War an harzoù
Emañ ar c’hastell war harzoù koad ha dour. Koad meur La Hunaudaye, a veze graet Lanveur anezhañ kentoc’h, eo an harz kentañ. Perzh e oa eus domani ar Roue ha gouestlet d’an Iliz, kent bezañ meret gant konted Penteür, Lambal o annez. Ar stêr Argenon eo an eil harz, pa oa anezhi, eus diwezh an VIIIvet betek diwezh an Xvet kantved, bevenn Bro Benteür er c’hornog ha Bro Daoudour er reter, koulz ha bevenn Eskobtier Sant-Brieg ha Sant-Maloù, bet savet da heul aloubadegoù ar Vikinged.
Emañ kastell Lanveur dres e beg ur c’hember e lec’h ma kej teir gwantenn, war groaz daou hent kozh, bet savet da goulz ar Romaned, hag a veze darempredet ha gwarezet c’hoazh er Grennamzer. Chemin de l’Etra a vez graet eus an hini a gas eus su da norzh ha Grand Chemin (Hent Meur), eus egile a gas eus kornog da reter, war bartaj norzh ar c’hastell. Ur pempkostezeg dizingal zo eus e vogerioù, bep a dour d’e bemp beg, bet savet etre an XIIIvet hag ar XVIIvet kantved. Gronnet eo ar c’hreñvlec’h gant touflezioù don ha ur c’hleuz serzh.
Un annez a-gozh
Pa oa bet distlabezet relegoù ar mogerioù diabarzh kent o adreizhañ e oa bet degaset lec’h an annez kentañ war-wel, ken bras hag ar porzh evel m’emañ bremañ, ha roudoù dismantr ur savadur pri ha prenn er gwalarn anezhañ. Pevar zamm priaj eus deroù ar Grennamzer a oa bet kavet eno ivez.
Un annez kreñvaet ?
Pa oa bet distlabezet atredoù ar porzh ha savadurioù norzh ar c’hastell a-vremañ, kent o adreizhañ, e oa bet lakaet tachenn an annez kentañ war-wel, daouhanteret rik, pe dost, gant ur speurenn o vont eus norzh da su (T2). Er reter e oa bevennet an dachenn-se gant un douflez 3m donder, beskellet he ribloù ha plat he foñs, e-giz an Henamzer (T1) ; en norzh e oa bevennet gant un dinaou ken don all (D1), gwisket e gae diouzh tu ar porzh (M5) gant mein pegmatit (gwazhiennoù anezhe a gaver nepell alese). Gwiskadoù atredoù gwasket-mort (pri rusaet a-dachadoù, mein-c’hlas pilet, teolennoù freuzet) bet kavet e korn gwalarn ar porzh o deus roet da c’hoût e oa eno ur savadur toet gant mein c’hlas ha teolennoù. Moarvat e oa bet preizhet ar re-se diwar lec’hienn galian-roman Les Châtelets (ar C’hastelligoù) nepell alese. N’eus ket bet tapet goût pegen ledan e oa ar savadur-se na petra oa just abalamour d’ar pezh a oa bet savet pe adkempennet war e c’horre goude-se. E su anezhañ avat, el leur goshañ, zo bet kavet pevar zamm priaj bet deiziataet etre ar Vvet ha kreiz ar VIIvet kantved
Er Grennamzer bellañ : un tour mein ha prenn
War dismantroù ar savadur kent hag er su anezhañ e oa un tour prenn war ur sichenn mein pastur. Savet e oa bet da wareziñ mad ar roue ha d’eveshat an hentoù da goulz brezelioù etre dalc’hidi ar vro pe argadennoù ar Vikinged dre ar mor eus kreiz an IXvet da greiz an Xvet kantved, ha betek deroù an XIvet kantved moarvat (tangwall Dol e 1014).
Un « tour » mein ha prenn
War dismantroù ar savadur kent hag er su anezhañ e oa bet savet un tour prenn war ur sichenn mein pastur (pegmatit). Un tour pevarzuek e oa, 7,50m e gostezioù pe war-dro. Frammoù damglec’hiek savet e pegmatit hag e maen-glas a oa d’e gornioù norzh (ST20 da 22). Aet e oa kornioù su ar savadur da get pa oa bet toullet ar puñs er porzh ha kompezet ar porzh goude-se.
Annezet e oa bet al lec’h eta d’ar c’houlz ma oad krog da sevel kreñvlec’hioù un tamm e pep lec’h, oc’h adimplijout begoù-douar stanket ar Ragistor hag an Henamzer goshañ, o sevel pe oc’h adkempenn kenkizoù pe kreñvlec’hioù prantad ar Vvet d’an Xvet kantved, ha neuze o sevel moudennoù, berrbad lod anezhe.
War-dro kreiz ar Grennamzer : astennoù davet an norzh hag ar biz
E dinaou norzh ar porzh zo bet kavet relegoù mein (pegmatit ha maen glas ar vro) div stad ur savadur pevarzuek (Xvet-XIIvet kantved), war ur c’hav hantergelc’hiek e volz mein. Troet e oa talbenn ar savadur-se davet ar su ha digeriñ a rae war ar porzh tra ma oa harp e voger norzh ouzh ur c’hae postek.
Toet e oa ar savadur gant mein c’hlas, fichet d’ober ur c’hein-kroaz d’e doenn.
An annez kentañ
Relegoù al live kentañ ha mogerioù an eil live a dalv da vevenn diabarzh, dister awalc’h (18m x 7m), un tour-kenkiz pevarzuek ne c’heller ket goût ken hag ur chapel ha gwarezoù a oa outañ. Savadurioù a seurt-se a veze savet e-leizh e kornog Europa eus diwezh an Xvet kantved betek ar XVvet kantved, ha dreist-holl en XIvet hag en XIIvet kantved. Kentañ annez un aotrou, mein-tout anezhañ, eo an tour-mañ eus kastell Lanveur, bet savet a-raok an tour ront mod Fulub-Aogust. Heverk eo ar savadur-mañ eus istor hag arkeologiezh ar prantad-se. Staliet evel ma oa, war harzoù domani ar Stad, e oa, er penn kentañ, da vezañ fiziet en ur brientin a renk uhel e-karg eus ar galloud publik, pe en un den eus e diegezh. Darempredoù mat a oa etre ar c’hont Eudes pe Eudon, tad Geoffroy Botorel 1añ, staliet e Lambal er bloavezhioù 1070 gant ar c’hont Geoffroy II Martel a Añjou (1040-1060). Dre-se e c’heller soñjal e oa staliet pell mat zo e Lanveur, lignez ar re Dournemin a gaver e Poitou, Vañde hag Añjou e fin an XIvet kantved hag en XIIvet kantved.
Evit a sell ouzh an arkeologiezh, n’anavezer eil stad an tour-kenkiz nemet dre relegoù un doenn maen glas tev eus ar vro. Fichet e oa ar sklentennoù an eil gant eben d’ober ur c’hein-kroaz d’e doenn. Dalc’het e veze da geinañ an toennoù er mod-se betek kreiz an XXvet kantved e tro Kaorel (Diazoù Bro-Fañch, Kerne-Uhel).
Pa oa bet distlabezet atredoù e su tour ar biz, e oa ket diskoachet relegoù div stad eus al lojeiz a oa eno. Moarvat e oa bet savet hennezh asambles gant lojeiz an norzh. Harpet eo e dalbenn, war-zu ar c’hornog, ouzh ur skoazenn hantergelc’hiek evel ar re a weler ouzh ar c’hastilli bet savet gant Foulques Nerra, kont Añjou eus 987 da 1040. N’eus ket bet gallet gwiriañ, na studial kennebeut all, hag ul liamm a oa etre stad kentañ an talbenn-se ha hini talbenn su tour-kenkiz an norzh, pa n’eus ket bet a voaien da dostaat outañ.
E kreiz ar Grennamzer (1000-1300) : un tour meur ront
E su lojeiz ar biz a valire an douflez T1 hag er reter eus ar pezh a chom dioutañ e oa bet savet ur meurdour kelc’hiek e mod Fulub-Aogust : tour ar biz an hini eo, a vez graet « tour ar chapel » anezhañ ivez.
Sur-awalc’h eo liammet ar c’houlzad-sevel-se gant soursioù Fulub-Aogust ha pouez brasoc’h-brasañ Geoffroy 1añ Tournemin († w-d 1222), senechal Penteür e 1208, hag Olier Tournemin († w-d 1232) war e lerc’h, harpet gant Pêr a Dreux lesanvet Maoklerg. Klotañ a ra kement-mañ gant ar meneg a gaver en danevellskridoù diwar savidigezh ar c’hastell kentañ gant Olier Tournemin e-tro 1220-1225, tra ma kaver anv eus la Hunaudaes evit ar wech kentañ e 1264, e testamant Geoffroi II Tournemin, kuit a veneg splann eus ar c’hastell.
