Oadvezh an Houarn e Breizh

Aozer : Yves Menez / Eost 2020
E-kerzh an VIIIvet kantved kent JK e voe kroget da labourat houarn e kornog Europa. Un danvez n’halled ket dioueriñ anezhañ e teuas buan da vezañ. Degas a reas an ostilhoù houarn kemmoù bras er gevredigezh.

Ur metal efedusoc’h koulz evit an armoù hag an ostilhoù

Etre 750 ha 400 kent JK eo bet lec’hiet roudoù kentañ labour an houarn e Breizh. Fiziadoù bouc’hili arem o brec’h kleuz zo bet douaret e-leizh d’ar c’houlz-se e kornog Bro-Frañs. Ne oa ket ostilhoù anezho. Gouestloù e oant moarvat peotramant danvez ur moneiz, da vuzuliañ ar binvidigezh, aezet o lakaat a-gostez hag o implijout en eskemmoù.

Ur fiziad bouc’hili o brec’h kleuz, bet dizouaret gant Eric Nicolas e La Porte (Tregaeg). Foto gant Yves Menez, INRAP

Atantoù da badout

Lec’hioù annez dezho ur c’hloz pe meur a hini a oa bet savet d’ar c’houlz-se. Bevennet e oant gant kleuzioù pe gant klouedoù, enno un ti, un nebeut pourpezioù, garidennoù en o zouez, hag un nebeut parkoù evit ar chatal hag evit an trevadoù. Perzh eo al lec’hioù-se eus al lañs a oa bet er VIvet hag er Vvet kantved kent JK war ar sevel atantoù gant tiegezhioù zo. Pa veze dilezet an dachenn kentoc’h, kerkent ha diwadet an douar, e padas an atantoù-se da vat, o perc’hennañ an tiriad hag o tennañ gounid diwarnañ a-hed meur a gantved a-wechoù, a-drugarez da gizioù nevez da labourat an douar.

Les nécropoles familiales

Maen-sav kizellet Kêrvaria (Pont-an-Abad, 29), dezhi stumm ur biramidenn rontaet he beg hag he sichenn, kizelladennoù war he fevar zal. Hervez ar rentañ-kont bet savet gant Pierre du Châtelier diwar he dizoloadenn d’an 30 a viz ebrel 1895 (BSAF, 1898)
Beredoù tiegezh zo bet dizoloet e-tal-kichen an atantoù-se, nebeutoc’h evit tregont bez anezho peurliesañ. Mein-sav zo bet kavet eno ivez, kizellet warne rizennoù geometrek hañval ouzh ar stampoù kaer a weler war galz a briajoù ha war un nebeut rikoù metal.

Kemmoù bras a c’hoarvezas er beredoù-se e diwezh ar Vvet kantved. Dilezet e voe ar pep brasañ anezho, koulz hag annezioù zo. Atantoù zo a badas avat ha pa voe dilezet o bered. Klotañ a ra an dilezioù pe an diskrogoù-se el labour-douar gant ur prantad yenoc’h ha gleboc’h, kontrol d’an trevadoù.

Atantoù a-vil-vern

E-doug an tri c’hantved diwezhañ kent JK e tapas an trevañ ul lañs nevez bep ma wellae an hin. Adsavet e voe an atantoù kozh hag astennet o zachenn a-galz. Miliadoù a reoù nevez a voe savet ivez. Degaset eo bet war-wel gant ar furchadegoù hag ar c’hlaskadennoù diwar-nij e oa ken stank an atantoù war an douaroù gwellañ, e diwezh an eil kantved kent JK, hag ar re zo bremañ. Diorreet e oa bet an eskemmoù hag an dezougen marc’hadourezh betek ar marc’hadoù a-benn neuze, a-drugarez d’ur rouedad gwenodennoù ha karrhentoù.

Dispak ar c’hêrioù

Adalek an IIIde kantved kent JK  e teuas atantoù zo da vezañ gwir kêriadennoù, dezho savadurioù bras, mogerioù-kreñv ha tourioù. Eveshaet ha mestroniet e veze an tiriad tro-war-dro gant ar c’henkizoù lorc’hus-se. En eilvet kantved kent JK e tiflukas kalz a gêriadennoù galian, degadoù a zevezhioù arat anezho, e skeud annezioù bras-meurbet ar vrientinelezh.

Ur sell ouzh kêriadenn Paoul er 1añ kantved kent JK, en-dro da annez kreñvaet ar vrientinelezh – Laurence Stéphanon AGP Yves Menez

Moneiz ha galloud politikel

Gant diorroadur an eskemmoù e teuas ar moneiz war-wel etre an IIIde hag an eil kantved kent JK. Ne veze ket implijet ar pezhioù moneiz-se, metalioù prizius anezho, evit ar prenadennoù pemdeziek. Ne dalvezent nemet da verniañ pinvidigezh ha d’an eskemmoù bras, war dachenn ar geoded evit ar pep brasañ anezho. Lod n’int bet implijet nemet war tiriadoù strishoc’h c’hoazh, ar pagi, broioù bihan emren awalc’h e diabarzh ar geoded. Gant ar vrientinelezh c’halian, bodet er sened, evel m’eo bet meneget gant Kaezar diwar ar Venetiz, e veze mestroniet ha meret buhez pemdez an tiriadoù-se.

Pezhioù elektrom an Osismiz a veze implijet evit an eskemmoù meur, war-dro 50 kent JK (Miridi Breizh, Roazhon) – Foto diwar Sammyday (Wikimedia)

Adframmet an tiriadoù hag ar c’hêrioù war-lerc’h aloubadeg ar Romaned

Digor-bras e oa dorojoù kornog Europa d’ar Romaned war-lerc’h aloubadeg su-Galia etre 125 ha 117 kent JK. E 57 kent JK e kasas Kaezar ur brezel a-enep ar Velgiz hag an Arvorigiz ha trec’het e voe ar re-mañ gantañ. E 27 kent JK e oa rannet Galia e teir broviñs : Akwitania, Belgia ha Galia Lugdunensis, Aremorica en enni. Rannet e oa an tiriad dre geodedoù hag a glote mui pe vui gant tachennoù kent ar pobladoù galian, ur gêrbenn da bep hini anezhe, evel ma oa ar c’hiz er broioù kreizdouarel.

En Arvorig e oa bet kavet gwel sevel penn-kêrioù nevez, e lec’hioù a glote gwelloc’h gant ar mod roman da frammañ kêr. Dilezet e voe al lod brasañ eus ar c’hêriadennoù galian a-benn neuze. Darn anezhe avat, dre ma oant lec’hiet mat-awalc’h e framm nevez an tiriad, a zalc’has da greskiñ ha dont a rejont da vezañ kêriadennoù roman dindan beli penn-kêrioù ar c’heodedoù.

 

Troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves Menez, « Oadvezh an Houarn e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/oadvezh-an-houarn-e-breizh

levrlennadur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité