Mesenerezh Anna Vreizh

Aozer : Michel Nassiet / Here 2022

Speredek evel ma oa, ar pezh a wele kannaded ar broioù all diouzhtu pa gemere ar gaoz, ne oa ket Anna Vreizh ur « vaouez ouiziek » evit kelo-se : n’eus testeni ebet a gement a ziskouezfe e ouie komz pe lenn ur yezh all estreget ar galleg, ha ral eo an troidigezhioù eus oberennoù eus an Henamzer e-barzh he dastumad levrioù. Padal e kustume skrivañ. Diwar he dorn-hi e oa al lizheroù a gase d’ar genskriverien a brizie ar muiañ. Titouret omp a-zivout al levrioù a blije dezhi dre welet an tregont bennak anezho, ar pep brasañ anezho dornskridoù enlivet, a zo warno ur merk personel dezhi, evel hec’h ardamezioù. Un drederenn zo anezho eureier, oberennoù a zevosion. Kerkent ha 1493 e lakaas ober, evit deskadurezh he mab henañ, ul Levr pedennoù skeudennaouet gant Jean Poyer. E-barzh an Eurioù bras (Grandes heures) enlivet gant Jean Bourdichon, e weler anezhi o pediñ, ganti war he zro ar santezed Anna, Ursula (unan eus kentañ rouanezed Breizh honnezh, sañset) hag Helena (a zizoloas ar wir groaz). Al levr Vie des femmes célèbres, urzhiadet ganti digant he c’hofesour, zo ur vreutadenn a-du gant ar maouezed, dres evel hini Christine de Pizan, Trésor de la cité des dames, unan eus al levrioù moullet gant ar Parizian Antoine Vérard. Dedennet-bras eo bet ar rouanez-dugez gant istor Breizh, hag abegoù politikel a oa da gement-mañ evit lavaret gwir. Ur skouerenn eus Chronique Le Baud he doa, ha kas a reas hemañ, ha neuze ar  c’hronikour Jean Lemaire de Belges, d’ober klaskerezh e-barzh diellaoueg an dugelezh. E-keñver sonerezh, ar rouanez he deus bet e-pad hec’h eil ren ur chapel distag diouzh hini ar roue, hag ar mestr brudet Jean Mouton eo a oa e penn ar chapel-se e 1510. Ar gwarez roet ganti da gompozerien evel hemañ, hag ivez Antonius Divitis, a ro da grediñ e vourre-hi gant o stil nevezus. An ograoù a blije dezhi dreist-holl, ha kemer a reas e karg lakaat adsevel re Angers penn-da-benn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Nassiet, « Mesenerezh Anna Vreizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/10/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/mesenerezh-anna-vreizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité