Pred ar beorien ?

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2020

Gwall vrud zo gant an ed-du dre ma seller dioute evel pa vije meuz an dienez anezhe pe, gwashoc’h c’hoazh, boued ar beorien. Sur-awalc’h e teu ar skeudenn fall-se eus ar bri a zouged d’al liv gwenn, hini ar bleud-gwinizh, tra ma ne vez nemet disfiz ouzh al liv du, hini an « ed-du » - sañset - just-awalc’h. Diskouez a ra an dielloù koulskoude pegen aezet e oa d’an holl prenañ dioute da vareoù an dienez. Izeloc’h e oa o friz evit hini ar segal, e Louvigné-du-Désert, e-tal kichen Roazhon, da goulz ar « gerded vras » er bloavezhioù 1562-1563. Un dredrenn marc’hadmatoc’h e oa well-wazh, hervez an dielloù bet miret diwar 14 eus marc’hadoù Breizh e fin an XVIIIvet kantved.

Doareoù all, estroc’h evit ar c’hrampouezh, zo da fardañ ed-du. Gant ar yod eo sot an Normaned pa n’eo ket ken priziet all hennezh gant ar Vretoned. Pa vez anv a chervad pe a vorserezh n’eus lec’h ebet ken d’ar yod ed-du avat. N’eo ket en ur skudell goat na gant ul loa goat e kustum an dud a galite debriñ memestra !

Ken gwir all eo evit ar bara, korf Hon Salver sañset : gwenn e ranke bezañ, liv ar glander hag an doueelezh anezhañ. Espern arc’hant a veze graet, a dra sur, o veskañ bleud gwinizh ha bleud ed-du. Doareoù a-feson ne oant ket avat ; ken difeson zoken ken ez eus ouzh ar bri a daoler bremañ ouzh ar baraennoù ed-du enne koulz hag un dispac’h sevenadurel pe un torr-blaz. Daoust hag un digor da blazioù nevez zo eus ar c’hiz-se pe, kentoc’h, un arouez eus diskrog ar relijion diouzh hon c’heusteurenn ?

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Pred ar beorien ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/pred-ar-beorien

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité