'hamion hag e vezemp degaset betek Ti Bour aze ha war-lerc'h e teuemp war hon zreid betek amañ
Lors : Ya
Anne : Mes se ne oa ket bet dalc'het kar… ni a c'halle dont d'ar gêr mes ar re all… ne oa ket otoioù e-barzh ar mare-se
Lors : A nann
Anne : Ha da vont etrezek Plourac'h ha Karnoed ne oa ket oto ebet… setu e oa bet laosket se da gouezhañ
Lors : Ha peseurt mod a rae an dud neuze
Anne : Beñ an dud… e chomemp e-pad ar bloaz… deus… ken a oa gouelioù Ned... ec’h aemp d'ar skol e miz Gwengolo aze ha ne deuemp ket d'ar gêr a-raok Nedeleg
Lors : A ya
Anne : A ya e-giz-se e oa heñ
Lors : Ha war-lerc'h e veze ret gortoz betek Pask
Anne : A Pask adarre e vezemp erruet… e-pad pemzektez ec’h aemp war hon zreid d'ar skol kar a- wechoù ar skol ne gomañse ket dalc'hmat d'ar merc'her… ma 'm bije bet komañset skol d'ar merc'her e oa an otokar e-barzh Kroaz Taset aze Jean-Marie Glez ha pa veze kroget ar skol e veze lakaet hon dilhad hag al lianaj hag hon liñselioù e-barzh an otokar... e vezent plaset e-barzh ar skol hag a-benn a veze an deiz da gomañs skol ec’h aemp war hon zreid deus amañ betek Kallag… ma mamm gant he velo ha moarvat e veze un dra bennak ganti war ar « porte-bagage » mes ’h aemp tout war hon zreid da Gallag
Lors : A ya da Gallag ya
Anne : Ha ma veze vakañsoù… ma veze vakañsoù d'ar merc'her e teuemp gant an otokar… peogwir a dremene e-barzh beg an hent amañ… e teuemp gantañ d'ar gêr
Lors : Hmm hmm
Anne : ‘Mod-se e oa kont gwechall koa
Lors : Gwechall ya
Anne : Bremañ eo cheñchet bremañ e teu tout an dud d'ar gêr bemdez memes bep sizhun hag a gavont se start… mes se zo… pa vez an nen abituet diouzh ar vizer en em abitua an nen diouzh tout heñ
Lors : O ya ya
Anne : Ni n’hon oa ket… N’omp ket bet… Memes hon eus souvenirioù mat deus se… da vezañ bet gant re all… En em abituiñ a ra an dud, koa, heñ...
Lors : Ya, ya
Anne : Bremañ a gav dezhe n'eus ket voaien da vevañ e-giz-se mes me a gav din a zo voaien c'hoazh koa mes bon peogwir bremañ a zo un oto e-barzh pep ti… e vezont kaset d'ar skol d'ar beure... ec’h aer da glask anezhe da noz peotramant zo un otokar hag a dremen ivez e-barzh beg an hentoù ‘mod-se… a gas anezhe da skol da Vael-Pestivien… amañ zo bugale ac’h a gant an otokar d'ar skol
Lors : Ya
Anne : A vez ur... penaos e vez lâret se e brezhoneg ne oaran ket ur « service autocar »
Lors : Ya
Anne : Ha bep beure ha bep abardaez e vezont degaset… d'ar beure e teuont da dapout anezhe ha d'an abardaez e tegasont anezhe d'ar gêr
Lors : Ya... ya mes gwechall e oa emichañs e-barzh ar pañsion e oa plijadurioù ivez
Anne : Geo anfiñ boñ... ar vuhez a oa e-giz-se… mes ne glaskemp ket memes peogwir ne welemp ket
Lors : Nann
Anne : Pa na welit ket serten traou zo n'ho peus ket c'hoant da… da gaout anezhe
Lors : A nann
Anne : Bremañ ar vugale gwelet a reont tout… ec’h eont da heuliañ o zud pa vezont oc'h ober komisionoù pe en « vacances » pa welont o deus c'hoant da gaout… ni peogwir n’hon oa ket... n'hon doa ket c'hoant da gaout heñ… ne oaremp ket petra e oa se a a a a
Lors : Beñ nann dija a-benn … a-benn kaout c'hoant da gaout un dra bennak e faot gwelet anezhi
Anne : Ya a-hend-all nann
Lors : A-hend-all n'ho peus ket soñj eus an dra-se koa
Anne : Nann nann nann
Lors : Nann nann ha just a-walc'h… c'hwi 'h ae da… d'ar marc'had da Gallag
Anne : Ya ma zud-me 'h ae ivez peogwir… gant moc'h pe gant saout ha c'hoazh amañ ma zad pa 'h ae gant… d'ar marc'had gant saout… n'ae ket war e… da zigentañ marteze ec’h aent war o zreid n'am eus ket soñj eus se mes gwelet 'm eus kamion re Iffig Thépault marc'hadour kezeg e-barzh Kroaz Taset… hennezh en doa kemeret... anfiñ penaos e lârfen se… ne oaran ket… a gase an hini… e veze goulennet ha ‘h ae da gas ur penn-saout deoc'h d'ar marc'had da Gallag… war ar blasenn...
Lors : A ya setu
Anne : An « transport »
Lors : A ya Thepault a dremene dre...
Anne : Beñ e teue e-barzh ar feurm… e teue amañ… a vije parket ul loen-saout ha ‘h ae d’ar marc'had gantañ da Gallag koa
Lors : Hag eñ… eñ a zegase an arc'hant goude
Anne : Ma zad 'h ae war-lerc'h en velo sur a-walc'h heñ
Lors : A da surveilhañ
Anne : Da glask an arc'hant evel-just hm hm hm hm
Lors : A ya ya
Anne : ‘Mod-se oa kont koa