an holen ha kenwerzh an holen – follenn ar floderezh

Aozer : Gildas Buron / Eost 2020

Floderezh an holen, a vez anvet ivez ar falsholenerezh, a voe anezhañ en un doare endemek e Breizh hag e proviñsoù Maine hag Anjev da vare ar Renad kozh. N’heller ket e zispartiañ diouzh ar gabel hag a oa bras e bouez war koñvers an holen.

An tailh-se a voe lakaet e pleustr e rouantelezh Frañs etre 1324 ha 1366. Da gentañ e voe lakaet da dalvezout war an holen a veze ezporzhiet ha da c’houde war ar c’hoñvers holen e diabarzh ar vro. Ne veze ket paeet gant an holl ha pounner-kenañ e oa evit sujidi douaroù koshañ ar rouantelezh. E Breizh ne oa ket eus an tailh-se ha frank e oa koñvers an holen, pa oa ret da  gabelaned proviñsoù Maine hag Anjev prenañ digant salorjoù ar Feurm meur an « holen da vezañ debret diwar ar pod hag an holener » ha, diouzh ret, an « holen dreistordinal », ha paeañ an tailh. An diforc’h priz etre holen Breizh ha hini ar proviñsoù ma oa ker ar gabel enno a zougas o annezidi da glask holen didaos, pe falsholen, skignet gant floderien e-maez al lezenn.

Kartenn ar gabel -  Wikimedia

Peurliesañ e prene ar falsholenerien holen digant hanterourien a save stokoù kuzh e Breizh hag a veze pourvezet gant un nebeud Gwenranniz, evit doare. Eus al lec’hioù-se e veze kaset an holen e-barzh seier douget war o divskoaz gant tud war-droad pe kuzhet e-barzh bara div drederenn a holen ennañ, pe c’hoazh e-barzh amann, e-barzh chakotoù bihan gwriet e doubleürioù dilhad pe e-barzh kasedoù war zaoustrad. Bandennadoù bihan reuzeudien yaouank, paotred kerkoulz ha merc’hed en o zouez, e oa ar re a gemere perzh er floderezh-se.

Ur floderezh kalz brasoc’h a oa ivez, ma kemere perzh ennañ artizaned, milinerien, ostizien ha tavarnourien bourc’hioù ha kêriadennoù an harzoù. Lod a zeske da bezhioù chas ober redadennoù treuz-harzoù, lod all a save bandennadoù un dek a dud enno hag a gase o zamm trafik da benn gant kezeg a gasent a-stroll. Talañ a rae ar Feurm meur ouzh ar falsholenerezh a-drugarez da brigadennoù gabelourien staliet war ur vandenn daou-ugent kilometr bennak war Marzoù Breizh ha harzoù ar proviñsoù ma oa ker ar gabel enno. Gellout a rae ar falsholenerien bezañ kondaonet gant lezioù-barn ordinal ha lezioù-barn arbennik a oa bet lakaet e-plas dindan ren Loeiz XV, hag a varne an holl aferioù floderezh gant armoù pe c’hoazh an tagadennoù a-enep ar c’habelourien. Gellout a raent kondaoniñ an drougobererien e meur a zoare : telloù-kastiz dereziet, kas anezho d’ar galeoù, merkañ anezho gant an houarn ruz pe c’hoazh sezizañ an dafar floderezh, harluañ anezho eus o froviñs ha skourjezañ anezho.

Torret e voe ar gabel d’ar 26 a viz Du 1789 gant ar Vodadenn vonreizhañ.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gildas Buron, « an holen ha kenwerzh an holen – follenn ar floderezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-holen-ha-kenwerzh-an-holen-follenn-ar-floderezh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité