Ur plas hag ur perzh dibar en deus bet e Breizh ar Strollad sokialour unvanet (PSU), bet savet e 1960 diwar gendeuziñ meur a aozadur eus an tu-kleiz. Pennoù bras an SFIO e Breizh a oa aet d’ar PSU, en o zouez Tanguy Prigent e Penn-ar-Bed, Antoine Mazier hag Yves Le Foll en Aodoù-an-Hanternoz. Kement a stourmerien a oa aet d’o heul ken e oa deuet ar PSU da vezañ an aozadur sokialour pennañ en daou departamant-se betek deroù ar bloavezhioù 1970. Unan eus kreñvlec’hioù ar PSU e oa Breizh d’ar c’houlz-se, enni 10% eus izili ar strollad e-doug ar bloavezhioù 1960. E Breizh e oa bet dilennet tri eus deputeed ar PSU, da lâret eo un hanter eus an holl re bet dilennet war anv ar strollad a-hed e istor.
Ur meskaj luskadoù sokialour lik ha kristen eus an tu-kleiz a oa eus ar PSU. Dre-se e kase e breder en tu all d’an disrann don a oa e Breizh etre an dud lik hag ar gristenien, ha degaset en deus e lod da emdroadur Breizh davet mennozioù kreizour eus an tu-kleiz. Abred-tre eo bet prederiet ar PSU gant dibarded Breizh ivez. Adalek ar bloavezhioù 1960 e c’houlennas ma vije savet breujoù rannvroel demokratel ha harpet yezhoù ha sevenadurioù ar rannvroioù. Er bloavezhioù 1970 e rae eus Breizh ur vroad gwasket zoken, a rankje, d’e veno, bezañ aotreet da zibab he dazont hec’h-unan. Ur perzh bras en deus bet ar PSU eta evit ma talc’hfe an tu-kleiz e Breizh, jakobin ken e oa, kont eus talvoudegezh ar goulennoù o tennañ da Vreizh hec’h-unan.
Savet e oa bet ar PSU evit talañ ouzh brezel Aljeria hag ouzh krouidigezh ar bemvet republik. Klask hentoù nevez d’ar sokialouriezh a oa e-kreiz e breder. Dre ma taole kalz a bled ouzh al luskoù sokial hag ideologel nevez, en em gavas e-kreiz e vleud e darvoudoù Mae 1968 hag enrollañ a reas kalz a izili nevez d’ar c’houlz-se. Un tamm mat diaesoc’h e voe dezhañ goude-se avat, drailhet gant an tuennoù liesseurt - maoisted, trotskisted, emverourien… - a oa dioutañ. E 1974 ez eas kuit ar pep brasañ eus e izili hag eus e zilennidi d’ar PS, o tegas d’ar strollad-se o mennozhioù demokratel ha rannvroelour. Evel-se e tiwanas an adtu-kleiz, tuenn Rocard, ur pouez bras gantañ e Breizh. Evit ar PSU avat e lakaas e nerzhioù diwezhañ er stourmoù ekologour. Mont a reas kalz eus e izili diwezhañ gant ar re c’hlas ken ez eas ar strollad da get en 1990.