E 1931 e voe roet lañs da Hentad etrebroadel Ploue gant ar medisin René Berthy, ha prestik goude e oa deuet bras e vrud e-touez ar redadegoù war varc’h-houarn e Breizh. A vloaz da vloaz e teu ar redadeg-se da vezañ aozet gwell-ouzh-gwell, betek dedennañ pennoù bras a-douez ar rederien. Setu m’en em gav war ar renk e Ploue e 1938 Jean-Marie Goasmat, René Le Grevès, Pierre Cogan, Paul Maye a zo kampion Frañs, peotramant Georges Speicher a zo bet kampion ar bed. Ar redadeg n’eus ket bet anezhi ken e-pad an Eil Brezel Bed avat, setu goude ar brezel e vez mizer o klask sachañ tud betek Ploue. E 1975 ez eo erru divi ar redadeg, ken n’eus ken met 17 paotr war ar renk er bloaz-se. Aet ar maout gant Cyrille Guimard, dirak 10 000 a dud.
War-lerc’h un hevelep disouezhenn e kemer ur bodad nevez a dud, renet gant Jean-Yves Perron, ar garg da reiñ lañs d’ar redadeg en-dro. Tri bloaz goude dija e teu un tamm frouezh diwar al labour-se : 45 000 arvester zo deuet. Padal ez eo sinadur ur c’hevelour a-bouez, hini Ouest-France, brasañ kazetenn bemdeziek zo e Frañs, an hini eo a sacho brud d’ar redadeg-se war an ton bras e 1982. Tra ma oa bet degemeret 70 000 arvester e 1984, ez eo ouzhpenn 300 000 anezho a vez desachet eno e fin ar bloavezhioù 1990. Ur mailh goude ur mailh all a weler o trec’hiñ a vloaz da vloaz : Sean Kelly, Luc Leblanc, Andreï Tchmil pe c’hoazh Michele Bartoli. Ken bras berzh a vez graet ma sav Priz Meur Ouest-France war an trede renk eus ar redadegoù klasel e Frañs, goude Pariz-Roubaix ha Pariz-Tours. Ar gourc’hemennoù d’al labour kaset da benn gant Komite ar Gouelioù a zeu e stumm ar fiziañs graet dezho evit aozañ kampionad Frañs e 1984 ha dreist-holl kampionad ar bed e 2000. Un arliv a gañv a zo war levenez an aozerien siwazh, rak Jean-Yves Perron zo aet da Anaon un nebeud mizioù a-raok.
Cheñch tu zo bet graet goude kampionad ar bed, war a seblant, evit ar redadeg vreizhat klasel. Adtreset eo bet an hentad, diwar vremañ eo e-kreiz ar vourc’h e vez gwelet piv zo trec’h war al linenn, ar pezh n’eo ket kenkoulz da arvestiñ peogwir e erru ar rederien a-stroll. Priz Meur Ouest-France, daoust dezhañ bezañ bet al label « Pro Tour » e 2005, a c’houzañv muioc’h-mui gant kevezerezh redadegoù all e broioù estren, hini Tro Spagn paneveken. Ar skipailhoù gwellañ a oar dont bepred, met siouloc’h ha didrousoc’h e chom ar rederien a zo en o fenn. Se zo kaoz e vez cheñch-dicheñch ingal gant an hentad, p’emañ an aozerien o klask plantañ bep tro muioc’h a startijenn en abadenn. Cheñch strategiezh zo graet gant an aozerien e 2016. Diwar neuze ez eo anvet Bretagne Classic o redadeg, a gas ar rederien penn-da-benn da ledenez Vreizh, kement ha pourchas muioc’h a « skeudennoù kaer » da skignerien ar skinwel. Darbet e oa bet d’ar redadeg mont da get e 2019 koulskoude, p’en doa embannet France-Télévision e paouezje da skignañ anezhi war ar skrammoù tele. Gwell, pe gwazh, tu pe du ez aio an traou er bloavezhioù 2020 evit an hini vrasañ eus ar redadegoù klasel e Breizh.