Bokedoù eus Breizh war tevennoù Eirisgeidh

Aozer : Hubert Chémereau / Mezheven 2022

Un istor brav eo, unan a c’hellfe tremen da vojenn gozh ar Gelted. D’an 23 a viz Gouere 1745, hervez kont, en ur lakaat e dreid en aod traezh en Eirisgeidh, e laoskas Bonnie Prince Charlie un dornadig had Calystegia soldanella da gouezhañ eno. Hervez al louzawour naonedat Roland Mogn, ar plant-se – kaol-merdead – ne vezont kavet nemet en arvor, war laez an tevennoù digor, war-hed un nebeudig metradoù traezh hepken. « Bedvroat eo ar plant-se », emezañ, « da lavaret eo e c’hellont en em ober diouzh meur a zoare hin, klouar pe yenoc’’h, padal e verk savlec’h Eirisgeidh, da vat, o harzoù pellañ e gwalarn Europa. Ordin-tre eo ar plant-se e Breizh. Pell-mat ha distag-krenn emañ Eirisgeidh eus ar rest eus an takad pennañ ma kaver ar plant a-hend-all. Degas anezho di eo a zo bet graet eta ». « Diouzh perzhioù o had » eme an arbennigour, kement ha klozañ, « n’eus ket da grediñ ez eo gant laboused e vijent bet kaset du-hont avat, setu m’en em gav seul gwirheñveloc’h a se an istor a lak er jeu dorn Charles-Edward Stuart ». Un taol chañs zo bet ivez : ar plant-se, hag a c’hell gouzañv n’eus forzh petore hin pe dost gant ma vo en arvor, zo anezho unan eus an nebeudig spesadoù a oa moien da gas ganeor adalek tevennoù Sant-Nazer betek re Eirisgeidh gant un tamm chañs bennak da welet anezho o tiwaniñ ahont ».

Demdost da vourc’h Sant-Nazer, ma oa chomet eno ar priñs e-pad ur pennadig-amzer, e oa ur pikol tevenn a lakae disparti d’ar mare-hont etre traezh ha geunioù. Ijinañ a c’hellomp ober, mar kar deomp, penaos en doa bet c’hoant ar priñs da vont da aveliñ e benn e-tal ar mor bras, e-ser pourmen war an tevenn a dape betek biojoù ar maner a oa perc’hennet da neuze gant lignez santnazerat ar re Walsh. Un displegadenn a c’hellfe bezañ, hervez Roland Mogn : « Kenkoulz all, da zigentañ tout, en doa-eñ bet daspugnet an had-se dre c’hoari, diwar an tevenn. Ha neuze, goude kavout ar re-se diwezhatoc’h en e chakod, en dije hadet anezho du-hont war tevenn Eirisgeidh. Un hengoun gouezelek zo gwriziennet a-gozh : merkañ an darvoud-mañ-‘n darvoud dre ober ur jestr bennak e-keñver an natur : plantañ ur wezenn, skrivañ war ur skourr, ober ur merk war ur maen, ha kement zo. »

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Bokedoù eus Breizh war tevennoù Eirisgeidh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/06/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/bokedou-eus-breizh-war-tevennou-eirisgeidh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité