Koñkourioù abaoe pell.
N’eo ket nevez ar voaz da sevel koñkourioù sonerien daou-ha-daou e Breizh : degadoù dioute zo bet renablet abaoe an XIXvet kantved.
Aet eo ar voaz da henvoaz ha da reol zoken adal ma oa bet krouet Bodadeg ar Sonerion (BAS) e fin ar bloavezhioù 1940. E 1949 e voe aozet e Kemper, da goulz Gouelioù Kerne, kentañ kenstrivadeg gwellañ sonerien Breizh, digor koulz d’ar sonerien daou-ha-daou ha d’ar bagadoù, strolladoù sonerien nevez deuet war-wel e bed sonerezh Breizh. Koulz ar biniou kozh hag ar biniou bras, krouet gant Dorig Le Voyer, a veze sonet neuze gant ar sonerien daou-ha-daou.
Bep eil bloaz e oa ar c’hoñkour-se da vezañ dalc’het e Kemper. A-benn ar fin ne voe dalc’het e Kemper nemet ur wech. E Kemperle e voe savet koñkour ar bagadoù e 1951 hag e Gourin hini ar sonerien daou-ha-daou un nebeut bloavezhioù war-lerc’h.
Dilojet ar c’hoñkour e Gourin
Dibabet e voe Gourin abalamour d’ur chapel war ar maez, nepell eus an hent a gas da Garaez, gouestlet da Sant-Herve, sant-patron ar sonerien, sañset. En he c’hloz e kustumas ar c’houbladoù sonerien d’en em gavout adalek 1955 da goulz pardon o sant-patron, kuit a genstrivadeg ebet er penn-kentañ.
E 1957 e voe aozet kentañ koñkour Gourin « Gwellañ sonerien Breizh », a zeuas da vezañ « Kampionad Breizh ar sonerien daou-ha-daou ». Evel e Kemper, un nebeut bloavezhioù a-raok, e kenstrive an holl sonerien er memes rumm, ne vern e vije ur biniou kozh pe ur biniou bras gante. Adalek 1964 an hini e voent disrannet.
Ur prantad diaes
E fin ar bloavezhioù 1970, abalamour da dabutoù a bep seurt, e voe divizet aozañ ar c’hampionad a gêr da gêr eus an eil bloaz d’egile. E Pleuwigner, Bro-Wened, e voe savet eta e 1979 hag e Larruen, Kerne-Uhel, e 1980. E 1981 ne voe savet kenstrivadeg ebet ha dont a reas splann e ranke ar c’hoñkour bezañ savet e Gourin en-dro. Evel-se e voe graet ar bloaz war-lerc’h hag evel-se emañ abaoe.
A vloaz da vloaz e kemeras muioc’h-mui a sonerien perzh ennañ, kement ha ken brav ken e rankas an aozourien sevel rak-kenstrivadegoù. Savet e voe ar re-se eus an eil bro-dañs d’eben, e Breizh-Izel koulz hag e Breizh-Uhel, da goulz gouelioù hengounel peurliesañ
Da zeiz ar c’hampionad e rank pep koublad seniñ un ton a bep rumm bras eus sonerezh hengounel Breizh : ton-bale, ton a-boz ha ton-dañs. D’ar sul beure emañ an div genstrivadeg kentañ tra ma vez dalc’het an trede hini, an hini brudetañ-tout, goude-merenn, da goulz ur fest-deiz hag a sach kantadoù a zañserien. Evit ma vefe ar varnidigezh ar reishañ ma c’haller, e vez savet c’hwec’h strollad-barn, sonerien pe sonerien-bet al lod brasañ anezhe. Dibabet e vez kampioned ar bloaz e diwezh an holl genstrivadegoù : ur c’houblad biniou kozh gantañ, hag unan all gant ar biniou bras.
E Kastell Troñjoli
Abaoe 1992 eo bet dilojet ar genstrivadeg eus chapel Sant-Herve da douaroù kastell Troñjoli m’emañ kêr C’hourin perc’henn warnañ. Ledan a-walc’h eo an dachenn-se da zegemer an holl genstrivadegoù, d’an dibenn-sizhun kentañ a viz Gwengolo, e lec’hioù distag-mat, kuit na vije mesket sonioù an eil gant reoù egile.
War un dro ez eo aet ar gouel war ledanaat, o tont da vezañ Kampionad sonerezh hengounel Breizh, tri devezh-pad anezhañ. Sonadegoù a vez aozet adalek ar gwener da noz ha koñkourioù all a vez estroc’h evit hini ar sonerien daou-ha-daou. D’ar sadorn, d’ar memes koulz, e vez dalc’het ur c’hoñkour all, digor da goubladoù sonerien eus ar memes kerentiezh, a-dost koulz hag a-bell, ne vern o binvioù, breizhek pe get. Un abadenn veur a vez d’ar sul goude-merenn e gwasked ar gwez, peurliesañ gant ur bagad pe ur c’helc’h keltiek eus ar re vrudetañ. Ur fest-noz vras a vez ivez eveljust d’ar sul da noz, kement ha klozañ ar gouel, embann disoc’hoù ar c’hampionad hag enoriñ kampioned ar bloaz.
Anvioù brudet e bed sonerezh Breizh a gaver alies e-touez ar re-se. Jorj Bothua, talabarder a Vro Wened eo an hini aet ur priz gantañ an aliesañ ha, dreist-holl, bet meur a wech kampion war ar biniou bras, asambles gant e gomper Pascal Guingo. Kement all evit Alan Cochevelou (Stivell) bet priziet meur a wech asambles gant e gomper Youenn Sicard e fin ar bloavezhioù 1960, hag evit Roland Becker, bet kampion meur a wech asambles gant Hubert Raud.
Ober a ra kement-mañ eus « Gourin » emgav meur an dud niverus hag a bep oad, tomm o c’halon da sonerezh Breizh, kerkent ha disammet Breizh eus lanvad touristed an hañv.