Evite da vezañ stank e Breizh, n’eus ket nemeur a glasoù-mor e Bro C’hall, ha dianav int, koulz lâret, er peurrest eus Europa. Abalamour d’an dra-se e talv ar boan kas goût hag ur c’henlabour war dachenn Europa en he fezh evit sevel ur sevenadur boutin eus ar mor hag eus e uzamantoù ne c’hallfe ket reiñ ul lañs nevez d’ar c’hlasoù-mor ivez.
Savet eo bet ar raktres Atlantic Youth gant 6 framm, gall, spagnolat, portugalat, iwerzhonat ha saoz, mennet da genlabourat evit degas ur respont d’ur galv europat Erasmus+ diwar ar « chenlabourerezh strategiel evit an deskadurezh-skol ». Diorren ur sevenadur europat boutin eus ar mor, digor d’an holl re a zo o chom e broioù ar Meurvor Atlantel eo pal pennañ ar raktres-se, awenet gant uhelvennadoù ar pennaraogour Jacques Kerhoas : « Ober ma vo perc’hennet endro ha sevenadur ar mor gant annezidi an Dachenn Atlantel, ar re yaouank da gentañ ha, dreist-holl, ar re zo en diazamant». Evit ma vije tizhet ar pal-se e voe divizet aozañ tri darvoud o tennañ d’an deskadurezh, ur sizhunvezh-pad, eus an eil bro d’eben er prantad 2017-2020 - en Iwerzhon e 2018, e Breizh e 2019 hag er Portugal e 2020 - ur c’hant bennak a vugale o tont eus pemp Stad a voe bodet e pep hini anezhe da blediñ gant deskadurezh ar mor hag ar verdeadurezh.
Daoust hag ur stumm nevez eus ar c’hlasoù-mor emaer war sevel ? En reiñ a ra da soñjal bepred an darvoud bet raktreset a-benn miz mae 2019 e Porzh ar Veilh-Vor, kreizenn diazez hag arouez istorel ar c’hlasoù-mor. Petra a zegaso ar stumm nevez-se ? Pere vo efedoù ar raktres-se ha petra a vo d’e heul ? Daoust ha broudet e vo diorroadur ar c’hlasoù-mor er bed a-bezh er mod-se ? Talvoudus e vo bepred, sellet spis ouzh disoc’hoù ar goulennoù-mañ, savet diwar berzh ar c’hlasoù-mor.