Krouet e voe Kevredigezh etre-komunioù ar geodediz a sell raktres aerborzh Kêrnitron-al-Lanneier oute (ACIPA) gant annezidi Kêrnitron-al-Lanneier hag ar c’homunioù tostañ d’ar 16 a viz du 2000. Kelaouiñ ar boblañs ha frammañ ar stourm an hini e oa he c’hefridi. O toujañ d’an eskemm soñjoù, d’al lezennoù ha da reolennoù an demokratelezh hag ar geodedelezh e vroudas an ACIPA ur c’hendiviz foran a gemeras ul lodenn vras eus an annezidi hag eus ar c’hevredigezhioù lec’hel perzh ennañ, koulz hag en enklask war dalvoudegezh publik ar raktres. Bras e voe an dipit eta, da heul an daou zarvoud-se, pa voe kadarnaet ar raktres hag embannet an dekred a anzave e dalvoudegezh publik, en desped d’an enebiezh a oa bet lakaet splann war-wel gant ar bras eus an an alioù bet enrollet.
Pa ne oa ket trawalc’h kas divizoù foran ha klemmoù d’al lezioù-barn e reas ivez an ACIPA, kerkent ha krouet, gant doareoù stourm fetisoc’h, e sell d’an holl war an dachenn. D’ar 24 a viz even 2001 e voe savet ar c’hentañ piknik en-dro d’ur gouel-stourm, 1 500 a dud pe war-dro o kemer perzh ennañ. D’ar 25 viz even 2006 en em vodas tost da 4 000 a dud da frammañ tresad al lugan « Harz d’an aerborzh ! ». E 2007 e voe harpet gant an ACIPA krouidigezh Le Rosier, an ti kentañ bet ac’hubet er ZAD. Goude-se e kasas nouspet klemm d’ar velestradurezh ha d’al lezioù-barn, a-enep diklêriadenn talvoudegezh foran ar raktres, a-enep an dekred a roe koumanant da Vinci hag all… D’ar 1añ a viz gouere 2018 e tivizas ar gevredigezh en em ziframmañ dre ma oa bet tizhet he fal nemetañ : dilez raktres an aerborzh.