E penn-kentañ an Dizoloadennoù Meur, a‑raok ma vefe bet en em ledet ar merdeiñ diouzh ar stered, e oa a-veg da-veg hag a rummad da rummad ma veze treuzkaset teknikoù ar merdeiñ. Ret e oa d’ar vartoloded pakañ anaoudegezhioù resis eus an dañjerioù strewet er mor tost diouzh o forzhioù orin. Hag evito da c’hellout merdeiñ pelloc’h e c’hellent neuze teurel o selloù war an dastumadoù kemennoù merdeiñ a veze graet rouderioù anezho, evel Ar Rouder Bras bet savet gant Pierre Garcie, mestr bigi e Saint-Gilles-sur-Vie, e 1484, un oberenn bet moullet e 1520. Displeget en doa penaos ober hent a-hed aodoù Meurvor Atlantel an Europa, gant implij ur blomenn-sond hag un nadoz-vor, tra ebet ouzhpenn. Kinniget en doa Pierre Garcie un hentenn evit resisaat doareennoù al loar, penaos jediñ ar mareoù gourlen pe izel-vor, hervez oad al loar, pe c’hoazh penaos gouzout pet eur e oa pa vezed war vor e‑kreiz an noz. Diazezet e oa seurt merdeiñ war un evezh pizh. Meur a bennad eus e levr a denn eus Breizh.
Ur merdeiñ arvarus
Brud fall a oa war aodoù Breizh er Grennamzer. Hervez kustum Breizh, e oa « ken bras an dañjer tro-dro da zouaroù Breizh, a-boan ma c’hell ul lestr merdeiñ dindan daou vloaz tost ouzh tiriad aotrouniezh an Dug ha Kont eus a Vreizh ». Niverus eo ar c’herreg er mor, kas a zo gant ar froudoù-mor, ken m’eo diaes merdeiñ eno. Evit Pierre Garcie e oa gwell chom hep tremen dre «beg Eusa» (ar Stif), rak n’eus na goudor nag ehan da gaout, hag «ur marzh e vez ar redoù er mor, ken bras hag herrus ha taer».
Dibab an doareoù merdeiñ a veze graet hervez stad ar mor, ar froudoù hag ar redoù-mor, ha roud ha nerzh an avelioù. Pounner e oa listri kenwerzhourien dibenn ar Grennamzer, ne oant ket gwall aezet da gas neuze, pa ne oant ket evit mont a-benn d’an avel. Evit mont war‑zu un tu bennak resis e ranked gortoz ma vefe a‑du an avel gwechoù zo, pe c’hoazh cheñch tu, pe ober hanter-dro zoken gwechoù all. Mont war‑raok a c’helle bout diaes a‑wechoù, ha ne c’helled ket bezañ sur bepred eus padelezh ur veaj. Diaes e c’helle bezañ dont tre er porzhioù ivez, ha gwelloc’h e oa, e degouezhioù zo, goulenn sikour digant ul levier pe loman. Gwechoù all e c’helled ivez ramorkiñ al lestr gant ur vag kaset gant roeñvoù pe dihalet gant an dorn. N’eo ket ral ez ae ul lestr d’ar strad, evel ma c’hoarvezas gant ul lestr saoz e genoù ar Blavezh d’an 19 a viz Kerzu 1478. Ar varc’hadourien a gave gwelloc’h neuze en em wareziñ diouzh ar riskloù en ur brenañ brevoù.
Penaos en em reteriñ ?
Alies-mat e ranke mistri al listri chom tost a‑walc’h ouzh an aodoù evit bitailhiñ, pe evit mont er goudor pa veze fall amzer. Anavezout e hent diouzh gwelet a roe da c’houzout pegen pell pe dost al lestr diouzh an douar, ha neuze da cheñch e roud ma veze ret. Un teknik merdeiñ hag a lake memor al lec’hioù da vont en-dro, ha lakaat a rae war-implij ar skiant bet prenet gant an daremprediñ ingal an hentoù-mor. Evit en em lec’hiañ hag anavezout an hentoù-mor a ranked tremen drezo e ranke ar vartoloded kaout merkoùresis, lec’hiet war an aodoù pe e kein ar vro. Evit-se ec’h implijent an holl ditouroù roet dezho gant ardremez ar vro : livioù, tresoù, trolinennoù, gwez ha koadoù, savadurioù (tourioù, ilizoù ha chapelioù, tiez ha milinoù...). Resis-tre e c’hell bezañ diskrivet gwechoù zo, evel pa ranker tremen dre ur ganol, evel hini ar stêr Liger da skouer. Heuliañ hentenn ar merdeiñ war vor pe war ar stêrioù diwar gwelet a dalvez liammañ daou verk betek ma’z afent d’ober ur renkad gant daou lec’h resis d’an nebeutañ. Resisaat a reont ivez al lec’hioù eoriañ, evit gellet tapout an donder rekis, ha chom er goudor.
Merdeiñ dre briziañ damdost a reer en ur deurel kont eus an driv a vez sañset gant al lestr. Dre ret e ranker kaout un nadoz‑vor evit en em lec’hiañ pa vezer o verdeiñ. Ma n’hell ket priziañ resis nerzh ar redoù-mor, ar martolod a rank neuze reizhañ e roud «d’ar much», hervez doareoù ar merdeiñ. Ur pennad a-bezh zo bet skrivet gant Pierre Garcie diwar‑benn merdeiñ eeun e pleg‑mor Gwaskogn : « ha neuze hentoù-mor Bro-Spagn, ar Poatev ha Breizh». Goulenn a ra pep hini eus ar roudoù-se ma vefe anavezet ar roudoù da heuliañ hag an hed d’ober, evel da skouer : « Emañ Penmarc’h ha Kab Priol [cabo Prior e-tal ar C’horuña] Biz ha Mervent, kemer ur c’hard en Hanternoz hag ur c’hard er C’hreisteiz, hag e kavi e 103 lev etrezo». Gant ar resisadurioù-se e c’hellear mestr jediñ padelezh e veaj dre vras, hervez tizh e lestr. Teir lodenn a ya d’ober seurt hentoù, ul lodenn merdeiñ tost ouzh an aod, er penn-kentañ, unan all en degouezh, hag etrezo ur pennad da greiz, en donvor, lec’h ma vezed o verdeiñ dre brizian. Merkoù dave a ranker anavezout e veze neuze pep enezenn, pep beg-douar, pa roent d’al levier ul lec’hiadur resis a-raok ma’z afe an douar diwar-wel. Neuze e ranke anavezout buan-tre pep takad douarañpa zeue an douar war-wel. Evel‑se e veze ar Gerveur unan eus gwellañ takadoù douarañ war aodoù ar Meurvor Atlantel, evit nep a zeu eus ar Gevred paneveken, rak uhel ha serzh eo an douaroù eno, hag eus a‑bell e vezont gwelet.
A-drugarez d’ur sont e c’hell ar vartoloded gwiriañ lec’h m’emaint, dreist‑holl diouzh noz. Pa anavezer donder ar mor e c’heller gwiriañ e roud. Etre ar Forn ha Gourenez al Lysardh ez eo 58 gourheddonder ar c’hanol. Morse ne vez tizhet 60 gourhed, war‑bouez e donvor da Borsal. Gant ar sont ec’h anavezer natur strad ar mor, pezh a sikour ivez d’en em lec’hiañ. P’en em gaver e Eusa pa zeuer eus an donvor, «da 80 gourhed a‑blom e kaver Kregin Sant Jakez ». Gant ar sont e c’heller ivez kavout ul lec’h goudoret evit eoriañ, evel e Lokmaria-Kêr er Mor-Bihan, « pevarzek gourhed dirak an iliz ».
E fin ar gont, ken resis e oa kemennoù Pierre Garcie ma c’helle al levierien tremen hep kartenn alies‑mat. Degas a rae e oberenn da soñj ar perzh o doa bet martoloded ar C’huzh-Heol evit ar sevel roll anaoudegezhioù merdeiñ er XIVvet hag ar XVvet kantved. Goude-se ez eo bet diorroet arzh ar merdeiñ a‑drugarez d’ar jederezh dre ar stered. Met darn vras eus an anaoudegezhioù ha barregezhioù meneget er Rouder Bras zo chomet re ar vartoloded a veze o pesketañ war an aodoù hag an aocherezh dre vras betek en XIXvet kantved. Adalek ar mare‑se hepken ez eus bet gwelet diorren ar balizennadur hag implij ar c’hartennoù-mor, ha degaset evel‑se ur sistem nevez evit gellet en em lec’hiañ diwar ar merkoù nevez-se.
Bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau