Ur c’harter breizhek en Andalouzia

Aozer : Erwan Chartier / Here 2020

Ur c’halle Bretones, straed ar Vretoned, e porzh Sanlùcar de Barrameda, a gaver e pleg-mor Cádiz, sed aze an test ma veze eno marc’hadourien a Vreizh e-leizh e-doug ar Grennamzer.
Adalek an XIIvet hag an XIIIvet kantved e kaver listri a Vreizh oc’h ober kenwerzh gant porzhioù an Atlantel ledenez Iberia, e Bizkaia hag e Galizia peurgetket. Er bloaz 1310 e ya Dug Breizh da Vro-Spagn evit eurediñ gant Izabel a Gastilha, hag e Sanlùcar de Barrameda e ya da chom, en unan eus brasañ porzhioù Andalouzia, hag unan eus dalc’hoù e familh e bried. Hag hiviziken e vez roet meur a brivilej ekonomikel ha melestradurel d’ar Vretoned er gêr-se, hag en em staliañ a reont eno. Un nebeud degadoù bloavezhioù goude o deus ur c’harter eus ar gêr evito, ur «ghetto» dieub, meret gant ur c’hoñsul. Ha betek 1643 e vo eus ur «maer ar Vretoned» eno. Adalek ar XVvet kantved e tiorren ezporzhiañ lienoù a Vreizh, war-zu ledenez Iberia dreist-holl. War-gresk a oa aet kenwerzh al lienoù pa oa bet savet trevadennoù en Amerika ar Su, lec’h ma veze priziet kaer « olonoù », « krezioù » ha « noaloù » a Vreizh. Ha digoret tiez-kenwerzh war al lec’h gant marc’hadourien zo. Dont a ra al listri en-dro da Vreizh, karget gant gwin Spagn. E-kreiz ar XVIIvet kantved, e kaved un tri-ugent bennak a familhoù Bretoned e Sanlùcar, Padal e oa martoloded all, deuet eus Sant Malo, staliet en tu all d’ar pleg-mor, e Kadiz. E penn-kentañ an XVIIIvet kantved, e veze kavet un c’hant bennak a diez kenwerzh malaouat.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Ur c’harter breizhek en Andalouzia », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/10/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ur-c-harter-breizhek-en-andalouzia

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité