Lod eus an dispignoù evit ar banvez bet profet gant kêr Roazhon da Louis a Amboise, eskob Albi, hag Imbert a Vatarnay, aotrou ar Bouchage, kannaded Charlez VIII ouzh an dugez.
Dielloù kêr Roazhon, CC 110 (bet gwechall : CC 848.2), 1490, f° 91, orin war baper.
Treuz-skrivet gant : Laurence Moal.
« Lakaet evit banvez a vo roet gant aotrouien ha bourc’hizien ar gêr-mañ a Roazhon d’an aotrou a Alleby hag a Vouchayge, hag a voe en ti Fransez a Sorie da zevezh gouel an Hollsent er bloaz mil IIIIC IIIIxx unnek.
Da gentañ
Digant Raoullet Gaultier, c’hwec’h klud-yar ha kefeleg warn ugent da bemp gwenneg an tamm, hag a voe paeet evit kement-mañ VI lur ha X gwenneg.
Digant Pêr Gaultier, ur c’had ha pevar penn-moc’h, evit-se XXII gwenneg. VI diner.
Digant Lode, daouzek pichon hag eizh a gounifled, d’ar priz a zaou wenneg ha seizh diner ar pichon ha pemp gwenneg ar c’hounifl, evit kement-mañ LXX gwenneg
Digant Jehanne Le Feubvre, daouzek penn yar da zaou wenneg ha daou ziner an tamm, evit kement-se XXX gwenneg.
Digant Rolland Jochet, pemp penn dañvad hanter hag eizh palefarzh kig leue, da bep dañvad ar priz a bemp gwenneg war an ugent, ha pep palefarzh a gig leue d’ar priz a bemzek gwenneg, evit kement-se XII lur XVII gw. VI dnr.
Digant an hevelep Jochet, daouzek troad leue ha teir frezenn, c’hwec’h teod ejen, pevar lur bloneg, trizek penn dañvad, div galon leue, un teod ejen, teir waz-spagn, daou gof ejen evit-se e voe paeet IIII lur XV gw.
Memes tra, unnek kabon bras ha druz mat, pep hini kemeret evit ar priz a zaouzek gwennek c’hwech diner, evit-se VI lur XVII gw. VI dnr.
Digant ar plac’h Dorel, daouzek kounifl da bemp wenneg an tamm, LX gw.
Digant Jehan Duchesne, c’hwec’h kounifl, evit-se XXX gw.
Digant Jehan Colin, pemp pichon, pep hini kemeret evit daou wenneg ha c’hwech diner, evit-se XII gwenneg. VI dnr.
Digant Jehan Fournier, daou zousenn hanter a bichoned bet tapet evit ar priz a zaou wenneg ha c’hwech diner an tamm, evit-se LXXV gw.
Sammad : XLV L. XVI gwenneg. »
Taolenn berrzastum aozennoù ar banvez bet roet en enor da eskob Albi ha da aotrou ar Bouchage, d’ar 1añ a viz Du 1491
Kig | Dibennoù-pred | Liesseurt, temzoù-boued | Evajoù |
---|---|---|---|
35 glujar ha kefeleg 52 pichon 7 gwaz 98 polez bras 10 anezho 20 kabon 1 c’had, 26 koulinig 1 « c’hounikl » (lapin) 4 penn-moc’h, 4 porc’hellig laezh 5 penn-dañvad hag un hanter hini 13 penn deñved 8 palefarzh kig leue 12 troad leue 3 frezenn leue 2 galon leue 7 teod ejen 2 bouzellenn ejen 2 kostezenn kig-sall da lardañ 60 gwadegenn 48 pastez plad 7 pastez kabon 7 pastez kounifl |
Tartez fourmaj
Pastezerezh 48 erminig da rostañ, bleunioù lili 48 «kreskennig da fritañ » 48 « fritadell ( bignez sall) da vezañ fritet 600 « mignerezh » (pastezerezhioù poazhet etre daou houarn, a vez servijet e dibenn ar predoù, evel a mankadennoù pe an aspedennoù)
Frouezh 200 perenn 200 aval 2 lur kerez Prun Damas |
Etremeuz Drajez livet Alamandez, tro-heol 200 niell, kaprez Perisilh, kaol, pennoù-ognon Holen gwenn, sev, egrach Gwin ruz evit ar chaous 324 vi 30 lur amann Sur moan 1 « dorzh vara brazed » 48 baraenn 600 « baraennoù kêr » 36 « choanenn vara fresk » 24 « choanenn vara d’ober pladoù »
Spisoù: « spisoùigoù » poultr jinjebr, kanell pebr, safron « baptu » tach jenofl |
Hipokraz
Gwin gwenn, Gwin Gwaskogn |