Treuzfurmadur an tour meur
Savet eo tour Lanveur diwar batrom tourioù mod Fulub-Aogust a dalveze koulz da annez ha da warez. Pemp live a oa dezhi er penn-kentañ, ul leurenn blañchod da pevar anezhe. Dre skeulioù e c’helled diskenn eus ar c’hentañ hag eus an eil estaj d’ur c’hav dall, ur puñs enni moarvat. Un dourell ront diri enni, bet savet ouzh tu norzh an tour, a gase d’an trede ha d’ar pevare estaj. Evit mont tre en tour avat ne oa nemet un dreuzell o tiskenn eus an eil estaj, dre an nor nemeti a gase d’ar porzh.
E diwezh ar Grennamzer (1300-1500) : adsevel ha kreñvaat an difenn
Ne oa tost nemet rivinoù ken eus ar c’hreñvlec’h e deroù brezel hêrezh Breizh (1341-1368). Adsavet e voe diouzh ar gizioù nevez, moarvat pa zeuas Lanveur da vezañ pennaotrouniezh e 1354. A-drugarez, sur-awalc’h, d’an distaol bet paeet gant Janed à Benteür († 1384) da Bêr II Tournemin († 1381) an hini voe kreñvaet al lec’h oc’h adsevel tour ar gevred, « ar chapel » anezhañ, oc’h uhelaat tour ar mervent, « an tour du » anezhañ hag oc’h adfichañ ar « Sal Veur ».
Treuzurmadur an tour mod Fulub-Aogust
En eil hanterenn ar XIVvet kantved, war-lerc’h brezel hêrezh Breizh hag ar freuz bras a reas er c’hastell e voe addreset hennezh tamm-ha-tamm. Savet e voe kerioù-bolzennek da souten leur trede ha pevare estaj tour « ar chapel ». En trede estaj, gouestlet d’an noblañs, zo privezioù hag ur chiminal, bet bosennet kolonennouigoù deliaouek outi. Diwar neuze e c’helled mont betek ennañ dre un tour-diri nevez, lieskostezek anezhañ, hag a zigore war ar porzh. D’ar memes koulz e voe savet ar gourtinenn diouzh tu ar reter ha stanket an douflez (T1) a zispartie an tour « fulupek » diouzh ar peurrest eus ar c’hreñvlec’h.
Gwarezioù hag annezioù nevez
D’ar memes koulz e voe savet tour ront ar mervent (an « tour du ») hag ar « Sal Veur » bevennet gant ar porzh ha kourtinenn ar c’hornog. An tour-se, un dinaou dister d’e sichenn ha karrezek e drohed diabarzh a zo hañval ouzh un nebeud tourioù all bet savet e Breizh goude brezel an hêrezh, en o zouez Cuguen (La Roche-Montbourcher), war-dro 1360-1370 (?), Combourg (tourioù ar su), Blain, kastell La Groulais (tour ar c’hac’harioù) 1385. Bezañ zo eus an « tour du » ur seurt treizh etre ar mod ma oa bet savet tour « ar chapel » ha mod-sevel an tri zour tev, lieskostezek o zrohed diabarzh (lenn pelloc’h) pa zo eus e zaou live izelañ roudoù ur stad kent, mein pastur dambennet anezhe, tra m’eo savet an tri live uhelañ gant mein bennet fichet-kaer, dezho-holl toulloù-tennañ o skeiñ ouzh ar su. War dalbenn norzh an tour-se e weler c’hoazh, sanket en div stad anezhañ, roudoù skoroù an div doenn a oa bet savet an eil war-lerc’h eben d’ar « Sal Veur », harp ouzh kourtinenn ar c’hornog.
Ur bed war e zalaroù
A-drugarez d’ar yalc’hadoù bet rastellet gant ar re Dournemin bep ma troe o lealded, gwech digant Duged Breizh (e 1487 e voe lakaet Lanveur da varoniezh), gwech all diouzh tu ar C’hallaoued e c’helljont astenn o c’hreñvlec’h, brasoc’h-brasañ ha kreñvoc’h-kreñvañ, dezhañ an tri zour tev a voe savet an eil war-lec’h egile e su, e kornog hag e norzh er c’hastell, eus diwezh ar XIVvet betek kreiz ar XVIIvet kantved. E trederenn ziwezhañ ar XIVvet hag er XVvet kantved e voe brasaet a-galz uhelder ha trohed e dourioù da gastell Lanveur, evel d’ar c’hastilli all, o vont muioc’h-mui da genkiz er mod-se. D’ar memes koulz, bep ma yae ar c’hanolierezh war-raok e veze disteraet ar warez a oa eus an tourioù hag eus ar c’hourtinennoù, o fennoù-uhelañ dreist-holl.
Evel-se en em gavas ar gwelaaennoù bet degaset d’an annezañ er c’hastilli disteraet ha, koulz lâret, nullet gant araokadennoù ar c’hanolierezh. Adal neuze e teuas kreñvlec’hioù zo da vezañ kenkizoù brizhwarezioù dezhe (touflezioù ledan, plañioù reoliek, tourioù-korn, leurioù-kanoliañ), plijusoc’h chom enne. Boulc’het e oa hent an Azginivelezh. E keit-se, o vont war-zu savadurioù-difenn Vauban, e veze izelaet ha tevaet ar mogerioù kreñv hag an tourioù, ledanaet o zouflezioù ha diac’hubet pelloc’h ar maezioù tro-d’o zro, en doare da dalañ gwelloc’h ouzh an armoù nevez-se (Gwengamp, nebeut war-lerc’h 1446).
Ur bed war e zalaroù : an tri zour tev
1435 eo ar bloavezh bet termenet dre arkeovagnetism d’an tev a wiskad pri rusaet, lec’h un oaled anezhañ (ur govel ?), bet kavet e kreiz ar porzh (ZR). Bez e c’hellfe ar bloavezh-se merkañ deroù savidigezh an tri zour tev, lieskostezek o zrohed diabarzh, dezho-holl prenester bankoù mein enne ha leurioù kanoliañ dindane : tour « an difenn » er su, o wareziñ toull-dor ar c’hastell ; « meurdour an aotrou » er biz, dezhañ chiminalioù pompadus en eil hag en trede estaj ; tour « ar skornerez » er gwalarn, dall e live izelañ ha difuet gant ur speurenn prenn doubl plouz en he c’hreiz, a dalveze da virout skorn.
En amzerioù nevez (diwezh ar XVvet betek diwezh an XVIIIvet kantved) : annezañ, modernaat ha dilez.
E-touez al labourioù diwezhañ e c’heller menegiñ daou live karrelloù pri poazh bet ledet war gegelioù tilhet, etre tour ar biz hag annez an norz. Deiziataet eo bet an hini izelañ anezhe war-dro 1560 dre radiokarbon.
E korn gwalarn ar porzh emañ an diri diavaez o kas da annezoù ar c’hornog (bet deiziataet en eil Azginivelezh c’hall - 1540-1589). Savet e oant bet e eil hanterenn ar XVIvet kantved sur-awalc’h, diwar vroud Claude d’Annebault (pried hêrezh rik diwezhañ ar c’hastell hag aotrouniezh Lanveur) pe ar re Dournemin a Wrec’h, René 1añ ha René II war e lerc’h, perc’henned ar chastell eus 1572 da 1609. Evit an XVIIIvet kantved avat e tiskouez perc’henned ar c’hastell, diannezet, chom hep ober kalz a van outañ.
Eus tangwall an Dispac’h d’an adkempenn a-vremañ
Da vare an Dispac’h e seblante ar c’hastell bezañ gwarezet dre vertuz e berc’henn, an Aotroù a Dalhouet a Voishorand, bet dilennet da vaer republikan Roazhon e 1790. E miz here 1793 avat e voe taget ar c’hreñvlec’h evit abegoù koulz arouezel ha strategiel gant dipac’hourien Lambal ha Moñkontour ha plantet tan ennañ d’an 8 a viz du. Goude ma voe bet distaoliet e berc’henn (4 000 lur e paper arc’hant) e talvezas ar c’hastell da vengleuz a-hed an XIXvet hag e deroù an XXvet kantved, evit ar sevel-tier tro-war-dro hag evit maner ar « Châtaignier », tal e gichen, a oa gourvab an Ao. a Dalhouet perc’henn warnañ.
D’ar 26 a viz kerzu 1930 e voe prenet gant ar Stad ar pezh a chome eus ar c’hreñvlec’h bet lakaet war roll ar savadurioù Istorel dre dekred an 18 a viz c’hwevrer 1922. Abaoe 1977 eo digor ar c’hastell d’an holl ha talvoudekaet gant Kevredigezh Kastell Lanveur (Association du Château de la Hunaudaye). Prenet eo bet gant Kuzul departamant an Arvor ha graet e vez war e dro gant tud a vicher, merourien an douristelezh ha kasourien o tegemer skolidi.
Troet diwar ar galleg gant : J-D Robin