Mikro braserezhioù e Breizh : ur c'hresk abominapl
Ur seurt mare aour emañ bremañ evit ar c'hrouidigezhioù bier. A bep seurt goustoù e kaver er vro, kaset lies mat get mikro-brasserezhioù nevez lañset.
Tud vat oe tro-dro d'an daol e RBG e Pondi evit lakaat ar gaoz àr an dra-se : Tugdual Girard ag ar stal-tavarn Mar'Mousse e Plerin, ha Yann-Vadez Galloudeg a volonte-vat evit ar mikro-brasserezh Bambelle (e bro Redon). Tizhet e oa bet ivez Gwenole Ollivier dre bellgomz, evit ar braserezh D'Istribilh.
Gant : Tugdual Girard, Yann-Vadez Galloudeg, Gwenole Ollivier
Un abadenn kaset get Enora Molac ag RBG asambl Mikael Bihannig ag ar gevredigezh BCD, get Gaël Le Du (RBG) àr an teknik.