Jean-Baptiste Martenot, tisavour kemmesk

Aozer : Erwan Le Gall / Du 2020

Jean-Baptiste Martenot  a oa bet anvet da disavour ofisiel kêr-Roazhon d’an 18 a viz C’hwevrer 1858. Gantañ eo bet roet ur stumm da gêrbenn departamant an Il-ha-Gwilen, ha muioc’h a‑se dre ma kendalc’he mod-all gant e vicher liberal, hag e rae war‑dro un niver bras a chanterioù prevez. Niverus ha liesseurt eo bet al labourioù sevenet gantañ : diwar e zorn an daou goc’hu war blasenn al Lisoù, al Lise -ha ne reer ket Zola outañ c’hoazh, pa ne voe anvet evel‑se nemet goude az-gweladenn prosez Dreyfus e diabarzh ar mogerioù‑se – ha meur a strollad‑skol, c’hwech burev‑kustum, otel ar C’hef Espern bali an ti‑gar, pe c’hoazh ti‑moullerezh Oberthür e fabourz Pariz.

E-pad 37 bloaz en deus bet Jean-Baptiste Martenot ar garg a tisavour evit kêr-Roazhon, pezh a dalvez e oa gouest da lonkañ silioù: krog e oa gant e vuhez micherel da vare an eil Impalaeriezh, hag echuet anezhi gant ar republikan bervidant ma oa Edgar Le Bastard. Ma oa gwevn e dro-spered e oa gwevn e oberenn ivez, pa grede implijout danvezioù mesk‑ha‑mesk, brik ruz gant tufev, hep disoñjal an danvezioù modern, ar gwer, an houarn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Jean-Baptiste Martenot, tisavour kemmesk », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/11/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jean-baptiste-martenot-tisavour-kemmesk

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité