An Tolipel-halen : bezhin a dalvoudegezh vras a-fet glad e paludoù Gwenrann

Aozer : Aurélia Lachaud / Du 2020

Gwerso emañ bet kempennet gwernioù-aod kreisteiz Tolzenn an Arvorik get mab-den, evit produiñ halen dre nerzh an heol, da skouer. Un aridennad poulloù, rekis evit ma kristalizo an halen, zo bet govellet eno er pri gwevn ha didreizh bet gweledet a-hed an amzer dre ma krape ha ma tiskenne live ar mor. Ouzhpenn 2000 anezhe zo e paludoù Gwenrann. Ar re-se a ya d’ober ur rouedad kemplezh a lec’hioù-buhez disheñvel. Liammet eo o liesseurted, dreist pep tra, doc’h stankted an halen enne, hervez penaos e vez meret an dour, ha perzhioù pep poull.

Dihanet e oa bet d’ober àr-dro ar paludoù e kreiz ar c’hantved tremenet, ha diàr an dra-se emañ bet liesseurtoc’h ar liveoù-halen, ha neuze liesseurtoc’h ar lec’hioù-buhez stag doc’hte. E lod ag ar poulloù dilezet e ta àr wel ur spesad ral hag en arvar er bed a-bezh : an Tolipel-halen (Tolypella salina). Ar plant-se zo e-mesk ur strollad spesadoù bezhin kemplezh ha pas studiet kalz c’hoazh : ar c’harasez (Characeae).

Bresk emaint abalamour m’o deus afer ag un endro resis evit bevañ. Rekis eo d’ar feur halen bout izel e-pad ar goañv, hag àr-gresk ingal betek ma ya ar poull da hesk e fin an nevez-hañv, evit ma kresko ar spesad-blez-se. E paludoù Gwenrann n’eus nemet un dek bennak a boulloù lec’h ma vev ar re-se. Gwelet int bet ivez e 2004 e gwern-aod Nerizeleg e Penn-ar-Bed, hag er blez 2016 e palud ar Mès el Liger-Atlantel.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Patrick Dréan

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Aurélia Lachaud, « An Tolipel-halen : bezhin a dalvoudegezh vras a-fet glad e paludoù Gwenrann », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/11/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-tolipel-halen-bezhin-a-dalvoudegezh-vras-a-fet-glad-e-paludou-gwenrann

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité